África de las Heras Gavilán
África de las Heras Gavilán (Ceuta, 29 a viz Ebrel 1909 – Moskov, 8 a viz Meurzh 1988) a oa un emsaverez republikan ha komunourez spagnol, hag ur spierez soviedek evit an NKVD. Patria e oa hec'h anv-micher, hag ivez María Luisa de las Heras de Darbat, María de la Sierra, Patricia, Ivonne, María de las Heras, Znoi ha María Pavlovna, hervez ar c'houlz.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer nemet nebeud a dra anezhi a-raok 1930, pan he c'haver e-touez izili ar PCE.
He zad, Manuel Lasheras Jiménez, a oa ur soudard lazhet en 1930 e Jaca, pa oa o stourm ouzh emsaverien republikan emsavadeg Jaca. Nizez e oa da Julián Francisco Lasheras, alvokad ha maer kêr Ceuta. Kaset e voe da Vadrid d'ur skolaj leanezed, hini ar Sagrado Corazón de Jesús. Da 19 vloaz e timezas d'ar c'habiten Francisco Javier Arbat Gil, a oa e kelc'hiadoù tost da Francisco Franco. Ur mab o doe, Julián, marvet ur pennadig goude ganet.
Pevar bloaz goude edo o kemer perzh en emsavadeg Here 1934 en Asturiez, ma reas anaoudegezh gant ar penn komunour Santiago Carrillo. En 1936 ez eas er Joventuts Socialistes Unificades katalan, ha bloaz goude e voe-hi e penn ur bagad keodedourien armet e Barcelona ha meur a daol a reas ganto dindan guzh.
Dimeziñ a reas da Luis García Lago, ur prizoniad bet implijad bank, troet da emsaver komunour, hag ac'h ae da welout er c'harc'har. Er bloaz-se ez eas da Ceuta da zegemenn hec'h eontr edo e dañjer bras.
En 1937 e krogas da genlabourat gant gwazed eus an NKVD en Spagn — Leonid Eitingon, an Hungarian Ernő Gerő, hag ar Rus Alexander Orlov — ha kaset e voe da Voskov da zeskiñ ar vicher. Krediñ a reer eo gant Caridad Mercader — mamm Ramon Mercader, muntrer Trotski — e voe sachet da vout spierez, rak Caridad a oa e penn ur bagadig efedus, gant he serc'heg, an Ukrainad Pável Sudoplátov.
Goude ar skol-spiañ, setu hi kaset da Norge.
Eus Norge da Vec'hiko
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Norge e oa bet karget da vont e darempred gant trotskourien oberiant ar vro. En em silañ a reas en o zouez, ken e voe kemeret da sekretourez gant Lev Trotsky diwezhatoc'h e Mec'hiko, pa rankas an dispac'her kozh kuitaat Norge. Ne voe ket re ziaes dezhi neuze kas keleier d'an NKVD, ha sikour Ramón Mercader evel-se da aozañ drouklazh Trotski war urzh Jozef Stalin e 1940.
Kuitaat a reas Mec'hiko a-greiz-holl dre ma oa erru Alexander Orlov — bet rener an NKVD en Spagn, war e hent da SUA, goude tec'het eus URSS dre m'en devoa aon rak spurjadegoù Stalin.
Eil brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1941 e tegouezhas en URSS . Studiañ a reas evit bout klaénvdiourez ha goude skinbellgaserezh. E Mae 1942 e harzlammas en ukraina e koadeg Vínnitsia tost d'al linennoù alaman, gant spagnoled arall, evit gallout klevout ar pellgasadennoù alaman. En 1944 e tistroas da Voskou da labourat evit ar c'h-KGB ha peurzeskiñ ar vicher a spierez.
Brezel yen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Eil brezel-bed e krogas da labourat gant an aozadur soviedel KGB, ma sine e gemennoù gant an anv Patria.
Pariz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1946 ez eas eus Berlin da Bariz, ha hi anvet María Luisa de las Heras, o reiñ da grediñ e oa tec'het eus Spagn hag eus diktatouriezh ar jeneral Francisco Franco. Kemenerez veur e oa. Eno e reas anaoudegezh gant ar skrivagner urugwaiat Felisberto Hernández, a oa kamarad d'ar barzh gall Jules Supervielle. Anaoudegezh a reas gantañ, hervez a gontas Felisberto d'e verc'h María Isabel Hernández, un den ma oa ar skrivagner o komz e spagnoleg a-enep ar renad soviedek en un ostaleri, ma savas hi da vont da lavarout dezhañ e oa ur blijadur klevout spagnoleg en Pariz. Diwar neuze e voe dallet ar gwaz ganti ha gant ar skeudenn ar vaouez kenedek ha sioul.
Uruguay hag Arc'hantina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1948 e timezas da Felisberto Hernández, hag e miz Kerzu, war al lestr gall Kerguélen, ez eas eus Bourdel da Uruguay[1], da chom gantañ en e vro. Moarvat e reas kement-se da gaout ur vroadelezh nevez ha paperoù, hag ober anaoudegezh gant tud uhel hag a deuje da vezañ darempredoù talvoudus.
Dizimeziñ a rejont e 1950, hep d'an ozhac'h gouzout tra eus labour kuzh an hini a oa bet e wreg.
E 1956 ec'h eas da chom da gêr Buenos Aires da labourat gant an den a oa bet anvet e penn ar spierezh e beg Kreisteizamerika (Cono Sur), anvet Giovanni Antonio Bertoni alias Valentino Marchetti, Marko. Er bloaz-se en-eeun ec'h addimezas dezhañ, war urzh pennoù KGB a wele en eured-se un doare da wellaat ha da aesaat labour an daou spier.
URSS
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a eure e Moskou d'an 8 a viz Meurzh 1988, beziet e voe e bered ar c'h-KGB, e Kuntsevskoe, e-kichen bez Ramon Mercader ha hini Kim Philby, ar spier komunour saoz.
Medalinier hag enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit he labour e KGB e savas betek bout kronal, ha bet eo e penn servijoù politikel en karg eus Europa ha Latinamerika.
Ouzhpenn-se:
- div wech ar Steredenn Ruz
- Urzh Lenin
ha medalinier all.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Raúl Vallarino, Nombre clave: Patria. Una espía del KGB en Uruguay, Editorial Sudamericana, 2006
- (es) Raúl Vallarino, Mi nombre es patria, Suma de Letras Editorial, 2008
- (es) Javier Juárez,Patria. Una española en el KGB, Editorial Debate, 2008
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E spagnoleg (poltredoù eus África de las Heras Gavilán a gaver en holl bennadoù-mañ)
- Blogdiario
- Espias españolas: África de las Heras
- Pennad eus Enlaces Uruguayos : Patria
- Pennad eus ar pemdezieg arc'hantinat Clarín : [1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pennad: Espionaje sovietico en Uruguay el lec'hienn Espacio Latino