Klasker-bara
Neuz
Ur c'hlasker-bara, pe ur c'hlasker-boued, zo un den paour a vev diwar an aluzen. Goulenn a ra arc'hant, boued, bod pe traoù all, digant tud all.
Alies e weler klaskerien-vara, er c'hêrioù bras, o kestal war-bouez un tas, un tog pe ur voest vihan, pe c'hoazh oc'h astenn o dorn, da gaout un nebeud gwenneien.
E Breizh, ha dreist-holl e Breizh-Izel, e oa ur plas a bouez gant ar glaskerien-vara e kevredigezh an amzer gozh, ha betek an XIXvet kantved. Kas a raent keleier a di da di, war ar maez, dibunañ a raent kontadennoù ha kanaouennoù, ha gallout a raent mont da birc'hirinañ e-lec'h an dud a roe an aluzen dezho.
El lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Glaskerez-Vara Gozh, gant ar vreudeur Grimm
- Klasker-bara Sant Roc'h, gant Émile Souvestre
- The Man with the Twisted Lip, un eus danevelloù Sherlock Holmes gant Arthur Conan Doyle,
- An dakenn dour, pezh-c'hoari gant Jarl Priel
- Klaskerez-vara Locarno, gant Heinrich von Kleist, troet gant Françoise Lermen
- Klaskerien-vara ar Pardonioù, bandenn-dreset gant Yann-Vikael Lichou
El livadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- poltredoù klaskerien-vara zo bet livet gant Bartolomé Esteban Murillo
- Ar roue hag ar glaskerez-vara, gant Edmund Blair Leighton
- Ar glaskerez-vara ha Klaskerezed-bara (1880), gant William Adolphe Bouguereau
Klaskerien-vara brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar Bouda a veve diwar aluzen an dud
- Salaun ar Foll (1310-1358), klasker-bara enoret gant ar bobl
- Ar Roue Stevan, klasker bara ha diouganer
- Marc'harid Fulup (1837-1909), konterez ha kanerez
- Yann Druilhenn, klasker-bara brudet
- Yann-Vari Deguignet (1834-1905)
Klaskerien-vara e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
En Abati Landevenneg (1777-1779) : roll an aluzenoù roet d'ar beorien.
-
Bank ar glaskerien-vara e pardon ar c'hezeg e chapel Sant-Alar Plouzeniel (war-dro 1900 -1910).
-
Klaskerez-vara er Gemene (entre 1900 ha 1920).
-
Un dall o seniñ an dreujenn-gaol e Tregon hag e wreg oc'h astenn he skudell (entre 1900 ha 1920).
-
Klaskerien-vara, gant Penguilly
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Guy Haudebourg, Mendiants et vagabonds en Bretagne au XIXe siècle, Presses universitaires de Rennes, 1999