Edmund Blair Leighton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An adoubañ

Edmund Blair Leighton (21 a viz Gwengolo 1853 e Londrez1añ a viz Gwengolo 1922 e Londrez) a oa ul livour breizhveuriat ezel eus al luskad rakrafaelour. Lod brasañ e oberennoù a zo diwar-benn ar Grennamzer, hag e-touez ar re vrudetañ emañ "The Accolade" (An adoubañ) ha "God Speed" (Ra vi gwarezet gant Doue).

E vuhez[kemmañ]

Mab al livour Charles Blair Leighton e oa. Goude bezañ bet o studiañ er skol-veur, ez eas da Royal Academy, ma tiskouezas e livadurioù etre 1878 ha1880. Prizioù a resevas gant e oberennoù "Witness My Act and Seal" hag "A Flaw in the Title". Goude-se e voe diskouezet e oberennoù e Burlington House. E Londrez edo o chom, hag eno e varvas d'an oad a 68 vloaz.

Diskouezva[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.