Yoga

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn eus Śiva (Bangalore, India) o veveriañ azezet e stumm al lotuz.

Ar yoga (eus ar sañskriteg : योग )[1] pe Sāṃkhya yoga[2] diazezet war Yoga Sūtra Patañjali a zo unan eus c'hwec'h skol ar brederouriezh indian āstika[3]. Bez' ez eo ivez, ha dreist-holl er C'hornôg, un diskiblezh a glask, dre ar meveriañ, emgastiz ar spered hag embregoù ar c'horf, seveniñ unaniezh an den a-fet korf, bred (psike) ha spered.

Pleustret e veze ar yoga ken abred hag an IIIe milved kent JK. War-dro an IIvet kantved kent JK e voe reizhiataet prederouriezh ar yoga gant Patañjali pa genlakaas an holl zamkaniezhioù war ar pleustr diabarzh en e Yoga Sūtra[4].

Istor[kemmañ]

Aloubadegoù[kemmañ]

Abaoe tri mil bloaz a-raok JK da vihanañ e vez danzeet ar yoga dre chadenn didorr an treuzkas a vestr [5] da ziskibl, kresket bewezh gant anaoudegezh pleustrek ar c'helenner. Evel se e voe savet teknik ha prederouriezh ar yoga a-hed ar c'hantvedoù.

War-dro ar XVIIvet kantved kt JK e voe aloubet ar Panjab gant an Arianed[6] a zegasas o relijion ganto lezennet er Veda, gwrizienn an Hindouegezh a zo stag ar yoga outi. Degas a rejont o yezh, ar sañskriteg[7], met intret e voent gant hengounioù lec'hel henvroiz Norzh India, gant ar pleustroù yogek a veze gant an Dravidianed pergen. Da-geñver lidoù ar mare-hont, " Distagañ ar formulenn a denn muioc'h d'un hud-mouezh eget d'ur seurt gwirionez klok "[8]. Adkavet e vez ar garm-hud aketus-se er Mantra-Yoga, hag adkavet e vez an aketusted ouzh ar jestr er mudrā-où, stummoù lezennet hag arouezel an daouarn.

War-dro ar VIIvet kantved kt JK ez a an Upaniṣad-où d'ober trede ha diwezhañ strollad skridoù an diskuilhadur vedek. Mont a reas neuze al lañs dreistnaturouriezhel en tu-hont da gelc'h strizh al liderezh, ha sevel betek ar wirionez veur[9] : peurheñvelded an ene hiniennel (ātman) hag an ene hollvedel (brahman)[6], tem adkemeret e prederouriezh ar yoga.

War-dro ar IVvet kantved kt JK e voe skridaozet ar Yoga-Sūtra (Y.S.)[10] hag ar Bhagavad-Gītā. Deuet int da vezañ testennoù dave ar yoga.

En XVIIIvet kantved e voe degaset un diskar sevenadurel gant an trevadennerezh saoz.

Adsav[kemmañ]

E penn kentañ an XXvet kantved e teuas ar yoga war wel adarre. E 1924 e voe savet ur skol yoga gant Sri Krishnamacharia hag he deus stummet an Haṭha-Yoga evel m'eo anavezet er C'hornôg.

Danzeet eo bet ar yoga goustadik, intret gant ar pezh a oa en-dro dezhañ hag ouzh e intrañ d'e dro. Ur sevenidigezh pleustrek (sādhanā) eo ar yoga da gentañ penn hag a c'heller kaout dre un askez a ouestl holl nerzhioù ar c'horf hag ar spered[6] ; kar eo d'ar Sāṃkhya dre an holl zegasadennoù damkaniezhel en deus kemeret ennañ.

Eizh "aṅga" ar yoga[11][kemmañ]

Patañjali a zeskriv eizh "aṅga" : "ezel" eo ster kentañ "aṅga" met graet e vez un implij teknikel anezhañ. An aṅga-où amañ zo skoazelloù d'ar pezh a zo "aṅgin", pennañ.[12]. N'eus ket kaoz eus urzh etrezo ha n'eo ket ret o fleustriñ an eil war-lerc'h egile.

Ar pevar hent hengounel pennañ[kemmañ]

Menez Kailash, annez Śiva war a greder

Ne c'houlenn ket ar yoga e vije heuliet ar memes hent gant an holl dud. Bez' ez eus meur a hent ha meur a seurt yoga hervez c'hoantoù pep hini hag hervez tuioù liesseurt hon anien. Gant pevar hent hengounel pennañ e c'heller taolenniñ an dastumad doareoù-se. An holl a-gevret pe unan-hag-unan e c'heller o heuliañ :

  1. Jñāna-Yoga : Yoga an anaoudegezh trehontel ;
  2. Bhakti-Yoga : Yoga an deoliezh hag an azeulerezh ;
  3. Karma-Yoga : Yoga ar servij hag an ober diemzamant ;
  4. Rāja-Yoga : Yoga reizhiataet gant Patañjali hag a ra dreist-holl gant ar meveriañ (dhyāna).

E-barzh un hevelep Hent (मार्ग, mārga) e c'heller kaout redennoù disheñvel. Ne ziskouez ket al liesseurted-se gwander pe ziemglev, met bez' ez eo kentoc'h ur respont da c'houlennoù liesseurt pep hini divent

En tu-hont d'ar pevar hent-se e ranker ouzhpennañ ar C'hriyā-Yoga a vod holl deknikoù ar Yoga (Haṭha-Yoga, Kuṇḍalinī-Yoga, Tantra-Yoga, Yoga-Nidrā (kousk) ha re all c'hoazh).

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. The Sanskrit Heritage Dictionary gant Gérard Huet
  2. Essais sur la philosophie des Hindous. Henry Thomas Colebrooke, Jean Pierre Guillaume Pauthier. Éd. Didot, 1834, pajenn 23
  3. A anavez ar Veda
  4. (fr) Gerhard J. Bellinger, l'Encyclopédie des religions, ISBN 2-253-13111-3.
  5. Pajenn 18 : « Hag evit tizhout gwirionez skedus an Unan, a zo goloet gant maya hag efedoù maya, e ranker evelkent ober diouzh kemennoù un Anavezer eus Brahman. En em reiñ d'ar prederiañ ha d'ar meveriañ, ha diwall diouzh kement poellata a vije faos. »
    (fr) Camkaracarya (śaṃkarācārya), Le plus Beau Fleuron de la Discrimination : Viveka-Cuda-Mani, Ed. Jean Maisonneuve, 1998, 176p. ISBN 2-7200-0985-7.
  6. 6,0 6,1 6,2 Pajennoù 62, 63, 109, 123 & 130, (fr) Michel Mourre, Les religions et les philosophies de l'Asie, Ed. la table ronde, Paris, 1998, 464 p. ISBN 2-7103-0841-X.
  7. « Yezh kemplezh hag gwevn, azas ouzh oberiadennoù ar spered eus ar re difetisañ. ». Michel Mourre.
  8. (fr) L. Renou, L'Inde classique, t. I, p. 279, (667 pajenn, Emb. Jean Maisonneuve 1990, galleg, ISBN 2-7200-1035-9)
  9. Er Chāndogyopaniṣad 6. XIV-6 : « E-pad o c'housk e vez soubet an holl voudoù bev er Brahman, an Unan nemetañ, met boutin d'an holl, hag ankounac'haat a reont ar boud hiniennel a soñj dezho bezañ pa vezont dihun. ». (fr) Gilles Farcet, Les UPANlSHADS Collectif, 125 pajenn, Embanner : Altess, 1999, Français, ISBN 2-905219-38-6.
  10. Displegomp e talvez ar meneg : Y.S. 2-30 da skouer : Yoga-Sūtra Pennad II Gwerzenn 30
  11. Yoga Sūtra II.29
  12. Le Yoga-Sūtra de Patañjali - Le Yoga-Bhāṣya de Vyāsa, Édition, traduction et présentation de Michel Angot, Collection Indika, Les Belles Lettres, 2008, ISBN 978-2-251-72050-0



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.