Yezhoù papouek
Graet e vez gant an termen yezhoù papouek evit ober dave da veur a yezh komzet e kornôg ar Meurvor Habask ha n'int na yezhoù aostronezek nag aostralek, da lâret eo ne vez ket kenstrollet ar yezhoù papouek dre ma'z int gwall heñvel an eil ouzh eben, met kentoc'h peogwir ne c'hellont bezañ renket e hini ebet eus an div familh-yezhoù pennañ tostañ. Ouzhpenn-se, n'eo ket gwall sklaer hag-eñ ez eus ul liamm-familh etre ar yezhoù papouek pe get.
Ar yezhoù [kemmañ]
An darn vrasañ eus ar yezhoù papouek a vez komzet war enez Ginea Nevez (isrannet etre Papoua-Ginea Nevez hag Indonezia), hag un nebeud re all a vez komzet ivez en Inizi Solomon, en un nebeud inizi en Indonezia, dreist-holl e Halmahera, Timor, Alor ha Pantar. Kavet e vez ur yezh papouek ivez en Aostralia e Torres Straits.
Ginea Nevez a zo sur awalc'h ar c'horn-vro gant ar muiañ a yezhoù disheñvel.Ouzhpenn d'ar yezhoù Aostronezian, kavet 'vez un 800 yezh bennak all, luzhiet peurvuiañ al liammoù etrezo, dasparzhet e tri-ugent familh yezh, ha meur a yezhoù digenvez
N'eo ket unvan tamm ebet ar yezhoù papouek, kavet 'vez meur a ranyezhoù, ranet abalamour d'ar fed ma 'z eo bet e-pad pell ur yezh komzet hepken. Setu ma vez renket ar ranyezhoù dre familhoù.
Renabl [kemmañ]
Setu da heul roll ar familhoù pennañ a yezhoù papouek, hervez labourioù Stephen Wurm :
- Abinomneg (yezh digenvez)
- Yezhoù amtek-mousek (2)
- Yezhoù bayonoek-awbonek (2)
- Bourmesoeg (yezh digenvez)
- Bouseg (yezh digenvez)
- Yezhoù East Bird's Head (3)
- Yezhoù papouek ar reter (36)
- Yezhoù Geelvink Bay (33)
- Karkareg-Youreg (isolate)
- Kibirieg (isolate)
- Yezhoù kwomtarek-baibaiek (6)
- Yezhoù al Lennoù hag ar C'hompezennoù (Lakes Plains)
- Yezhoù Left May (7)
- Yezhoù Mamberamo Izelañ (2)
- Yezhoù sepikek-ramouek (104)
- Yezhoù skoek (7)
- Yezhoù torritchelliek (48)
- Yezhoù Treuzginea-nevezek (552)
- Yezhoù papouek ar c'hornôg (26)
- Yaleg (yezh digenvez)