Timor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec’h emañ enez Timor en enezeg Indonezia
Enez Timor, rannet e div lodenn

Timor zo unan eus inizi enezeg Indonezia, er reter.

Rannet eo enez Timor e div lodenn : stad dizalc'h Timor ar Reter ha Timor ar C'hornôg, zo un tamm eus proviñs indoneziat Nusa Tenggara Timur. En holl en em astenn an enezenn war 30 777 km 2. Dont a ra an anv Timor eus ar ger indonezek timur, a dalvez kement ha « reter », rak e reter un aridennad inizi emañ.

Er c’hreisteiz hag er gevred emañ Aostralia, en tu all da Vor Timor. Er gwalarn emañ enez Sulawesi, en tu all da Vor Banda. Hag er c’hornôg emañ inizi Sumba ha Flores, en tu all da Vor Savu.

Kupang el lodenn gornôg ha Dili el lodenn reter eo ar c’hêrioù brasañ. Goloet e oa enez Timor gant koadegi trovanel gwechall met kalz a wez zo bet diskaret.

Yezhoù malayek-polinezek a gomzer en enezenn. E Timor ar Reter eo ofisiel an tetoumeg hag ar portugaleg hag e Timor ar C’hornôg eo ofisiel an indonezeg.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.