Yezh oligosintezel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Renkadur morfologel
Daspegel
Dezrannel
Enteuzel
Liessintezel
Oligozintezel
Sintezel

An oligosintezel a zo anezhañ un termen a c'heller implijout evit deskrivañ yezhoù enne neubeut a vorfemennnoù, da skwer en tu-mañ da vil. Talvezout a ra ar vorfemmenoù-se d'ur yezh sintezel da sevel frazennoù kadarnaat.

An diforc'h pennnañ neuze etre yezhoù liessintezel diouzh un tu hag ar yezhoù oligosintezel diouzh an tu all eo an niver a vorfemennoù implijet gante; kalz bihanoc'h evit an eil re. Ar yezhoù-se gante ur seurt oligarkiezh a vorfemennoù a rankfe sevel dre ret gerioù kevrennek hir spontus, hiroc'h c'hoazh evit er yezhoù sintezel boutin, dre ouzhpennañ meur a vorfemenn an eil war lerc'h eben.

Gwech ha gwechall eo bet kredet e oa yezhoù oligosintezel ur re yezhoù genidik eus Amerika evel an nahuatl and pe ar blackfoot (yezh an Niitsitapii) met diswelet eo bet war-lerc'h n'eo ket gwir. Betek hiziv n'eus bet kavet yezh ebet a glotfe gant ar perzhioù a zo ret evit gallout bezañ renket evel ur yezh oligosintezel.

Ne gav ket avat da darn vrasañ ar yezhonourion e vefe eus seurt yezhoù oligosintezel e gwirionez ha betek hen n'eus bet kavet yezh ebet, na vev na varv, ganti seurt perzhioù.

Gwelet ivez:[kemmañ]