Yezh dezrannel

Eus Wikipedia
Renkadur morfologel

Er yezhoù dezrannel (saozneg : analytic pe isolating language), an darn vrasañ eus ar morfemoù zo morfemoù distag, da lavaret eo e c'hellont bezañ implijet evel gerioù hepmuiken
Ar c'hontrol-mik eo ar re-mañ diouzh ar yezhoù sintezel hag a ra diouzh o zu gant meur a vorfem stag evit merkañ perzhioù yezhoniel ar ger-mañ-ger. Er yezhoù dezrannel e verker perzhioù yezhoniel ar gerioù er frazenn hervez o urzh enni.

Ur yezh dezrannel anavezet mat eo ar sinaeg. Da skouer :

"Ma holl vignoned a fell dezho debriñ vioù"
所有 朋友 蛋;
suǒyǒu de péngyou dōu yào chī dàn
Me holl [rannig perc'hennañ] mignon(ed) holl fellout debriñ yar vi(où)

Evel ma tiskouez mat ar skouer-mañ, pep silabenn (pep eil a-wechoù) a dalvez d'ur mennad. Ouzhpenn-se e weler mat penaos e vez implijet daou c'her (pe daou vorfem) da dalvezout da holl (所有 suǒyǒu ha 都 dōu). Setu unan eus ar perzhioù kevreadel a gaver alies er yezhoù dezrannel.

Meur a yezh dezrannel all zo en Azia ar Gevred, evel an thai (pe taeg) hag ar vietnameg.

Pa geñverier ar frazenn sinaek gant he zroidigezh vrezhonek e weler splann penaos e vez implijet meur a vorfem stag (kengerioù) e brezhoneg evit merkañ perzhioù yezhoniel. Sklaeroc'h c'hoazh eo an diforc'h etre ar yezhoù dezrannel evel ar sinaeg hag ar yezhoù sintezel pa vezont lakaet keñver-ouzh-keñver gant yezhoù evel an alamaneg[1] :

Der Mann Die Männer
Der Mann Die Männer
an
ger-mell
strizh
den
anv-kadarn
nominativel
gourel
unander
an
ger-mell
strizh
dud
anv-kadarn
nominativel
gourel
liester

Perzhioù pennañ ar yezhoù dezrannel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e vez savet gerioù evit komz eus mennadoù difetis dre implijout meur a c'her (pe vorfem distag), da lavaret eo ez implij ar yezhoù dezrannel gerioù kevrennek kentoc'h evit gerioù savet dre zisplegadur en ur implijout morfemoù stag : kengerioù, da skouer.

Dre ma reont hep merkañ perzh yezhoniel pep ger dre ouzhpennañ morfemoù resis, ar yezhoù dezrannel a rank sevel o frazennoù hervez reolennoù kevreadel kalz strishoc'h evit er yezhoù sintezel evit merkañ perzh pep elfenn er frazenn.
E sinaeg, da skouer, e vez implijet rannoùigoù distag arbennik evit merkañ liammoù perc'hennañ ha n'eo ket ar genitivel evel e saozneg :

(zh)
rén

de

shū
(br) "den" [rannig-perc'hennañ] "levr"
(en) the man 's book
(br) “ levr an den »

Techet e vez ar yezhoù dezrannel da rediañ ar gomzerion da lakaat o skiant-prenet da dalvezout , pa dennont da draoù na vezont ket lavaret evit kompren ar frazennoù, rak ne vez ket merket en un doare ken resis ha gant ar yezhoù sintezel al liammoù etre elfennoù disheñvel ar frazenn.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwelout ivez : Yezh enteuzel.