Yezh liessintezel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Renkadur morfologel
Daspegel
Dezrannel
Enteuzel
Liessintezel
Oligozintezel
Sintezel

Implijet e voe an termenoù sintezel ha liessintezel (saoz. polysynthetic) evit ar wech kentañ gant ar yezhonour Edward Sapir er bloavezhioù evit deskrivañ yezhoù gante un niver uhel a vorfemoù e pep ger. Kalz uheloc'h eo an niver a vorfemoù er yezhoù liessintezel evit er re sintezel.

Er yezhoù liessintezel alies e vez implijet ur ger hir-spontus nemetañ evit ober diouzh ur frazenn a-bezh e yezhoù n'int ket ken sintezel all (d.s. yezhoù dezrannel).

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a yezh liessintezel a zo da gaout e Hanternoz Amerika hag e Siberia. Da skouer: an inuktitut, ar mohawkeg, an ainoueg, ar yupikeg, ar tsalagi ('"tcherokeeg"), ar soraeg, al luoravetlan ("tchuktchieg") hag an kalaallisut ("groenlandeg").

Luoravetlan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

      Təmeyŋəlevtəpəγtərkən.
      tə-meyŋə-levtə-pəγt-ərkən
      1.SG.SUBJ-"meur-poan-benn"IMP
      'Poan-benn spontus 'm eus.'   (Skorik 1961: 102)

Təmeyŋəlevtəpəγtərkən 5 morfem dre c'her.

Kalaallisut[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

      Aliikusersuillammassuaanerartassagaluarpaalli.
      aliiku-sersu-i-llammas-sua-a-nerar-ta-ssa-galuar-paal-li
      dudi-reiñ-SEMITRANS-unan.mat.e-COP-lâret.ma-REP-FUT-sur.met-3plSUBJ/3sgOBJ-but
      'Koulskoude e lârfont ez eus un artist mat anezhañ, met...'

(12 morfem dre c'her)

Kudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret eo lâret n'eo ket aezet atav lâret hag-eñ ez eo ur yezh bennaket ur yezh liessintezel pe get kentoc'h evit ur yezh sintezel hepmuiken rak diouzh un tu e c'hell bezañ diazet a-wechoù goût e pelec'h emañ ar bevennoù etre pep morfem ha diouzh an tu all e c'hell ur yezh bezañ liessintezel war un dachenn yezhadur resis met pas ken sintetezel war un dachenn yezhadur all. Disheñvel eo, da skwer, live sintezelezh ar verboù hag an anvioù er yezhoù Su Atabaskeg.

Gwelet ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]