Yekaterinbourg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Yekaterinbourg (Екатеринбу́рг e ruseg), bet anvet Sverdlovsk etre 1924 ha 1991, a zo ur gêr e Rusia, kêrbenn an Oural. Kontet e vez 1 401 729 annezad eno e 2009.
Liammet eo anv Yekaterinbourg gant daou rener Bro-Rusia: he frezidant kentañ Boris Yeltsin (bet bevet eno adalek 1950 betek 1985) hag he impalaer diwezhañ Nikolaz II (bet fuzuilhet eno e 1918 gant ar volcheviked, eñ hag e familh).
[kemmañ] Istor
Savet e oa bet Yekaterinbourg e 1723 diwar urzh an impalaer Pêr Iañ, pe Pêr Veur . Dont a ra anv ar gêr eus anv Santez Katell ("Yekaterina" a vez graet anezhi e ruseg), rak Katell Iañ e oa anv gwreg Pêr Iañ er mare-se.
