Wombat
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Lasiorhinus latifrons
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Diprotodontia | ||||
| Kerentiad : | Vombatidae | ||||
|
|||||
Ar wombated zo bronneged godellek ha geotdebrerien a vev en Aostralia.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Bras a-walc'h eo ar wombated, etre 20 ha 40 kg a bouez. Berr eo o favioù hag o lost, bihan o divskouarn ha postek o c'horf. Skilfoù plat ha kreñv zo ouzh o bizied ha ganto e toullont riboulioù. Palvgerzherien int.
Tennañ a ra klopenn ar wombated da hini ar c'hrignerien, gant rakdent kreñv.
Ar c'hodell a zigor war an a-dreñv, kuit d'an douar pe d'an traezh mont enni p'emañ al loen o toullañ.
E-kerz ar pleistosen e veze tropelladoù wombated ramzel (a-vent gant frikorneged) o kantreal e plaenennoù su Aostralia.
[kemmañ] Spesadoù
2 c'henad ha 3 spesad wombated zo :
- Vombatus
- ar wombat boutin (Vombatus ursinus)
- Lasiorhinus
- wombat min blevek ar su (Lasiorhinus latifrons)
- wombat min blevek an norzh (Lasiorhinus krefftii)