Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Pajennoù da nullañ

Eus Wikipedia


Goulenn ouzh ar verourien
Diverkañ raktal
Kemmoù war ur bajenn bet gwarezet
Kendeuziñ istor 2 bajenn
Gwareziñ ur bajenn
Adenvel pajennoù
Adsevel pajennoù bet diverket
Gwiriañ ul labour evit ur bot

Amañ e c'heller kinnig ma vo diverket pajennoù a vo nullet gant ar verourien. Evit kaout roll ar verourien, klikit amañ.

Evit lakaat nullañ war ar prim pajennoù faziek-sklaer, da skouer evit titloù faziek, implijit an daolenn a-zehou ha klikit war Diverkañ raktal. A-hend-all, enskrivit anv ar pennad a-is.

Gallout a rit goulenn ouzh ar verourien seveniñ obererezhioù all ivez. Sellit ouzh an daolenn a-zehou.

Gallout a reer kavout an dielloù eno

Abegoù da nullañ

[kemmañ ar vammenn]

Meur a abeg a c'hall bezañ da c'houlenn ma vo nullet ur pennad :

  • pajennadoù ha n'emaint ket e brezhoneg (ma ne vez ket resisaet warno emeur o treiñ anezho)
  • pajennoù goullo (ma n'eo ket resisaet warno emeur o sevel anezho)
  • pajennoù didalvoud a-grenn (unan all resisoc'h pe glokoc'h a zo bet savet)
  • pajennoù doubl (div bajenn dezho titloù disheñvel evit an hevelep tra)
  • pajennoù a zo ur fazi anat en titl anezho (fazioù splann, fazi bizskrivañ, fazi e doare-skrivañ un anv divoutin, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia ...)

Evezhiadenn a-bouez: kalz eus ar pajennoù a vez goulennet diverkañ zo pennadoù hag a c'haller treiñ aes en un adkas e gwirionez, ha mat pell zo. Soñjit e kement-se a-raok goulenn ma vo diverket ur bajenn.


Goulennoù bet respontet dezho

[kemmañ ar vammenn]

{{WP:SI/Notenn:Goulennoù bet respontet dezho}

N’eus nemet titloù hep displegadenn ebet eus an abeg da venegiñ levr pe levr. Da wellaat pe da ziverkañ. Huñvreüs (kaozeal) 25 Kzu 2023 da 08:20 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 13 Gen 2024 da 16:59 (UTC)[respont]


Yezhoù n’eus ket anezho

[kemmañ ar vammenn]

Er wiki saoznek eo bet diverket pajennoù a-zivout meur a yezh peogwir n’eus ket eus ar yezhoù-mañ (roll klok). Amañ e kaver, da nebeutañ, rouneg ha kaokeg. D’am soñj e tlefemp diverkañ anezho. Alioù, mar plij ? Huñvreüs (kaozeal) 3 Du 2023 da 10:02 (UTC)[respont]

Rouneg ha kaokeg zo merket marv ; wardujieg zo merket diasur... A-du on da zirouestlañ ar gudenn mar n'eus implijer enrollet ebet mennet da ober. 92.184.116.209 20 Kzu 2023 da 21:32 (UTC)[respont]
👍 Huñvreüs (kaozeal) 21 Kzu 2023 da 09:31 (UTC)[respont]
Din eo mat diverkañ ar pennadoù a-zivout yezhoù n’int ket anezho (faos, diasur), met ne welan ket perak diverkañ pennadoù a-zivout yezhoù marv, perzh int eus istor ar bed. Huñvreüs (kaozeal) 21 Kzu 2023 da 17:51 (UTC)[respont]
"yezhoù n’int ket anezho" ... yezhoù n'eus ket anezho, e brezhoneg. Skoboldi (kaozeal) 22 Kzu 2023 da 10:54 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 22 Kzu 2023 da 13:39 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 12:48 (UTC)[respont]

N’eo ket bet kempennet abaoe 2011 (!). @Kadbzh ha Dakbzh: Servijoù zo evit traoù eus ar seurt-se (2700chess…). Huñvreüs (kaozeal) 20 Kzu 2023 da 18:00 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 12:48 (UTC)[respont]

Sport « hengounel » krouet er bloavezhioù 80 (??). Ne gavan mann ebet, pe dost, diwar e benn. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2023 da 18:16 (UTC)[respont]

C'hoariet e Leon. Pe bet c'hoariet. Ul Leonad a oarfe hiroc'h. Skoboldi (kaozeal) 7 Gou 2023 da 06:21 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 12:48 (UTC)[respont]

Hervez peder fennaenn ar Wikipedia eo Wikipedia un holloueziadur. N’anavezan holloueziadur ebet a vefe rolloù eus ar seurt-se ennañ. Ur roll anvioù-badez brezhonek zo, n’eus nemet klask ennañ evit kavout ar re a zo un dildenn enno. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 07:36 (UTC)[respont]

Ur goulenn a gaver er genrouedad bep tro ma sav reuz gant an "ñ" e-kreiz un anv-badez. Talvoudus eo neuze. Marteze e vefe talvoudusoc'h c'hoazh er wiki gallek! Da c'hortoz, e c'hall chom en hon yezh. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 09:45 (UTC)[respont]
Ur soñj vat eo, klask krouiñ ur pennad eus ar seurt-se er wiki gallek (ha gant anvioù-badez e n’eus forzh pe yezh) hag e weli penaos e vo degemeret. Da lavarout eo, hervez reolennoù diazez pep wiki. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 11:12 (UTC)[respont]
Ar reolenn a anavezemp betek-hen amañ (hag er wikioù kembraek, katalanek hag euskarek ivez diouzh hon eus gwelet abaoe bloavezhioù, rak emren eo ar wikipediaoù betek-hen) a oa pennadoù brezhonek savet er wiki brezhonek gant tud ar gumuniezh vrezhonek evit ezhommoù ar gumuniezh vrezhonek (ur gumuniezh vrezhonek a zo difennet gant an Ofis, HA n'eus ket anezhi er wiki gallek evel-just). A-hend-all, e-lec'h distruj danvez holloueziadurel, evel ma seblant bezañ ar pal bremañ, e c'hallfe bezañ ul lodenn eus ar pennad db an anvioù-badez brezhonek, gant ma vefe aes da gavout evit an dud a ziavaez, a zo kalz niverusoc'h eget kenlabourerien ar wiki brezhonek-mañ, ha zoken an holl IPoù o vale. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:15 (UTC)[respont]

ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:15 (UTC)[respont]

Graet Lakaet am eus endalc’h ar bajenn e pajenn kaozeal ar pennad Anvioù-badez brezhonek ha diverket am eus ar bajenn neuze. Gallout a ra neb a gar lakaat ar roll-mañ er pennad. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 16:52 (UTC)[respont]


Ar pennadoù db niverennoù eus an Dasson n'emañ ket o lec'h amañ. Beurleudiskobol (kaozeal) 23 Ebr 2023 da 09:59 (UTC)[respont]

A-du on. Setu roll ar pajennoù da ziverkañ:
Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2023 da 18:12 (UTC)[respont]
N'eo ket ur pennad, n'eus frazenn ebet., en doa skrivet Beurleudiskobol e pajenn Kaozeal:An Dasson-73. Gerioù fur, a-dra-sur. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 21:49 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 21:49 (UTC)[respont]


Ha traoù all, pe re all, zo pennek ivez. N’eus abeg ebet , war-bouez adlakaat danvez bet tennet hervez diviz ar gumuniezh. Huñvreüs (kaozeal) 7 Gou 2023 da 17:59 (UTC)[respont]

Ar wech kentañ eo din lenn "n'eus abeg ebet da sevel ur pennad diwar-benn al levr-mañ" ;;; skrivet ez eus bet kemend-all db levrioù all ur wech bennak? Skoboldi (kaozeal) 18 Gou 2023 da 12:40 (UTC)[respont]
Wikipedia n’eo ket un diaz roadennoù. Danvez ur pennad a rank bezañ un dra anavezet, pennadoù skrivet diwar e benn da skouer. Kompren a ran e vez asantet er wiki-mañ pep tra a denn da sevenadur Breizh pe d’ar brezhoneg, mat pell zo, met hemañ zo ul levr dister hep abeg ebet da vezañ meneget amañ — ma n’out ket a-du, n’eus nemet menegiñ daveoù. Huñvreüs (kaozeal) 3 Eos 2023 da 18:54 (UTC)[respont]
Divrud a-walc'h al levr, marteze e c'haller bodañ meur a dra dindan an anv (ur bajenn disheñvelout e c'hallfe bezañ) : frazenn Alain Le Sage hag anv al levr. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:52 (UTC)[respont]
Ur bajenn disheñvelout a gas da veur a bajenn degemeret er wiki peogwir int holloueziadurel hag ez eus daveoù a-walc’h evit sevel anezho. Peseurt daveoù a c’heller menegiñ evit sevel ur pennad a-zivout al levr? E pelec’h e kaver pennadoù skrivet diwar e benn?
N’ouzon ket ha mamennoù zo a-zivout ar frazenn. Marteze ez eus anezho, met ret eo kavout anezho evit aozañ ar pennad. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 16:47 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 27 Gen 2024 da 12:55 (UTC)[respont]

Ur pennad diwar-benn un anv meneget ur wech hepken hervez a welan (gwelet ivez: Wikipedia:Menegit ho taveoù), hag ouzhpenn-se, en ul levr kinniget gant an embanner evel un dastumad fent. Danvez ebet evit Wikipedia, neuze. Ur pennad a c’hellfe bezañ aozet er Wikeriadur avat. Huñvreüs (kaozeal) 21 Gen 2024 da 16:08 (UTC)[respont]

Ur pennad db un anv lec'h Efrog/Evrog. Marteze eo gwelloc'h lakaat ar pennad dindan an anv kembraek, pa ne blij ket an anv brezhonek er wikipedia brezhonek? ArzhPleuzal (kaozeal) 21 Gen 2024 da 17:37 (UTC)[respont]
Kement tra zo a-zivout ar gêr a York, etimologiezh an anv ha me oar, a c’hell bezañ lakaet er pennad York. Er pennad Evrog ne vez kaoz nemet eus ar ger-se, pezh a c’hellfe bezañ graet er Wikeriadur, ha n’eo ket er Wikipedia (s.o. n'eo ket Wikipedia ur geriadur. Ha daveennoù kalz solutoc’h e rankfer kaout eget ur meneg un ul levr. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 07:36 (UTC)[respont]
Digor eo ar wiki saoznek d'an anvioù-lec'h keltiek : https://en.wikipedia.org/wiki/Aber_and_Inver_(placename_elements)?fbclid=IwAR1-bVJwGKH71kDDy-A2aguwTJRHpMxtqJRD2wzouIvY6FL7fkD6ISfejMs... marteze e c'hallfe bezañ ken digor d'an anvioù brezhonek. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 09:38 (UTC)[respont]
Ar wirionez a oa gant an hini en deus lavaret Ouzh skouarn vouzar ne dalv ket ar boan klask kaozeal, sur a-walc’h. Gallout a rafen adlavarout evit ar c’hantvet gwech n’eus ket anv amañ eus bezañ keltiek pe get, met bezañ implijet stank (evel, lakaomp, aber pe inver), ha bezañ meneget e meur a vamenn a galite (evel, lakaomp, aber pe inver), met re sur on e vije didalvoud pa n’eus den ebet o selaou. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 11:10 (UTC)[respont]
Kaozeal n'eo ket plegañ d'an nerzh ha da arguzennoù unan galloudusoc'h, met dont a-benn da glevout ur savboent d'ober emglev, anez da se ne dalv ket ar boan kaozeal : an nerzh a zo trec'h, chomomp mut. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:02 (UTC)[respont]
N’on ket evit kas ma ali war-raok hep derc’hel kont eus hini ar re all.
Alioù all a vo kavet amañ
  • Evit Evrog, ne gredan ket e c'hellfe bezañ degemeret e brezhoneg. --Ch. Rogel 4 Ebr 2006 da 22:23 (UTC)
  • N'eo ket ar c'hoantoù nag an implij personel a gont. Peseurt stummoù a zo en implij e brezhoneg ? Pa selaouer abadennoù skinwel pe skingomz, pa lenner pennadoù er c'helaouennoù brezhonek, petra a gaver ? 1) New York ; 2) Orleañs Nevez. Daveennoù : pennadoù diwar-benn ar Stadoù Unanet gant F. Kervella (Al Liamm, Damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik), Paol ar Meur (Bremañ, Al Lanv, Pobl Vreizh), Yves Miossec (Brud Nevez), Youenn Gwernig... Daoust ha lenn a reer, e diavaez Wikipedia, traoù evel Nevez Orleañs, Nevez York pe Evrog Nevez ? --Llydawr 7 Ebr 2006 da 16:46 (UTC)
hag amañ
  • N'emaomp ket en ur geriadur, met en un holloueziadur. N'eus abeg ebet da gaout ur pennad "Evrog Nevez". Benoni (Kaozeadenn) 10 Gwe 2007 da 10:11 (UTC)
  • "New York" eo ar stumm nemetañ testeniet e brezhoneg (nemet ma teufe a-benn unan bennak da reiñ daveoùy kontrol resis evel-just) ha gant ar stumm "New York" e vez graet ivez gant TES (n'eo ket ul lezenn mont da heul skouer TES, evel-just, met ne welan ket perak ober e mod all war ar c'hraf resis-mañ). Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 10:39 (UTC)
  • A-du emaon gant Neal. Da'm soñj e ve a-walc'h lakaat un notenn er pennad New-York, evit menegiñ gerdarzh an anv ha skouer ar yezhoù all, dre ma ne vez ket implijet stank an anv brezhonek-se daoust dezhañ da vezañ kerkoulz hag un all. --Kadwalan 12 Gwe 2007 da 13:58 (UTC)
hag amañ
  • unan hag a gont eo ret ober gant "Evrog Nevez" evit ober anv eus New York […] --Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Gen 2014 da 23:35 (UTC)
C’hwec’h kenlabourer (hep kontañ ac’hanon) o deus embannet bezañ a-enep an implij eus ar ger-mañ, ha war-bouez ar vargodenn-mañ hag honnezh, n’am eus kavet implijer ebet a vije bet a-du (ne lavaran ket em bije lennet ar wiki a-bezh, laouen e vin o tegemer menegoù a-du ma vije anezho). Evel ma skriv ArzhPleuzal, hag a gendalc’h gant ar ger-mañ e-unan, E-touez Peder fennaenn ar wikipedia : Doujañs ha resped evit an implijerion·ezed all. Ul labour a-stroll eo ar wikipedia ha ret eo doujañ da savboentoù ar re all, ... . Re wir. Goulenn a ran outañ doujañ da savboent ar c’hwec’h implijer meneget a-us, neuze. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 23:04 (UTC)[respont]
Graet Adkaset am eus ar bajenn Evrog da York evit derc’hel an istorioù, kemmet am eus liammoù war he zu ha dilamet pe erlec’hiet an implijoù eus ar ger Evrog.
Abalamour d’an traoù meneget ganin a-us eo sklaer din eo bet divizet gant ar gumuniezh chom hep ober gant ar ger Evrog, un diviz a lakain da bleustriñ pa vo ezhomm. Huñvreüs (kaozeal) 27 Gen 2024 da 12:53 (UTC)[respont]
A-du on gant an adkas. Mat eo bremañ evel-se. A galon, VIGNERON (kaozeal) 31 Gen 2024 da 13:02 (UTC)[respont]

Ma vefe un dra bennak talvoudus e erbedfen lakaat anezhañ e Buhez ar Sent, met ne welan ket petra. Huñvreüs (kaozeal) 7 C'hwe 2024 da 19:24 (UTC)[respont]

Nann-holloueziadurel. Huñvreüs (kaozeal) 7 C'hwe 2024 da 19:24 (UTC)[respont]

Livour a seblant divrud. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2024 da 16:44 (UTC)[respont]

Taolenn a seblant divrud, ha n’eo ket embannet ar skeudenn hervez doareoù-implijout frank. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2024 da 16:44 (UTC)[respont]

Taolenn a seblant divrud, ha n’eo ket embannet ar skeudenn hervez doareoù-implijout frank. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2024 da 16:44 (UTC)[respont]

Goullo. Ur Rummad:Loreidi ar Priz Sac'harov zo. --Llydawr (kaozeal) 22 C'hwe 2024 da 17:36 (UTC)[respont]

Vi-koukoug. Ur Rummad:Douaroniezh Djibouti zo. --Llydawr (kaozeal) 3 Ebr 2024 da 17:40 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 7 Ebr 2024 da 12:41 (UTC)[respont]

Restroù hep orin nag aotre

[kemmañ ar vammenn]

Restr:KenyanVerandah.jpg ha Restr:TropicalVerandah.jpg. Diverket ganin er pennad Gwesterenn. • Ar choler (kaozeal) 14 Mae 2024 da 18:50 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 15 Mae 2024 da 16:10 (UTC)[respont]

Da ziverkañ mar-plij rak ur pennad "Stad" a zo dija Dishual (kaozeal) 18 Her 2023 da 19:18 (UTC)[respont]

Un tammig luziet eo an traoù evit ar pennad-mañ. Alioù all, mar plij ? Huñvreüs (kaozeal) 3 Du 2023 da 10:13 (UTC)[respont]
Gwelloc'h e kavan ober gant riez eget ober gant Stad a zo lies e sterioù er yezhoù latin. Gant riez e teu meizad ar souveraineté hag deveradurioù riek ha riegezh, riezel, riegezhel hag all. Ma vez sellet ouzh diorroadur ar skiantoù politikel e c'hellfe bezañ kalz kenderc'hus. Diwar ar wrizienn *reg e teu evel lat. regio, regere, rex. Tost eo da ri (henbr.) = roue. Ur riez a voe eus dugelezh Breizh er Grennamzer.
A-hent-all krouet e voe ar pennad riez ur bloaz a-raok ar pennad Stad. Marteze ganin, met n'on ket sur. Ch. Rogel (kaozeal) 22 Kzu 2023 da 21:57 (UTC)[respont]
Mat eo goulenn alioù an dud, pe e seblantje luziet pe ne vije ket. Riez n'implijan ket, neuze e tremenfen aes hep ar pennad-se, met mat e vije gouzout piv er wikipedia a ra gantañ. Lakaomp ar gelennerien istor. Ma vez kelennet "stad" en ur c'hlas divyezhek, ha ma n'haller ket kavout ar ger er wikipedia, eo aesoc'h tremen hep ar wikipedia brezhonek. Se eo ar pal? ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:25 (UTC)[respont]
Kenasant ebet evit diverkañ, serriñ a ran ar goulenn. Huñvreüs (kaozeal) 15 Mae 2024 da 16:10 (UTC)[respont]

Restr:Hallein-Mitte1.jpg

[kemmañ ar vammenn]

Restr:Hallein-Mitte1.jpg Orin ebet, aotre ebet ; diverket diouzh Hallein Ar choler (kaozeal) 15 Mae 2024 da 17:42 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2024 da 09:03 (UTC)[respont]

Restr:Chicobuarquedeolanda.jpg

[kemmañ ar vammenn]

Restr:Chicobuarquedeolanda.jpg Diorin ha diaotre ; lamet diouzh ar pennad Chico Buarque. Ar choler (kaozeal) 16 Mae 2024 da 15:03 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2024 da 09:03 (UTC)[respont]


Pajenn goap da ziverkañ. Dishual (kaozeal) 27 Mae 2024 da 07:37 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 27 Mae 2024 da 19:06 (UTC)[respont]

Da ziverkañ goude bezañ lakaet an danvez er pennad Saozneg SUA. Huñvreüs (kaozeal) 29 Mae 2024 da 12:19 (UTC)[respont]

Adkaset. Huñvreüs (kaozeal) 18 Mez 2024 da 16:01 (UTC)[respont]


Ur vaketenn eo, n’eo ket bet embannet. Gallout a ra an endalc’h bezañ treuzkaset da bennad Tri Bleiz Die. Huñvreüs (kaozeal) 1 C'hwe 2024 da 11:03 (UTC)[respont]

Graet Ar choler (kaozeal) 29 Mez 2024 da 19:57 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 30 Mez 2024 da 06:35 (UTC)[respont]

Pajenn a-zivout ur ger, danvez evit ar Wikeriadur. Huñvreüs (kaozeal) 25 Mez 2024 da 07:26 (UTC)[respont]

Graet Ar choler (kaozeal) 29 Mez 2024 da 20:03 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 30 Mez 2024 da 06:35 (UTC)[respont]

Pajenn a-zivout ur ger, danvez evit ar Wikeriadur. Ouzhpenn-se ne welan netra da zerc’hel e-barzh. Gallout a rafer sevel ur pennad a-zivout Troioù-kaer Bizibul, marteze. Huñvreüs (kaozeal) 25 Mez 2024 da 09:51 (UTC)[respont]

Graet Ar choler (kaozeal) 29 Mez 2024 da 20:06 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 30 Mez 2024 da 06:35 (UTC)[respont]

Anv direizh. Rummad goullo. --Llydawr (kaozeal) 29 Mez 2024 da 17:53 (UTC)[respont]

Graet Ar choler (kaozeal) 29 Mez 2024 da 20:08 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 30 Mez 2024 da 06:35 (UTC)[respont]

Strollad liseidi/studierien aet da get pell zo. Huñvreüs (kaozeal) 29 Mez 2024 da 19:12 (UTC)[respont]

N'eo ket dav lakaat ar pennad en tremened zoken ; da ziverkañ neuze. Trugarez deoc'h ! — Ar choler (kaozeal) 29 Mez 2024 da 19:46 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 30 Mez 2024 da 06:35 (UTC)[respont]

Ya, tud a ra fazioù e brezhoneg. Un nebeud skouerioù anezho n’eo ket a-walc’h din da ober ur pennad holloueziadurel. Huñvreüs (kaozeal) 2 Gou 2024 da 06:24 (UTC)[respont]

Patrom "delete" lakaet ganin. — Ar choler (kaozeal) 2 Gou 2024 da 08:25 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 4 Gou 2024 da 14:43 (UTC)[respont]

« E gwirionez, n'ouzer ket ha bez' ez eus bet eus ar yezh-se. ». Kregiñ a ra mat ar pennad-mañ… Da ziverkañ, d’am soñj, ma n’eus mammenn solut ebet. Huñvreüs (kaozeal) 2 Gou 2024 da 13:05 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 4 Gou 2024 da 14:43 (UTC)[respont]

Danvez evit ar Wikeriadur, marteze. Ne welan mann ebet er pennad-mañ evit Wikipedia. Huñvreüs (kaozeal) 2 Gou 2024 da 08:51 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 13 Eos 2024 da 09:56 (UTC)[respont]

Ur roll evel hemañ n’eo ket holloueziadurel (peseurt daveennoù a c’hallfed menegiñ?). Gallout a rafe an endalc’h bezañ treuzkaset d’ar Wikeriadur, ma kred unan bennak hen ober. Huñvreüs (kaozeal) 2 Gou 2024 da 13:57 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 13 Eos 2024 da 09:56 (UTC)[respont]


Da nebeutañ e tlefer adenvel ar pennad e Roll sonioù kan ha diskan, met hervez a welan, n’eus den ebet oc’h ober war-dro ur roll a c’hellfe bezañ hir-kenañ, hag a zo leun a liammoù ruz evit poent. Ur rummad a vefe a-walc’h evit derc’hel ar pennadoù a-zivout sonioù kan ha diskan. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eos 2024 da 11:03 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Rummad goullo ha fazi en anv. --Llydawr (kaozeal) 21 Gwe 2024 da 10:03 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Rummad goullo ha fazi en anv. Ur Rummad:Emgannoù gant Lu Impalaeriezh Japan zo. --Llydawr (kaozeal) 22 Gwe 2024 da 15:58 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Rummad goullo. --Llydawr (kaozeal) 22 Gwe 2024 da 16:06 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Rummad goullo. --Llydawr (kaozeal) 22 Gwe 2024 da 16:10 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Rummad goullo. --Llydawr (kaozeal) 22 Gwe 2024 da 16:12 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Rummad goullo. --Llydawr (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 19:23 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 23 Gwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Vi-koukoug. Un adkas zo war-zu an titl reizh, Nozvezh ar 4 a viz Eost 1789. --Llydawr (kaozeal) 2 Her 2024 da 08:01 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 6 Her 2024 da 07:55 (UTC)[respont]

Goullo. Ur Rummad:Medisined Alamagn zo. --Llydawr (kaozeal) 2 Her 2024 da 12:46 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 6 Her 2024 da 07:55 (UTC)[respont]

Goullo. --Llydawr (kaozeal) 21 Her 2024 da 08:24 (UTC)[respont]

Ya, erlerc'hiet gant ar pennad "L'Entraide française (1945)". Da nullañ. Tanjee (kaozeal) 21 Her 2024 da 10:45 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 22 Her 2024 da 15:20 (UTC)[respont]

Goullo. --Llydawr (kaozeal) 21 Her 2024 da 08:27 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 22 Her 2024 da 15:20 (UTC)[respont]

Goullo. --Llydawr (kaozeal) 21 Her 2024 da 08:28 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 22 Her 2024 da 15:20 (UTC)[respont]

Restr:Invgar Kamprad.jpg

[kemmañ ar vammenn]

Poltred diaotre ha divammenn (ouzhpenn da "Invgar" e-lec'h "Ingvar" en anv). Ur skeudenn eus Commons a lakain er pennad. 2A01:CB08:8760:C700:3039:2ECD:284C:EB45 13 Kzu 2024 da 16:12 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 14 Kzu 2024 da 09:23 (UTC)[respont]


Goulennoù distaolet

[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia:RA/Notenn:Goulennoù distaolet




Goulennoù war studi

[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia:RA/Notenn:Goulennoù war studi

Rummad:Arme

[kemmañ ar vammenn]

Goullo. Ur Rummad:Luioù zo.--Arko (kaozeal) 27 C'hwe 2020 da 20:59 (UTC)[respont]

Plas zo evit an daou : en:Category:Military ha en:Category:Armies. Ret e vo choaz anv avat, etre Rummad:Luioù ha Rummad:Armeoù. --Llydawr (kaozeal) 28 C'hwe 2020 da 07:45 (UTC)[respont]
Petra eo an diforc'h etre an daou rummad e saozneg ?--Arko (kaozeal) 7 Meu 2020 da 09:23 (UTC)[respont]
?--Arko (kaozeal) 29 Meu 2020 da 16:24 (UTC)[respont]
Sellit ouzh ar rummadoù saoznek evit kompren an diforc'h etrezo. --Llydawr (kaozeal) 30 Meu 2020 da 10:44 (UTC)[respont]
Studi--Gwendal (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 06:34 (UTC)[respont]
Ne seblant ket gwall splann an diferañs e saozneg din. Din-me e rankor choaz etre Arme ha Lu e brezhoneg dre m'eo heñvelster. Tuet e vijen da vont war-zu "Arme", met ne gavan ket unan kalz gwelloc'h eget egile. Petra a soñjit ? Lekemok (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 08:26 (UTC)[respont]

Ali on ivez da skrivañ armeoù--Kadwalan (kaozeal) 17 Mae 2022 da 22:42 (UTC)[respont]

Rummad:Mezegiezh ha Rummad:Medisinerezh

[kemmañ ar vammenn]

Ha neuze Rummad:Mezeien ha Rummad:Medisinered, hag all.--Arko (kaozeal) 29 Meu 2020 da 16:24 (UTC)[respont]

An daou a zo ? Dav 'vo choaz neuhe, ha sevel un adkas matrehe ? Lekemok (kaozeal) 29 Meu 2020 da 20:43 (UTC)[respont]
Ya, peseurt hini choaz d'az meno ?--Arko (kaozeal) 29 Meu 2020 da 20:58 (UTC)[respont]
Tued 'vezan da implijed "medisin" kentoc'h eged "mezeg" (ha neuze "medisinerezh"). An Ofis a laka an daou war-wel (Médecine - Termofis). Ar sañtimant 'm eus bed memestra e reer kentoc'h gant "mezegiezh" e metoù an emsav (met gant "medisin" ewid kaozeal diwar-benn an den :) ), an dra-he zo kaoz 'm boa rummataed ar pennadoù-nevez 'm boa graed dindan "mezegiezh". Lekemok (kaozeal) 30 Meu 2020 da 11:44 (UTC)[respont]
En degouezh-se e tiverker ar rummad diezhomm da gustum, goude bezañ cheñchet ar rummad er pennadoù. Votiñ a rafen evit mezeien ha mezegiezh. --Kadwalan (kaozeal) 30 Ebr 2022 da 16:03 (UTC)[respont]

Goulennoù d'ober war o zro

[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia:RA/Notenn:Goulennoù d'ober war o zro

Kendeuzet gant Denoniezh. 83.197.71.7 8 Kzu 2024 da 15:44 (UTC)[respont]

N’eo ket ken sklaer din. E Kaozeal:Denoniezh e lenner Ur pennad Antropologiezh zo ivez.. Alioù all ? Huñvreüs (kaozeal) 14 Kzu 2024 da 09:22 (UTC)[respont]

Meneget eo e pennad CBIL, trawalc’h e seblant din. Huñvreüs (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 10:30 (UTC)[respont]

Goullo eo ar pennad ouzhpenn da-se, da ziverkañ, lakaet em eus ar skeudenn e-barzh pennad ar CBIL evit mirout anezhi.
Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 13:02 (UTC)[respont]