Wikipedia:Pajennoù da ziziverkañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask



Goulenn ouzh ar verourien
Diverkañ raktal
Kemmoù war ur bajenn bet gwarezet
Kendeuziñ istor 2 bajenn
Gwareziñ ur bajenn
Adenvel pajennoù
Adsevel pajennoù bet diverket
Gwiriañ ul labour evit ur bot

Savet eo bet ar bajenn-mañ evit goulenn ma vo adsavet (diziverket) ur bajenn bet diverket. Evit goulenn un dra bennak all ouzh ar verourien, klikit amañ.


Implijout ar bajenn-mañ[kemmañ]

Gant ar verourien e vez diverket ar pajennoù.

Peurliesañ eo reizh an divizoù, diouzh politikerezh an diverkañ pajennoù ha ne vez ket tabutet diwarno. Koulskoude e c'hall c'hoarvezout e vefe peadra da dabutal. Moarvat e c'hallo m:deletion management redesign diskoulmañ kudennoù a denn d'an diverkañ pajenoù a-wechoù.

Savet eo bet ar bajenn-mañ evit ma c'hallfe an implijerien n'int ket merourien tabutal war pajennoù bet diverket peogwir e soñjer eo bet direizh o diverkañ pe peogwir n'eo ket bet kelaouet ar saver anezho e oant e riskl da vezañ diverket pe c'hoazh peogwir n'int ket bet diverket evel m'eo dleet en ur heuliañ an hent bet diazezet evit se (gwelet Wikipedia:Pajennoù da nullañ).
Emichañs e chomo goullo ar bajenn-mañ ha ne vo ket implijet nemeur, pa ne vo ket kavet abeg er pajennoù bet diverket.

Gras d'ar bajenn-mañ e c'hall ar verourien bezañ un tamm kadarnoc'h en o folitikerezh diverkañ ivez ; daoust da se e vo degaset da soñj eo skoemp a-walc'h mont da adsevel pennadoù bet diverket. Setu e chom kizidik a-walc'h an afer.

Setu an doare : mar fell deoc'h e vefe diziverket ur pennad bennak, lakait e anv war ar bajenn-mañ. Adsavet e vo gant ur merour hag enskrivet e vo gantañ adarre war Wikipedia:Pajennoù da nullañ. D'ar mare-se e vo lec'h da eskemm frankoc'h. Goude an eskemm e vo divizet ha miret pe diverket en-dro e vo ar pennad.





Goulennoù bet respontet dezho[kemmañ]

Goulennoù distaolet[kemmañ]

  • Distaolet eo bet ar goulennoù renket amañ a-is.
  • Diellaouet e vez ar goulennoù bet respontet dezho abaoe ouzhpenn miz.

Goulennoù war studi[kemmañ]

  • E karg eo bet kemeret ar goulennoù amañ dindan gant ur merour a c'hortoz peuliesañ ur respont pe ur resisadenn.
  • Trugarez da ouzhpennañ ho koulennoù nevez er rann « goulennoù d'ober war o zro » !
  • Graet e vo war-dro pe distaolet e vo en un taol ar goulennoù war studi chomet hep respont abaoe miz.

Goulennoù d'ober war o zro[kemmañ]

  • Evit sevel ur goulenn nevez, ouzhpennit ur rann nevez a-is. Respontet e vo deoc'h gant ur merour.
  • Dleout a ra ar goulennoù bet respontet dezho pe bet distaolet gant ur merour bezañ adklenket er rannoù a zegouezh.