Walter Gropius

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Walter Gropius (Berlin, 18 a viz Mae 1883 - Boston, 5 a viz Gouere 1969) a zo ur savour, designer ha kêraozaour alaman, broadet amerikan diwezhatoc’h. Krouer ar Bauhaus eo, unan eus luskadoù arzoù pouezusañ Europa etre an daou vrezel bed, hag unan eus diazezoù ar stil etrebroadel.

Walter Gropius e 1920

E vuhez[kemmañ]

O tont eus ur familh savourien alaman (tad ha goureontr) emañ Gropius. Ar savouriezh a studias e München (19031904), hag e Berlin (1905 - 1907). Goude-se e labouras en ajañs Peter Behrens betek 1910. D’ar mare-se e krogas da labourat e-unan. E sevenidigezhioù kentañ a voe liammet ouzh bed an industriezh : da skouer labouradeg Fagus e Alfeld-an-der-Leine e 1911. Toennoù plaen, frammoù metal, talbennoù gwer penn-da-benn ha linennoù a-darzh, sed aze merk Gropius.

Chom a reas a-sav gant e vicher e-pad ar Brezel-bed kentañ. Galvet e voe evit mont d’ar brezel (adsoudard), major e voe war dalbenn ar c’hornôg a-hed ar brezel, ha gloazet e voe.

E 1915 e timezas gant Alma Mahler, intañvez Gustav Mahler. Dispartiañ a rejont e 1920. E 1919 e tresas e vonumant da dud varv miz Meurzh, savet e voe e 1920. E 1919 e voe ivez ezel ur strollad eztaoladurien anvet Maß. Er memes bloavezh e kemeras lec’h Henry van de Velde (skarzhet e 1915 dre ma oa beljiat) e penn skol arzoù pleustrek Weimar. Ar skola-se agemmas, hag e teuas da vezañ ar Bauhaus. Er Bauhaus e oa ur skol-savouriezh, ur skol-arzoù, ur skol-design, ur skol-artizanelezh, ur skol-c’hoariva hag all. E-touez ar gelennerien e oa Paul Klee, Johannes Itten, Josef Albers, Herbet Bayer, László Moholy-Nagy ha Wassily Kandinsky. Er Bauhaus e teske ar studierien labourat gant danvezioù nevez, hag ivez prederiañ war ar produiñ hag an design da vare an greanteladur. Bras e voe levezon ar Bauhaus war gened an luskad modern ha goude-se war ar stil etrebroadel.

Kemer a reas perzh er genstrivadeg evit sevel savadur ar gelaouenn amerikan Chicago Tribune e 1922.

E 1937 e tivizas divroañ d’ar Stadoù-Unanet, eno e renas Graduate School of Design Harvard. Kenlabourat a reas gant Marcel Breuer betek 1941. Meur a daol-arnod a reas e-keñver annez standart, en ur glask chom hep sevel savadurioù unton. E 1946 e savs an ajañs The Architects Collaborative (TAC). Philip Johnson, Paul Rudolf, John Johansen hag Edward Barnes a voe e studierien e Harvard.

Sevenidigezhioù[kemmañ]

  • 1925: Bauhaus Dessau. Er savadur e kaver ur skol-savouriezh, ur skol-arzoù, un dachenn frank, ur greizenn savet diwar c’houlenn ar stad ha kambreier studierien. Pelloc’h emañ tiez prevez ar gelennerien. E-pad ar brezel e voe aloubet ar savadur gant an nazied, met ne voe ket distrujet.
  • 1938 : sevel a reas e di e Lincoln (Massachusetts).
  • 1949-1950 : Graduate Center Harvard : seizh annez evit studierien, liammet kenetrezo gant tremenoù.
  • 1963 : savadur PanAm e New York gant Pietro Belluschi. Tabut a sav war e raktres (steuñv a-darzh gant 59 estaj).

Gwelout ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.