Voteg
| Voteg (Vod) |
|
|---|---|
| Hogozik marv | |
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Rusia |
| Rannved : | Norzh Europa |
| Komzet gant : | 20 pe nebeutoc'h |
| Familh-yezh : | Yezhoù ouralek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | |
| Akademiezh : | |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | fi |
| ISO 639-2 | fin |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | VOT |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh finnek-ougrek eo ar voteg komzet gant nebeutoc'h eget 20 den kozh (2005) e div gêriadenn vihan eus Ingria (Krakolye ha Luzhitsy) e bann Kingisepp e Rusia. Tost tre eo ouzh estoneg.
War zigresk e oa ar yezh er XIXvet kantved dija dindan wask ar rusianeg - na oa nemet 1000 komzer goude ar Brezel Bed Kentañ - met da vuanoc'h ez eas e ziskar dindan ren an Unvaniezh Soviedel pa zigreskas poblañs ar voted a 90% etre 1926 ha 1959. Meur a rannyezh en-doa voteg :
- Kornog
- Reter
- Kukkusi
- Kreevin (e Latvia
Aet da get eo rannyezh Kreevin en XIXvet kantved hag hini ar reter er bloavezhioù 1960
Doare skrivañ [kemmañ]
Doare skrivañ ofisiel ebet en-deus voteg met bez' ez eus meur a zoare-skrivañ nann-ofisiel. Reoù'zo a implij al lizherenneg kirilek, tra ma ra reoù arall gant ul lizherenneg latin heñvel a-walc'h ouzh re ar yezhoù baltek-finnek arall.