Votadeg unanv gant div dro

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
TRS ballot papers.jpg

Ar votadeg unanvek gant div dro a zo un doare votiñ implijet da zilenn ur gounezer hepken. E-barzh ur votadeg unanvek gant div dro e voter ur wech evit an danvez-kannad a gaver ar gwellañ. Ma ne zegemer ket un danvez-kannad an darn vrasañ eus ar mouezhioù e vez dilamet an holl zanvez-kannidi estreget ar re gant ar muiañ a vouezhioù. Un dro arall a vez aozet neuze.

Implijet e vez ar votadeg unanv gant div dro e broioù niverus da zilenn kannidi pe prezidanted. Da skouer e reer gantañ da zilenn Kambr ar Gannaded e Frañs, prezidanted Aostria, Brazil, Finland, Ghana, Portugal ha Roumania.

Anv[kemmañ]

Anvet eo ar votadeg unanv gant div dro runoff voting er Stadoù-Unanet Amerika ma galver an eil tro ur runoff. An anv-mañ a roer ivez d'an holl zoareoù votiñ gant muioc'h eget un dro ha ma tilamer danvez-kannidi e pep tro.

Argerzhadur[kemmañ]

E pep tro e choaz ar voter an danvez-kannad a blij gwelloc'h dezhañ. Ma ne dap hini ebet anezho muioc'h eget 50% eus ar mouezhioù ec'h aozer un eil tro ma c'hell keveziñ hepken an daou tapet ganto ar muian a vouezhioù. Evel ma n'eus nemet daou zanvez-kannad en eil tro e c'hounezo unan anezho muioc'h eget 50% eus ar mouezhioù. Hemañ a vo dilennet. En eil tro n'eo rediet ar voterien da choaz an hevelep danvez-kannad hag en dro gentañ, ma ne oa ket bet dilamet.

En eilstummoù zo e c'hell muioc'h eget daou danvez-kannad kenstrivañ en eil tro. Trawalc'h eo evito da c'hounit muioc'h a vouezhioù eget o eneberien. En dilennadegoù evit Kambr ar Gannaded e c'hell chom en eil tro an holl zanvez-kannidi o deus gounezet muioc'h eget 12.5% eus ar mouezhioù. En eilstummoù arall n'eus reol ebet da choaz an danvez-kannidi a vo aotret da chom en eil tro.

Doareoù votiñ damheñvel[kemmañ]

Votadeg unanv gant meur a dro[kemmañ]

Ar votadeg unanv gant meur a dro a zo heñvel ouzh ar votadeg unanv gant div dro met muioc'h eget div dro a vez aozet. Ma ne c'hounez ket un danvez-kannad bennak muioc'h eget an hanter eus ar mouezhioù e rasker an danvez-kannad gant an nebeutañ a vouezhioù. Votiñ adarre a reer betek ma c'hounezo un danvez-kannad muioc'h eget an hanter eus ar mouezhioù. Peogwir eo c'hall bezañ kalz troioù ne vez ket implijet an doare-votiñ-mañ en dilennadegoù politikel. Ganti e reer, avat, en dilennadegoù bihanoc'h, da choaz prezidant ur parlamant, da skouer. Disoc'hoù ur votadeg unanv gant meur a dro a vez disheñvel alies eus ar pezh a vefent bet ma ne vefe bet nemet un dro, rak posupl eo e c'hounezfe ur danvez-kannad a vefe bet rasket en dro gentañ eus ur votadeg unanv gant div dro.

Votadeg kas-degas[kemmañ]

Er votadeg kas-degas ivez ec'h aozer meur a dro ma vez rasket an danvez-kannad gant an nebeutañ a vouezhioù. Ur wech hepken e vot an dud, avat. Ne choazont ket nemet un anv met renkañ a reont ar danvez-kannidi en urzh a blij dezho gwelloc'h. Ar renk-se a implijer da "dreuzkas" mouezhioù an danvez-kannidi rasket. Implijet eo an doare-votiñ-mañ en Aostralia da zilenn ar gambr izel hag en Iwerzhon da zibad ar prezidant.

Votadeg diredi[kemmañ]

Ar votadeg diredi a zo un doare votiñ heñvel a walc'h ouzh ar votadeg kas-degas a veze implijet gwechall e Queensland. Renkañ a reont ar voterien an danvez-kannidi en urzh ar blij dezho gwelloc'h ha ne votont nemet ur wech. Implijout a reer an hevelep reolenn da choaz ar gounezer hag er votadeg unanv gant div dro, avat hag an hevelep disoc'h a ro.

Liammoù diavaez[kemmañ]