Verb dic'hour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb dic'hour(Y.B.B.) pe verb ambersonel (saoz. impersonal verb) evit komz eus ur verb hep rener/graer gwirion ebet rak ne denn ket d'un ober, d'un darvoud pe d'ur stad kaset da-benn gant un den pe gant un dra resis, da skouer:

  • "Glav a ra"
  • "Noziñ a ra"


Renerezh yezhadurel[kemmañ]

Implij brizhrenadennoù[kemmañ]

E yezhoù 'zo, en o zouez ar yezh c'hermanek (d.s. ar saozneg, an alamaneg...), yezhoù romanek evel ar galleg hag ivez yezhoù keltiek 'zo, d.s. ar c'hembraeg, e ranker implijout ur brizhraganv gant verboù dic'hour, da skouer:

Kembraeg: Oedd hi'n bwrw erc'h ddoe (raganv "hi": benel)
Saozneg: It snowed yesterday. (raganv "it": nepreizh)
Alamaneg: Es schneite gestern. (raganv "es": nepreizh)
Galleg: Il a neigé hier. (raganv "il": gourel))
brezhoneg: Noz eo anezhi.

Amrenererezh[kemmañ]

E yezhoù all avat, yezhoù amraganvel anezhe dre ret, en o zouez meur a yezh romanek (d.s. ar portugaleg, ar spagnoleg, an okitanek, an italianeg...) hag an holl yezhoù slavek hag ivez e brezhoneg, ne vez implijet raganv rener ebet ha displeget e evz ar verb en trede gour unander, da skouer:

Brezhoneg: Erc'h a reas dec'h
Spagnoleg: Nevó ayer
Portugaleg: Nevou ontem
Kroateg Sniježilo je jučer

Doareoù verboù dic'hour[kemmañ]

Alies e tenn ar verboù dic'hour d'an amzer a ra pe d'an amzer a red, da skouer:

  • "Erc'h a ra"
  • "Skorniñ a ra"
  • "Abardaeziñ a ra"

Tennañ a c'hell ivez ar verboù dic'hoù d'ar bezañs, da skouer:

Brezhoneg: "Levrioù ez eus"/"Kalz a dud a oa eno"
Saozneg: "There are (some) books." / "There were lots of people there"
Portugaleg: Há livros. / "Havia lá muita gente"

Verboù dic'hour kv. verboù diglok[kemmañ]

Disheñvel eo ar verboù dic'hour diouzh ar verboù diglok rak tennañ a ra ar verboù dic'hour da implij ar gour yezhadurel nemetken keit ha ma tenn ar verboù diglok d'an displegadur dre vras, da lâret eo d'an amzerioù, d'an arvezioù ha/pe d'ar gourioù.

Gwelit ivez:[kemmañ]