Amraganvelezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amraganvelezh (saoz.: pro-drop, diwar pronoun-dropping, "argas raganv") evit komz eus ar fed ma c'heller sevel frazennoù reizh e yezhoù zo hep implijout raganvioù e degouezhioù resis zo, peurliesañ pa c'heller kompren da beseurt anv e ra dave ar frazenn dre dielfennañ ar c'henarroud pe dre merkoù yezhadurel all , da skouer displegadur ar verb.

Implijet e oa bet an nevezc'her-mañ evit ar wezh kentañ e saozneg gant Chomsky e 1981.

Ober a reer ivez alies a-walc'h gant an termen "anaforiezh mann" (saoz. zero pe null anaphora) pa gomzer eus an amraganvelezh.

A-bouez-kenañ e oa bet dielfennañ mont-en-dro ar perzhioù yezhadur liammet ouzh an amraganvelezh evit gallout kompren ha termeniñ ar c'heal ma reer "arventenn" (saoz. parameter) outañ e yezhoniezh.

E-touez yezhoù brudetañ ar bed emañ ar japaneg e-touez ar re ma c'heller ober amraganvelek-kenañ oute, ma c'hell bezañ argaset er yezh-mañ koulz ar rener ha kazi n'eus forzh peseurt elfenn all eus ar frazenn. Perzhioù amraganvelezh a gaver stank pe stankoc'h ivez e sinaeg hag er yezhoù slavek.

Un nebeud yezhoù a zo damamraganvelek nemetken, da lâret eo n'heller argas nemet ar raganv pa ra dave da rener ar frazenn. Yezhoù amrenerel (saoz. null subject languages) a vez graet eus ar re-mañ, en o zouez meur a yezh romanek evel ar spagnoleg, an italianeg, an okitaneg, ar c'hatalaneg, ar portugaleg, hag ar roumaneg met n'eo ket ar galleg.


Skouerioù[kemmañ]

Japaneg[kemmañ]

Setu ur skouer e japaneg:

このケーキはおいしい。誰が焼いたの?
Kono kēki wa oishii. Dare ga yaita no?
-mañ.gwastell MERK TEMA mat. Piv MERK RENER graet?
"Mat eo ar wastell-mañ. Piv en deus he graet?/graet anezhi?"
知らない。気に入った?
Shiranai. Ki ni itta?
goût-STUMM NAC'H. plijet?
"N'ouzon ket. Hag he c'havout mat a rez?"

N'eus bet implijet raganv ebet er frazennoù japaneg-se ha ret eo o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud ha pounner-tre e vefe ar frazennoù ma vijent bet savet oc'h implijout raganvioù evel ma ra Europiz pa vezont o teskiñ japaneg.

Turkeg[kemmañ]

Yezhoù amraganvelek eo ar yezhoù altaek ivez. Da skouer, e turkeg:

Geldiğini gördüm.
Dont-PERC'HENNAÑ gwelis.
"E welet/He gwelet a ris o tont"

Aes eo goût eo "me" rener ar frazenn-mañ dre m'eo displeget ar verb gör-mek ("gwelet") er c'hentañ gour unander eus an amzer-dremenet strizh ("gwelis"). Rankout a reer kompren piv pe petra eo ar raganv oc'h ober dave d'ar renadenn eeun dre dielfennañ ar c'henarroud, ha pa vez re amsklaer ar c'henarroud e ranker implijout ur raganv evit e resisaat, da skouer, evit resisaat e oa an hini ma oa bet komzet outañ/i an hini a oa bet gwelet e vefe ret lâret kentoc'h:

Senin geldiğini gördüm.

Yezhoù amrenerel[kemmañ]

Yezhoù romanek[kemmañ]

Alies e vez renket an darn vrasañ eus ar yezhoù romanek (estreget ar galleg dreist-holl) evel yezhoù amraganvelek, met e gwirionez n'int nemet damamraganvelek rak n'hall bezañ argaset gant ar yezhoù-mañ nemet ur raganv pa ra dave da rener ar frazenn. Yezhoù amrenerel a vez graet oute neuze.

Disheñvel eo mont-en-dro ar yezhoù-mañ avat diouzh hini ar japaneg deskrivet a-us rak keit ha ma ranker kompren ar raganvioù a vank e japaneg dre dielfennañ ar c'henarroud, er yezhoù romanek e vez diskwelet tamm-pe-damm dre ar vorfologiezh a-drugarez da displegadur ar verboù. Da skouer:

¿Ves este tronco? Sería bueno para la fogata. Se secó completamente. (spagnoleg)
Vês este tronco? Seria bom para a fogueira. Secou completamente. (portugaleg)
Gwelez.-mañ.kelf? Vefe.mat.evit.an.tantad. Sec'has.penn-da-benn (literal, direct translation)
"Ha gwelet a rez ar c'helf-mañ? Mat e vefe evit an tantad. Sec'h da vat emañ"

Disheñvel eo ar spagnoleg hag ar portugaleg diouzh an darn vrasañ eus ar yezhoù romanek dre ma vank dezhe raganvioù arbennik evit renadennoù diwar darvoud (saoz. circumstantial complements) na $partitives. Keñveriit, da skouer:

  • "Mont a ran [di]!"
    • spagnoleg: ¡Voy!
    • portugaleg: Vou!
    • katalaneg: Hi vaig!
    • galleg: J'y vais!
    • okitaneg: Y vau!
    • italianeg: Ci vado
    • roumaneg: duc
  • "Bez' am eus pevar anezhe"
    • spagnoleg: Tengo cuatro
    • portugaleg: Tenho quatro
    • katalaneg: En tinc quatre
    • galleg: J'en ai quatre
    • okitaneg: N'ai quatre
    • italianeg: Ne ho quattro
    • roumaneg: Am patru (de unu)

Evezhiadennoù hollek[kemmañ]

Merzet eo bet emañ liammet an amraganvelezh ouzh ar yezhoù gante ur sistem morfologel pa vez merket sklaer da be c'hour e reer dave (d.s. perseg, portugaleg...) diouzh un tu pe c'hoazh ouzh al liammet gante nebeud-tre a displegadur (d.s. japaneg, sinaeg...). Implijet e vez raganvioù dre ret avat gant ar yezhoù etre an daou benn-se (d.s. saozneg, galleg...).

Gwelit ivez[kemmañ]