Verb diglok

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb diglok (saoz. defective verb) evit komz eus ur verb diglok e displegadur, da lâret eo n'hall ket bezañ displeget en holl doareoù, amzerioù, gourioù ha/pe arvezioù evel ar verboù ordinal en hevelep yezh.

Yezhoù skouer[kemmañ]

Iwerzhoneg[kemmañ]

En iwerzhoneg n'haller displegañ ar verb arsa ("lâret") nemet en amzer-vremañ hag en amzer-dremenet. Ar verb-stagañ is ("bezañ") a vank dezhañ an amzer-dazont, an doare-gourc'hemenn hag an doare-divizout.

Latin[kemmañ]

El latin ez eus ur rummad verboù diglok a c'hell bezañ displeget en amzer-dremenet nemetken, hep amzer-vremañ. Koulskoude, daosut ha ma vezont displeget en amzer-dremenet eo en amzer-vremañ ma rank bezañ komprenet o ster, da skouer:

  • "odisse" ("bezañ kas ouzh")
* "odo/odio" ("kas on ouzh")
→ "odi" ("kas e oan ouzh" = "kas on ouzh")

Portugaleg[kemmañ]

Meur a verb diglok ez eus e portugaleg, da skouer n'haller ket displegañ ar verb "colorir" ("livañ") er c'hentañ gour unander en amzer-vremañ (*"coloro") na rankout a reer implijout verboù all be troiennoù all en e blas, da skouer "pinto" (diwar ar verb "pintar") pe "estou a colorir"/"estou colorindo" ("o livañ emaon").

Saozneg[kemmañ]

Verboù diglok eo ar verboù-doareañ e saozneg (hag er yezhoù germanek all), rak ne dalvezont hiziv nemet da verboù-damskoazellañ ha n'hallont ket bezañ displeget en holl amzerioù ha n'heller ket sevel gerioù-etre diwarne, n'o deus ouzhpenn stumm reizh ebet evit an anv-verb:

  • Verb boas klok:
"to go" (anv-verb: "mont")
"he will go" (amzer dazont: "mont raio")
"going" (stumm-ober/stumm-ambroug: "o vont")
  • Verb-doareañ diglok:
"can" ("gallout")
  • *"to can" ( → "he is able to": "gouest eo da")
*"he will can" ( → "he will be able to": "gouest e vo da")
*"canning"

Gwelit ivez:[kemmañ]