Verb-skoazellañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-skoazellañ pe skorverb evit komz eus ur rummad verboù resis, aet da get o pouez semantikel, a dalvez da reiñ titour kevreadurezhel ha/pe semantikel d'ar verb pennañ.
Kemmañ a ra implij ar verboù-skoazellañ a yezh da yezh, da skouer e c'hell talvezout ar verb "ober" da verb-skoazellañ e brezhoneg met n'hell ket talvezout ar verb "fazer", kevatal e ster, da verb-skoazellañ e portugaleg.
Implijoù [kemmañ]
Talvezout a ra ar verboù-skoazellañ evit sevel amzerioù kevrennek ar verboù hag er yezhoù indezeuropek ha meur a yezh all e talvezont peurliesañ evit merkañ an arvez hag an doare hag evit sevel an tu-gouzañv.
E meur a yezh romanek (d.s. galleg hag italianeg) hag ivez e yezhoù germanek 'zo (d.s. alamaneg hag izelvroeg) e c'hell dibab an eil verb-skoazellañ pe egile talvezout da lakaat an diforc'h etre verboù tranzitivel amakuzativel diouzh un tu hag amergativel diouzh an tu all hervez ar verboù-skoazellañ implijet gante o-daou, da skouer:
- e galleg:
- amakuzativel: Je suis tombé ("Kouezhet on/am eus graet/a ris")
- amergativel: J'ai travaillé ("Labouret am eus/Labourat am eus graet/a ris")
E brezhoneg [kemmañ]
Tri verb-skoazellañ zo e brezhoneg:
- "bezañ", d.s.:
- "Aetverb pennañ onbezañ da Lannuon"
- "Betverb pennañ on (bet)bezañ e Lannuon"
- "Bez'bezañ e kouezhverb pennañ an avaloù"
- "'Emañbezañ o vontverb pennañ da Lannuon"
- "ober", d.s.:
- ""Komzverb pennañ a ranober"
- "kaout"/"endevout", d.s.:
- "Debretverb pennañ am euskaout an aval"
Gallout a ra talvezout ar verb skoazell "kaout" evit displegañ ivez ar verb "ober" d'e dro:
- "Debriñ an aval am eus graet"
- [Debriñverb pennañ {(kaout)verb skoazell "ober" (ober)verb skoazell "debriñ"}]