Veleda
Veleda, skrivet ivez Velleda, a oa belegez ha diouganerez ar bobl c'herman Bructeri, brudet e 69–70 da goulz emsavadeg penn ar Vataved, Gaius Julius Civilis, pa ziouganas reizh berzh amzerioù kentañ an emsavadeg a-enep al lejionoù roman.
Hec'h anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lod a wel un anv keltiek, marteze titl un diouganerez, diwar *welet- "gwelout"[1],[2]. Ar C'hermaned kozh a wele an diouganerezed evel doueezed. Ar Veleda-mañ, en eil hanterenn ar Iañ kantved, a oa hogozik doueez ha levezon bras he doa[3]. O chom e oa en un tour war lez ar stêr Lippe, adstêr d'ar Roen[4].
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Segenax, eus pobl ar Bructeri, hag o chom en un tour war lez ar stêr Lippe. Levezon bras he doa war ar pobloù german amezek.
Annezidi kêr roman Colonia Claudia Ara Agrippinensium (Köln hiriv) o doa he c'hemeret da dredeogez en un tabut gant an Tencteri, ur bobl c'herman hag a oa e-maez limes an Impalaeriezh roman. Evel tredeogez ne oa ket aotreet ar gannaded d'he gwelout, hag un hanterour a gase o c'himiniadez dezhi hag a zisklêrie hec'h embannoù dezho goude. Koulz hag un doueez e oa, e darempred gant an doueed Sucellus ha Nantosuelte.
E 69, Bloavezh ar Pevar Impalaer, e c'hoarvezas emsavadeg ar Vataved, a oa bet diouganet gant Veleda.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1795, er romant alamanek Velleda, ein Zauberroman (Velleda, ur romant hud)[5], e kont Christiane Benedikte Naubert buhezioù Boudica ha Veleda, anvet ganti Boadicea ha Velleda.
- Gant Veleda eo bet awenet François-René de Chateaubriand pa skrivas Les Martyrs. Hec'h anv zo bet roet d'an tour e ti Chateaubriand e Vallée-aux-Loups.
Steredoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An asteroidenn 126 Velleda.
Veleda en arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Delamarre, Xavier, Dictionnaire de la langue gauloise, Errance, 2018
- ↑ (en) Koch, John (ed.), Celtic Culture - A Historical Encyclopedia, ABC-CLIO, 2005
- ↑ (en) Harry Thurston Peck (1897), Harper's Dictionary of Classical Literature and Antiquities, Nabu Press, 2014
- ↑ (en) Sir James George Frazer (1922), The Golden Bough. A Study in Magic and Religion, CSIPP, 2014
- ↑ (de) Christiane Benedikte Naubert, Velleda, ein Zauberroman, E-Artnow, 2018