Boudika
Eus Wikipedia
Boudika o prezeg dirak ar Vrezhoned, gant John Opie
Boudika (Buddug e kembraeg) a oa gwreg d'ar roue brezhon Prasutagus, a rene war an Ikened er Iañ kantved, ur bobl vrezhon er vro a zo bremañ Norfolk.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
He gwaz en devoa legadet e rouantelezh d'o merc'hed ha d'an impalaer roman, hanter ouzh an hanter, met pa varvas e voe kemeret gant ar Romaned, ken plaen ha tra. Klemm a reas Boudika, ha neuze e voe gwallgaset, skourjezet, gwallet zoken, hag he div verc'h ganti.
Emsavadeg a voe neuze.
Trec'het e voe Boudika e 61. En em lazhañ a reas gant kontamm.
Hec'h anv [kemmañ]
Boudika (skrivet ivez Boudicca, hag ivez Boadicea).
Lennegezh [kemmañ]
- Bonduca, trajedienn saoznek gant John Fletcher ha Francis Beaumont e 1610.
- Boadicea, an ode, barzhoneg gant William Cowper en 1782.
- Boadicea, barzhoneg gant Alfred Tennyson
Lennadurezh [kemmañ]
- Ian Andrews, Boudicca's Revolt, Londrez, 1972
- Graham Webster, Boudicca: The British Revolt Against Rome Londrez, 1978
Filmoù [kemmañ]
Daou film zo anavezet diwar he fenn :