Legio IX Hispania
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Al Legio IX Hispania zo ul lejion roman krouet er c'hentañ kantved goude J.-K. E 43, e savas an impalaer Glaoda un arme evit mont da stourm a-enep priñsed ar Gatuvellauni hag an Drinobantes e Preden, enni al Legio II Augusta, al Legio IX Hispania, al Legio XIV Gemina, hag al Legio XX Valeria. Ar penn-jeneral a oa Aulus Plautius. Jeneral al lejion e oa Hosidius Geta.
E 48-49 e oa staget al lejion da Lindum (Lincoln hiziv), e bro ar Goritani.
Er bloaz 71 e oa kaset al lejion da Eburacum (York hiziv), e bro ar Vrigantes, war urzh Quintus Petilius Cerialis, ar jeneral-gouarnour roman evit Britannia romania.