Ikened

Eus Wikipedia
Pobloù keltiek kreisteiz Enez Vreizh

An Ikened[1] pe Iceni (hervez al latin), a oa unan eus ar pobloù brezhon a oa er vro a zo Norfolk bremañ, e Bro-Saoz, e biz Enez Vreizh etre ar I kantved kt JK hag ar I kantved goude JK.

Aloubadeg ar Romaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da goulz an aloubadeg roman edo o c'hêr vras, pe o c'heoded, e Venta Icenorum (Caistor St Edmund e-kichen Norwich en deiz a hiriv).

Ar penn Prasutagus a eas a-du gant ar Romaned, ha neuze e voe lezet da roue gant an impalaer roman Claudius. D'ar Romaned ne dlee an dra-se padout nemet betek marv ar roue brezhon. Goude e vije roet d'an impalaer, hêr madoù ar roue.

Pa deuas an ofiserien roman e rejont gaou ha gwall d'e wreg Boudika ha d'e verc'hed, hag ar bobl en em savas enep dezho. Er bloavezh 61, mouget an emsavadeg renet gant Boudika, rouanez an Ikened, e voe distrujet Londrez.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982., p. 373-74-75

  • pezhioù moneiz kent ar Romaned : ECEN, ECENI, EC, ECN, ECE
  • enskrivadur war ur walenn : CEN (bet kavet er stêr Tas, e-kichen Caistor St Edmunds / Venta Icenorum)
  • Caesar, BG, V, 21, 1 : CENIMAGNI
  • Tacitus, Annals, XII, 31 & 32 : ICENI; XIV, 31 : ICENI
  • Ptol. II, 3, ii : SIMENI / IMENI / SMENI
  • I.A. 4746 (Iter V) : ICONOS
  • I.A. 47910 (Iter IX) : a VENTA ICINORUM Londinio
  • Ravenna 10654 : VENTA CENOMUM
  • T.P. : AD TAUM

---------------------

Talvoudegezh : nemet damkaniezhoù evit ar poent. Respont sur ebet.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]