V (disheñvelout)
Eus Wikipedia
An trede lizherenn warn-ugent eus al lizherenneg latin, an hini a implijer e brezhoneg, eo al lizherenn V.
Taolenn |
A bep seurt [kemmañ]
- An arouez V graet gant daou viz kentañ an dorn zo arouez an trec'h pe ar frankiz (Vrijheid e flamankeg) abaoe Koulzad ar Voù a oa bet kaset en-dro gant ar ministr belgat Victor de Laveleye e 1941.
- V eo arouez ur strollad politikel Svedat (Vänsterpartiet).
- Al lizherenn V eo arouez ar c'harbedoù a zeu eus ar Vatican.
- Ar V a dalvez evit un doare ma c'haller staliañ ar bailhoù en ur c'heflusker dre darzh.
Arzoù ha sevenadur [kemmañ]
V an trec'h zo skeudennet war al liketenn treset gant Philippe Jullian evit ar boutailhadoù Château Mouton Rothschild produet er bloaziad 1945.
Lennegezh [kemmañ]
- 'V' eo titl ur romant skrivet gant Thomas Pynchon.
- 'V' eo anv haroz ar bannoù-treset V for Vendetta savet gant Alan Moore ha David Lloyd.
Filmoù [kemmañ]
- V eo anv ur heuliad filmoù skinwel amerikan.
- Savet ez eus bet ur film anvet (V for Vendetta) e 2006.
Skiantoù [kemmañ]
Steredoniezh [kemmañ]
- En anvadur an asteroidennoù, ar V a dalvez da envel ur c'horf-oabl zo bet dizoloet etre ar 1añ hag ar 15 a viz Du eus ur bloavezh.
- An asteroidennoù a seurt V zo asteroidennoù stummet diwar tammoù eus 4 Vesta.
Bevoniezh [kemmañ]
- Pa dreuzskriver ur chadenn liespeptidek, al lizherenn V a dalvez ar valine.
Matematikoù [kemmañ]
- Er sifroù roman, V a dalvez 5.
- Ar c'hebr gant e veg troet etrezek an traoñ (∨) zo arouez an oberataer poell « pe ».
Fizik - Kimiezh [kemmañ]
- V eo arouez kimiek ar vanadium e roll an elfennoù kimiek.
- Ar bennlizherenn V eo an argemmenn a vez implijet alies evit an tolzennad.
- Ar bennlizherenn V a dalvez a-wezhioù evit ur c'halloudezh tredan (implijet e vez U alies ivez hag a-wezhioù E)
- Ar bennlizherenn V eo an argemmenn a vez implijet alies evit an tizh.
Unanennoù [kemmañ]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Geriadur an Here