Trobarzhell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un drobarzhell eo kement ardivink a c'hell bezañ kevreet ouzh un urzhiataer ha sturiet gantañ a-benn kreskiñ e varregezhioù. Peurvuiañ e ranker kaout ur stur trobarzhell, eleze ur meziant arbennik staliet war an urzhiataer hag a c'hall mont en-dro gant ar reizhiad korvoiñ azas, da sturiañ pep trobarzhell.


Taolenn

[kemmañ] Ar seurtoù trobarzhelloù

[kemmañ] Hervez an doare d'o staliañ

Trobarzhelloù diavaez ha diabarzh a zo. An trobarzhelloù diavaez zo ardivinkoù a vez luget ouzh an urzhiataerioù, dre ur porzh USB peurliesañ. An trobarzelloù diabarzh avat zo staliet e diabarzh an urzhiataerioù. E-mesk an trobarzhelloù diavaez emañ da skouer : ar voullerez, ar skanner, al logodenn, ar c'hlaouier, ar savenn liesarc'hwel bureveg, an unvez gwereañ, ar c'hamera, ar mikro, ha kement 'zo... E-touez an trobarzhelloù diabarzh emañ : ar gartenn rouedad, ar gartenn kevregañ, ar porzh USB, ha kement 'zo...

[kemmañ] Hervez o implij

[kemmañ] an trobarzhelloù dont e-barzh

A-drugarez dezhe e c'haller bouetañ an urzhiataerioù gant titouroù ha reiñ urzhhioù dezhe.

[kemmañ] trobarzhelloù bukañ
[kemmañ] roadennoù niverel
[kemmañ] roadennoù son

[kemmañ] an trobarzhelloù mont er-maez

[kemmañ] an trobarzhelloù mont-dont

[kemmañ] An trobarzhelloù sanailhañ

[kemmañ] Emdroadur ster ar ger trobarzhell

Kent donedigezh an urzhiataerioù hiniennel, forzh peseurt ardivink luget ouzhpenn an teir elfenn diazez — ar gartenn vamm, ar c'hewerier hag ar memor labour (RAM, ROM, ha kement zo) — a veze sellet outañ evel un drobarzhell. Implij ledanoc'h-ledanañ an urzhiaterioù hiniennel en deus cheñchet termenadur an ardivinkoù diazez a ranker da gaout ha bremañ ne vez ket sellet ken ouzh ar c'hlaouieroù, an diskwelerioù, hag ouzh al logodennoù evel trobarzhelloù peurliesañ.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all