Kartenn rouedad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Kartenn rouedad da varc'hañ e-barzh un drobarzhell voullañ (ur c'hennasker RJ45 ha BNC ouzh he zalbenn

E-barzh un urzhiataer e vez ar roadennoù o redek dindan stumm bitoù e vezer o skeudenniñ gant 0 pe 1. Treuzfurmet e vez al liveoù-se gant ur gartenn rouedad e arhentoù ("signals") e vo tu treuzdougen anezhe hag o zreuzkas a-ziabarzh an urzhiataer. Redek a ra an arhentoù-se gant skoroù treuzkas (funioù, rouedad hep fun).

War live 1 (alvezel) ar patrom OSI eo e vez o labourat ur gartenn rouedad evit an treuzfurmiñ hag an treuzkas.

Despizadur ar gartenn rouedad[kemmañ]

An etrefas etre an urzhiataer hag ar skor treuzkas eo ar gartenn rouedad un amredad elektronek anezhi. Ur reoler a vez kenstaget enni da dreuzfeurmiñ ar roadennoù a-stur da roadennoù a-steud. Meur a seurt kartenn rouedad a zo hervez rizh ar rouedad e vez kennasket ar gartenn outañ. E-giz-se e vez graet :

  • Kartenn Ethernet evit ur gartenn rouedad oc'h aveiñ ur rouedad rizh Ethernet,
  • Kartenn Token Ring evit ur gartenn rouedad oc'h aveiñ ur rouedad rizh Token Ring,
  • Kartenn FDDI evit ur gartenn rouedad oc'h aveiñ ur rouedad rizh FDDI, da lavaret eo ur gartenn en araez da geweriañ an arhentoù treuzkaset gant luc'hedañvoù.
  • ....

He aroueziadurioù[kemmañ]

Pep kartenn rouedad ez'eus un enneg alvezel ("un hardware address") dezhi. Graet 'vez enneg MAC gantañ ivez. Unel rik eo enneg alvezel ur gartenn rouedad da anavezout pep hini anezhe (pe ivez pep trobarzhell) war ar rouedadoù.

Dezverket e vez ivez ur gartenn rouedad gant he doare da vezañ luget e-barzh an ardivinkoù (an urzhiaraerioù dreist-holl).

Arouezet eo ur gartenn rouedad gant an tizh treankañ e c'hell ober gantañ da dreuzkas ar roadennoù. An tizh treankañ a rank bezañ azasaet ouzh an tizh treankañ implijet gant ar skoroù treuzkas hag hollad an aveadurioù war ar rouedad (tolper, routaer, ...). Da skouer : 100 Mbde (Mega bit dre eilenn) evit ur gartenn rouedad kennasket ouzh ur rouedad Ethernet a vez oc'h ober gant ur funiegezh "re wedennet" (RJ45).

Arventennoù ("parameters") he deus ur gartenn rouedad ouzhpenn e c'heller kefluniañ anezhe.

An diazezañ e-barzh un urzhiataer[kemmañ]

Diazezet e vez ur gartenn rouedad e-barzh un urzhiataer war ur c'hennasker ereet ouzh ur bus. Kennasket e vezont ouzh busoù EISA (Extended Industry Standard Architecture) hag a zo o tont da vezañ diamzeret bremañ pe busoù PCI (Peripheral Component Interconnect). Gant an urzhiataerioù hezoug e vez arveret ur bus all : ar PCMCIA (Personal Computer Memory Card International Association) pe PC Card da lugañ outañ amredadoù a-vent gant ur gartenn-gred.

Arventennoù kefluniañ ("configuration parameters") o deus ar c'hartennoù rouedad a servij da gehentiñ gant an urzhiataer evel an holl gartennoù askouezh : ar spanoù pe IRQ (Interrupt ReQuest), en ennegoù enankañ/ec'hankañ, an enneg memor hag ar sanell DMA (Direct Memory Access).

Ar c'hennaskerioù diavaezh[kemmañ]

Meur a hini a zo hervez an adeiladezh periantel (an dafar) implijet :

> RJ45 evit ar skoroù re wedennet (ar re ar muiañ arveret bremañ).

> BNC (British Naval Connector) evit ar funioù kevahel.

> DB9 evit ul c'hennaskañ Token Ring.

> ST evit lugañ ul luc'hedañv.

> MIC evit ur c'hennasker FDDI.

Meur a gennasker a c'hell kinnig ur gartenn rouedad a-gevred ganti (RJ45 ha BNC da skouer). Ur gartenn "kombo" e c'heller ober anezhi neuze.

An aroueziadurioù mezoniel[kemmañ]

Hervez ar c'homenad implijet e vo roet un enneg mezoniel (pe un enneg rouedad) "d'ar gartenn" (hogen e vefe lavaret kentoc'h e vefe roet un enneg mezoniel d'an drobarzhell war ar rouedad ! Ar gartenn rouedad hag ar c'homenad ne labour ket war an hevelep live OSI). Ma ve implijet ar c'homenad kehentiñ TCP/IP war ar rouedad da skouer e vo roet un enneg IP d'an drobarzhell hag a vo unel war ar rouedad (hogen an enneg-se a c'hellfe bezañ arveret war ur rouedad-all. Arabat faziañ etre an enneg alvezel roet pa vez kenderc'het ar gartenn hag unel war an holl rouedadoù hag an enneg mezoniel e roer pa luger un drobarzhell pe un urzhiataer ouzh ur rouedad).

A-hend-all hag evel evit an holl gartennoù askouezh hag an drobarzhelloù e vez arveret ur stur meziantel da zewezhiañ ar c'homenadoù kehentiñ implijet ha da skoazellañ da arventennañ ar gartenn pa vez-hi diazezet e-barzh ar stael (ar post).

Ar sturioù-se a ra gant daou bennaenn a oa bet krouet : 1) da lakaat ar c'hartennoù rouedad d'ober gant ur c'homenad roet (IPX pe IP da skouer) ha 2) evit ur gartenn rouedad roet da vezañ ereet gant meur a gomenad. An NDIS (Network Device Interface Specification) ha an ODI (Open Data Interface) eo ar pennaennoù-se ; an hini gentañ a oa bet danzeet gant Microsoft ha 3Com hag an eil gant Novell hag Apple. Hervez ur reizhad korvoiñ rouedad eo e vez dibabet ur bennaenn pe unan-all neuze.

Ur c'hetal kehentiñ eo e tespiz an NDIS etre al live a-is MAC hag an azasaer rouedad.