Trobarzhell

Eus Wikipedia

Un drobarzhell[1], pe c'hoazh un adstramm pe ur beriferell[2] eo anv kement ardivink a c'hell bezañ kevreet ouzh un urzhiataer ha sturiet gantañ a-benn kreskiñ e varregezhioù. Peurvuiañ e ranker kaout ur stur trobarzhell, eleze ur meziant arbennik staliet war an urzhiataer hag a c'hall mont en-dro gant ar reizhiad korvoiñ azas, da sturiañ pep trobarzhell.

Ar seurtoù trobarzhelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an doare d'o staliañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trobarzhelloù diavaez ha diabarzh a zo. An trobarzhelloù diavaez zo ardivinkoù a vez luget ouzh an urzhiataerioù, dre ur porzh USB peurliesañ. An trobarzelloù diabarzh avat zo staliet e diabarzh an urzhiataerioù. E-mesk an trobarzhelloù diavaez emañ da skouer : ar voullerez, ar skanner, al logodenn, ar c'hlaouier, ar savenn liesarc'hwel bureveg, an unvez gwereañ, ar c'hamera, ar mikro, ha kement 'zo... E-touez an trobarzhelloù diabarzh emañ : ar gartenn rouedad, ar gartenn kevregañ, ar porzh USB, ha kement 'zo...

Hervez o implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trobarzhelloù enkerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-drugarez dezhe e c'haller bouetañ an urzhiataerioù gant ditouroù ha reiñ urzhioù dezhe.

Trobarzhelloù bukañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roadennoù niverel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roadennoù son[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trobarzhelloù ezkerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-drugarez dezhe e c'heller gwelout ha klevout restroù.

Trobarzhelloù mont-dont[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trobarzhelloù sanailhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ster ar ger trobarzhell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kent donedigezh an urzhiataerioù hiniennel, forzh peseurt ardivink luget ouzhpenn an teir elfenn diazez — ar gartenn vamm, ar c'hewerier hag ar memor labour (RAM, ROM, ha kement zo) — a veze sellet outañ evel un drobarzhell. Implij ledanoc'h-ledanañ an urzhiaterioù hiniennel en deus cheñchet termenadur an ardivinkoù diazez a ranker da gaout ha bremañ ne vez ket sellet ken ouzh ar c'hlaouieroù, an diskwelerioù, hag ouzh al logodennoù evel trobarzhelloù peurliesañ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Preder, 'Geriadur an Armerzh, périphérique (informatique) trobarzhell b.
  2. Kreizenn ar geriaouiñ, Dictionnaire breton des sciences et des techniques