Skanner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur skanner kompez SCSI

Ur skanner, [1], a zo un drobarzhell c'horren[2] hag a vez implijet da niverelaat an teulioù da lavaret eo da zielfennañ un teul d'e dreuzfeurmiñ en ur skeudenn baper pe en ur fichennaoueg skridtreter (roadennoù niverel). Evit ardivinkoù 'zo e vez kenstaget ar skanner enne evel el luc'heilerezioù niverel da skouer. Luget e vez ur skanner dizalc'h ouzh un urzhiataer peurliesañ.


Seurtoù skanner[kemmañ]

Graet e vez gant tri seurt skanner :

  • Ar skanner kompez : an dielfennañ a vez graet o lakaat ar follenn ent kompez war ur werenn eus an ardivink. Ar seurt skanner boutinañ eo.
  • Ar skanner dorn : bihan eo o ment. Rankout a reer dilerc'hiañ ar skanner gant an dorn war an teul d'e zielfennañ tachad-ha-tachad.
  • Ar skanner dre daboulin  : dirak ur werennig e tremen an teul da zielfennañ. An doare-se an hini eo e vez implijet gant ar pelleilerioù pe gant ul lodenn eus al luc'heilerezioù niverel pa vez implijet ur c'harger-teulioù gante.

Keroc'h e vez ar skannerioù-se evit ar skannerioù kompez.

Skanner levrioù emgefreek

N'eus ken un nebeud embregerezhioù a zalc'h da sevel skannerioù evel-se. Daoust ma'z eo digresket o friz e-doug an dek vloaz tremenet, e talvezont atav ur pikol sammad arc'hant da bostañ, pa geñverier o friz ouzh hini ar skannerioù kompez CCD dreist-holl. Koulskoude e vezont implijet c'hoazh abalamour d'o diarunusted brasoc'h, d'o ferzhioù evit rentañ al liv, ha kement zo... Dre ma'z eo gouest ar skannerioù dre daboulin da gaout diarunusterioù a ya betek 12,000 PPI e alier o implij evit an holl skeudennoù skannet zo da vezañ brasaet.


Kavout a reer ivez skannerioù levrioù emgefreek, un doare skanner kompez.

Ar c'hentañ skeudenn skannet

Gwerzhet e vez gant an embregerezh eus Bro-Suis "4DigitalBooks" ur skanner gouest da skannañ 3 000 pajenn bep eurvezh hep sikour den ebet. Tapout a ra krog er pajennoù o sunañ an aer zo e-kichen gant e vrec'h toullet gant un niver a doullouigoù.


Istor[kemmañ]

Ar c'hentañ skanner skeudennoù a oa savet biskoazh a oa ur skanner dre daboulin. Savet e oa e 1957 er "National Bureau of Standards and Technology" amerikan gant ur pare renet gant Russell Kirsch. Ar c'hentañ skeudenn a oa skannet gant an ardivink-se a oa ur poltred 5 cm karrez eus mab Kirsch a oa tri miz d'ar c'houlz-se, Walden e anv. Ar skeudenn du ha gwenn he deus ur resolution eus 176 piksel war un tu.[3]


Mont en-dro ar skanner[kemmañ]

Skanner dorn
Skanner «stilo»
Skanner dre dremen

Mont en-dro ar skanner a c'heller taolenniñ evel-henn :

  • Braslennet e vez an teul linenn-ha-linenn,
  • Pep linenn a vez dielfennet e "poentoù" diazez anvet pikseloù,
  • dielfennet e vez liv pep piksel gant ur paker,
  • Digenaozet e vez pep piksel hervez an tri liv diazez (ruz, gwer ha glaz),
  • Pep parzh liv a vez muzuliet hag roet da intent gant un talvoud. Enkodet e vez an talvoud-se gant un eizhbit da lavaret eo e vez pep talvoud etre 0 ha 255. (enkoderezh daouredel).

Da zielfennañ un teul o deus al skannerioù pep a lamp halogen kaset en-dro gant ur c'heflusker hag a lenn an teul linenn-ha-linenn. Lec'hiet eo al lamp-se dindan ur werenn dreuzwelus e vez lakaet an teul warni, an tu da zielfennañ stok outi.

Gant un reizhiad melezourioù e vez degaset neuze gouloù al lamp betek pakerioù. Amdroet e vez ar gouloù gante en arouezioù tredan. Ar re-se a vez amdroet d'o zro e roadennoù niverel a c'hello bezañ un amred elektronek niverel hag o c'has d'un urzhiataer, da skouer.

Implijet e vez un amdroer kemblac'hel-niverel d'amdreiñ an arouezioù tredan e roadennoù niverel.

Daou seurt pakerioù e vez kavet er skannerioù :

> Ar pakerioù CMOS : Komzet e vez neuze eus teknologiezh CIS ("Contact Image Sensor"). implijet e vez gant an reizhiad-se un oged LED (ur vamm LED) da sklêrijennañ an teul. Berr-kenañ e rank bezañ an hed etre ar paker hag an teul.

> Ar pakerioù CCD (Charge-Coupled Devices) : gant ar skannerioù a implij ar pakerioù-se e vez implijet lampoù yen evel reoù neon. Peurliesañ e vez gwelloc'h perzhioù ar skeudenn dielfennet gante.

Arouezadurioù ar skanner[kemmañ]

  • An diarunusted e vez spisaet ganti pizhder an dielfennañ. Jedet e vez e poentoù dre veutad (PDM) pe e DPI (Dots Per Inch). Peurliesañ e vez kavet diarunusterioù war-dro 1200 x 2400 pdm (dpi). Depantoud a ra an diarunusted a-blaen ouzh niver ha perzhioù ar pakerioù ha diarunusted a-blom ouzh resister ar c'heflusker tredan.
  • Mentrezh an teul : hervez o ment eo gouest ar skannerioù da zielfennañ teulioù zo o mentrezh A4 (21 x 29,7 cm) pe A3 (29,7 x 42 cm).
  • An tizh gorren : galloudegezh ar skanner da c'horren un niver a bajennoù dre vunut eo an tizh gorren. Depantout a ra diouzh mentrezh an teulioù a zielfenner hag ouzhpenn diouzh an diarunusted a reer ganti. Jedet e vez e pajenn dre vunut (pdv).
  • An etrefas : Ar re bennañ a zo :

> USB 2.0 : un etrefas skoueriek eo a gaver e-barzh pep urzhiataer.

> Firewire : an hini gwellañ eo evit un drobarzhell a-seurt gant houmañ abalamour da dizh treuzkas ar porzh-se.

> SCSI : implijet-tre e veze ar porzh SCSI da gennaskañ ar skannerioù er bloavezhioù 90. Erru eo diamzeret bremañ (2006) hag kemeret eo bet e lec'h gant ar porzh Firewire pe USB 2.0.

> porzh a-stur : diamzeret bremañ dre-benn d'e c'horregezh.



Notennoù[kemmañ]

  1. Anvet ivez c'hwilerver pe luc'hlenner, pe niverelaer gant lod.
  2. "acquisition"
  3. NIST Tech Beat, May 27, 2007