Reizhiad korvoiñ

Eus Wikipedia
reizhiad korvoiñ
software category
Iskevrennad eussystem software Kemmañ
Raklec'hiet gantkernel Kemmañ
Studiet gantstlenneg Kemmañ
Istorhistory of operating systems Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/operating-system Kemmañ
Roll elfennoùlist of operating systems Kemmañ
Ar reizhiad korvoiñ Ubuntu (2013)

Erouezadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reizhiad korvoiñ a reer eus ur strollad goulevioù sternet ouzh un urzhiataer pe un trevnad stlennegel hag a ziogela daou arc'hwel meur :

  • ardeiñ loazioù an trevnad stlennegel dre ziogelaat al lodennadur anezhe etre meur a arveriaded ;
  • diogelaat d'an arveriaded ur strollad gwazerezhioù e erouez dezhe ur c'hetal azasoc'h d'o ezhommoù eget hini an ardivink alvezel.

Ur strollad meziantoù ha periantoù amkanet da efediñ gwezhiadurioù oc'h ober gant keweriañ ent-emgefreek ar stlennoù eo ar reizhiad stlennegel.
Kehentiñ un hevelep reizhiad gant ar bed tro-dro a zo diogelaet gant parzhioù haeziñ ; un etrewezhiañ gant trevnadoù alvezel e vez ar reizhiad stlennegel hag a evezh pe a sturia anezhe a vez diogelaet gante ivez.

Arc'hwel ar reizhiad stlennegel a bourchas gwezhiadurioù gouest da skoaziañ da seveniñ kudennoù boaz :

  • ardeiñ ar stlennegoù : kadaviñ, dihaeziñ, klask, kehentiñ, gwareziñ ouzh an teukadoù hag an ebarzhiñ ;
  • danzen ar goulevioù ;
  • ardeiñ al loazioù da gevaraezañ korvoiñ ar goulevioù (krouadur un amva ret da erounit ar goulevioù) ;
  • ardeiñ ha rannañ al loazioù (periant, stlennegoù....) etre an holl arveriaded.
Meziant arload
Meziant diazez
Ardivink alvezel

Ar strollad gougorioù-se pourchaset gant ar reizhiad korvoiñ zo evit arveriaded ar reizhiad stlennegel-se un ardivink solluniek (distrilhet) pe darvanel en eneb ouzh an ardivink alvezel kediet gant parzhioù periantel.

Dielfennet e c'hell bezañ ar meziant diazez e daou live :

  • binvioù ha gwazierezhioù (kempunerioù, kargerioù, embannerioù, goulevioù mavek....) ;
  • ar reizhiad korvoiñ.

Roll ar reizhiad korvoiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ardeiñ ar c'hewerier : karget eo ar reizhiad korvoiñ d'ardeiñ an deverkañ ar c'hewerier etre ar goulevioù oc'h arverañ un treol kanturzhiañ. Rizh ar c'hanturzhier a zo e dalc'h ar reizhiad korvoiñ.
  • Ardeiñ ar vemor vresk : karget eo ar reizhiad korvoiñ d'ardeiñ ar memor vresk deverket da bep arload hag ivez da bep arveriad. Pa ne vez ket a-walc'h a vemor vresk e vez krouet ur maez memor war ar gantenn galet anvet memor darvanel. Ar c'halvezder-se a gevaraez d'arverañ arloadoù a vez o c'houlenn muioc'h a vemor eget ma 'z'eus e-barzh an urzhiataer ; hogen kalz gorrekoc'h eo ivez !
  • Ardeiñ an enankañ/ec'hankañ : kevaraezañ a ra ar reizhiad korvoiñ da unelaat ha da wiriañ an haeziñ ar goulevioù arload d'al loazioù periantel dre ar sturioù anvet ivez ardoerioù trobarzhelloù pe ardoerioù enankañ/ec'hankañ.
  • Ardeiñ an erounit an arloadoù : karget eo ar reizhiad korvoiñ d'ardeiñ an arc'hwel reizh d'an arloadoù o teverkañ dezhe al loazoù periantel rekis. Galloud a ra lazhañ un arload ne vefe ket ken oc'h arc'hwelañ reizh.
  • Ardeiñ ar gwirioù : karget eo ar reizhiad d'ardeiñ ar surentez e-keñver erounezadur an arloadoù. Diogelañ a ra e vije arveret al loazoù nemet gant ar goulevioù hag an arveriaded gwirioù rekis gante.
  • Ardeiñ ar restroù : Ardoet e vez gant ar reizhiad korvoiñ al lenn hag ar skrivañ er reizhiad restroù hag ar gwirioù haezerezh d'ar restroù gant an arloadoù hag an arveriaded.
  • Ardeiñ an ditouroù : pouchas a reont ouzhpenn ditouroù dindan stumm menegerioù a-zivout stad arc'hwel an ardivink.

Arc'hwelioù pennañ ar reizhiad korvoiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arveriad
Arloadoù / Applications
Ardeiñ al labourioù Reizhiad korvoiñ
Operating System
(OS)
Ardeiñ ar restroù
Ardeiñ an enankañ-ec'hankañ
Ardeiñ ar memor
Kraoñell / Kernel
Periant / Harware

Renkadur ar reizhiadoù korvoiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a rizh renkadurioù a vez arveret.

Gant hentenn haeziñ d'ar reizhiad gant an arveriad
  • Dre estezioù : reizhiadoù treuzgreat hag etrewezhiat, da skouer : amberzañ ur vilhetenn er SNCF
  • Dre reked : amzer werc'hel
  • Dre labourioù (batch) : keweriañ dre lodoù, da skouer : hizivaat kontoù bank e-kerzh noz
Gant rizh arloadoù e vez an arveriaded oc'h ober gante
  • Evit danzen goulevioù
  • Evit dazverañ ar roadennoù
Gant kefluniadur ar reizhiad stlennegel
  • Ur c'hewerier : reizhiad un-kewerier
  • Lies kewerier : reizhiad lies-kewerier
  • Diazezet war ur rouedad : reizhiad rouedad
Gant an doare da rannañ al loazioù meziantel hag alvezel
  • Rannañ ar memor etre lies goulevioù : reizhiad lies-goulevet
  • Rannañ an amzer gewerier etre ar goulevioù en erounezadur : amzer rannet (rannadur dre gantom amzer) pe amzer werc'hel (rannadur dre devet ar poelladoù)
Gant niver an arveriaded diaser
  • Reizhiad un-stael
  • Reizhiad lies-stael

Perzhioù ur reizhiad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar soliusted : bevennañ an heuliadoù eus an teukadoù periantel pe eus fazioù an arveriaded. Tremen hebioù ar c'holloù stlennegoù beteg gouzout e vije ur chanad.
  • An efedusted : arverañ ar gwellañ possubl al loazioù hag ar gallusterioù periantel (hep dispign re evitañ e-unan).
  • An aested arver : pourchas un areg arc'hañ (emziviz arveriad/reizhiad) ha deznaouadoù fazioù (reizhiad/arveriad) sklaer ha resis.
  • An azasausted : kevaraezañ daskemmadurioù meziantel ha periantel an aesañ ar gwellañ gant binvioù arbennik.
  • Ar muzuliadusted : marilhañ jederezh al loazioù implijet gant an arveriaded, muzuliañ an arventennoù arc'hwel ha karg.

Un nebeud reizhiadoù korvoiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galloud a reer diforc'hiñ meur a rizh reizhiadoù korvoiñ hervez o barregezh d'ardeiñ diaser stlennoù 16 bit, 32 bit pe 64 bit a hed.

Reizhiad Enbonegañ Unarveriad Liesarveriad Unpoellad Liespoellad
DOS 16 bit Graet Graet
Windows 3.1 16/32 bit Graet Nann kentprenel
Windows 95/98/Me 32 bit Graet Kevelourel
Windows NT/2000 32 bit Graet Kentprenel
Windows XP 32/64 bit Graet
UNIX/LINUX 32/64 bit Graet
MAC/OSx 32 bit Graet
VMS 32 bit Graet

Un nebeud despizadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Liespoellat" (multithreaded) a reer eus ur reizhiad korvoiñ hag a zo gouest da erounit lies poellad (processus) diaser.

"Kentprenel" eo ur reizhiad korvoiñ pa vez kenstaget ennañ ur c'hanturzhier hag a vez o tazparzhañ an amzer ardivink etre ar poelladoù a c'houlenn anezhañ hervez dezverkoù tevet.

  • "Amzer rannet" eo ur reizhiad pa vez ur feurbarzh amzer roet da bep hini eus ar poelladoù gant ar c'hanturzhier. Gwir eo evit ar reizhiadoù korvoiñ liesarveriad a gevaraez da lies arveriadoù d'arverañ diaser war un ardivink arloadoù disheñvel pe beuzheñvel. "Reizhiad treuzgreadel" a reer eus ar reizhiad neuze. Ur feurbarzh amzer avez roet da bep arveriad d'en ober.

Parzhioù ar reizhiad korvoiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kediet eo ur reizhiad korvoiñ gant ur strollad meziantoù o kevaraerañ un etrewezhiañ gant ar periant. Setu un nebeud anezhe :

  • ar graoñell (kernel) a stroll arc'hwelioù diazezel ar reizhiad evel ardeiñ ar memor, ar poelladoù, ar restroù, an enankoù-ec'hankoù pennañ hag arc'hwelioù kehentiñ ;
  • an dewezhier arc'hadoù' (shell) a gevaraez ar c'hehentiñ gant ar reizhiad dre un areg arc'hañ. Hemañ a ro an tu d'an arveriad da sturiañ an trobarzhelloù hep anavezout dre ret dezverkadurioù ar periant e vez oc'h ober gantañ, ardeiñ ennegoù alvezel ha kement zo ;
  • ar reizhiad restroù (FS, file system) a gevaraez da varilhañ ar restroù en ur gwezennad.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]