Pennwal

Eus Wikipedia
Pennwal
Iskevrennad eussystem board, periant Kemmañ
Rann eusurzhiataer Kemmañ
Anv berrMB Kemmañ
Staget ouzhmemory module, button cell Kemmañ
ManufacturerASUS, Intel, Gigabyte Technology, EVGA Corporation, ASRock Kemmañ
Dezverket dremotherboard form factor Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/motherboard Kemmañ
Pennwal A8N VM CSM, Asus's Flagship MicroATX

Lodenn bennañ un urzhiataer eo ar bennwal ("mainboard" pe "motherboard" e saozneg). Ar skor o kevaraezañ kennaskañ hollad an elfennoù pennañ an urzhiataer eo ar bennwal. Un amred kevanek bras eo o kaout warni kennaskerioù evit ar c'hartennoù askouezh, ar memor sonn ha bresk, ar c'hewerier, ar c'hennaskerioù evit ar c'hantennoù kalet hag ar c'hantennoù lem-laka....

Aroueziadurioù ar pennwalioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez pevar aroueziadur e c'heller anavezout ur bennwal :

  • Ar periad landreiñ,
  • Rizh ar "chipset",
  • Rizh skor ar c'hewerier,
  • Ar c'hennaskerioù enankañ/ec'hankañ,
  • Rizh ar barrennigoù memor ardoet.

Periad landreiñ ur bennwal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trevnad, ar mentoù hag an aroueziadurioù tredanek a ra d'ober periad landreiñ ar bennwal. Da bourchas pennwalioù en araez da vezañ marc'het e-barzh klozennoù a bep seurt a verkoù disheñvel e oa bet ergrafet skoueriegezhioù azas :

  • AT baby pe AT full format a zo ur vent bennwal arveret gant an urzhiataerioù kentañ rizh PC ur c'hewerier 386 pe 486 oc'h aveiñ anezhe. Erlerc'hiet e oa bet ouzh an hini ATX e oa hebleustr evit haezadusted d'e barzhioù.
  • Ar vent ATX a oa un diorridigezh eus ar re u-us. Ergrafet e oa bet evit aesaat haezedusted d'e barzhioù ha skourradurioù an trobarzhelloù. Evel-se e oa bet tostaet ar c'hennaskerioù IDE ouzh ar c'hantennoù kalet. A-stur a oa bet erduet ar parzhioù d'aesaat d'o gwentañ.

> ATX skoueriekaet a zo e vent 305x244. Ur c'hennasker AGP a zo warni hag 6 kennasker PCI.

> Micro-ATX a zo peuzheñvel ouzh hini ATX hogen eo bihanoc'h (244x244) hag marc'hadmatoc'h. Ur c'hennasker AGP ha 3 PCI.

> Flex-ATX a zo peuzheñvel ouzh ar micro-ATX hogen e vez kinniget ganti ur gestouekded evit ar genderc'herien da azasaat anezhi ouzh o ezhommoù (o c'hlozennoù). Ur c'hennasker AGP ha 2 PCI.

> Mini-ATX a zo ur vent stumm kenan gant ur c'hennasker AGP ha 4 PCI.

  • Ar vent BTX (Balanced Technology eXtended) ergrafet gant Intel e vez arwellaet ganti amred an aer oc'h arwellaat trevnad ar parzhioù. Erduet e vez an holl gennaskerioù a-stur ouzh roud an aer hag e vez desezet ar c'hewerier el lec'h ma vez an aer en e yenañ, e-kichen ar gwenter. Teir ment BTX a vez kavet :

> BTX skoueriekaet a vent 325x267,

> Micro-BTX a vent 264x267,

> Pico-BTX a vent 203x267

  • ITX a zo bet ergrafet gant ar c'hevredad Via. Ur vent stumm kenan-tre a zo anezhi diawelet evit an urzhiataerioù rizh mini-PC. 2 vent e vez kavet a-rizh-se :

> Mini-ITX a vent 170x170 hag ul lec'h PCI nemetken,

> Nano-ITX a vent 120x120 hag ul lec'h mini-PCI.

Ar "chipset"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un amred kevanek elektronek karget da genurzhiañ an ezkemmoù roadennoù etre parzhioù ar bennwal (kewerier, memorioù, busoù,...) eo ar "chipset". Kevanaet e vez ar "chipset" d'ar bennwal, setu perak e vez dibabet ur "chipset" pa vez prenet ur bennwal hag eo pouezus gouzout peseurt hini a glotfe ar muiañ gant an ezhommoù. Seul a-nevez e vo ar chipset seul spletoc'h e vo e-keñver gallusterioù ar bennwal. A-wechoù e vez kavet, kevanaet gant an amred "chipset", un amred sten pe gevregañ. Evel-se e c'heller ober hep kartenn askouezh kevregañ pe sten hogen gant ur berzhded leiañ.

Skor ar c'hewerier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War bep pennwal e vez kavet ur pe lies kewerier, hag ur skor kewerier da ziazezañ anezhañ warnañ. 2 rizh skor kewerier a zo :

  • Slot (Skalf) : ur c'hennasker hirgarrezek eo e vez enluget a-blom ar c'hewerier ennañ.
  • Socket (Sichenn) : ur c'hennasker karrezek un niver bras a gennaskerioù bihan ennañ eo e vez ar c'hewerier oc'h en em enlugañ enne rag-eeun.

Da aesaat diazez ar c'hewerier e oa bet ergrafet un avead arbennik anvet ZIF (Zero Insertion Force). Gant un dornell vihan e vez aesaet ebarzhiñ ar c'hewerier hep pouezañ warnañ ha pa vez izelaet an dornell e vez dalc'het mat en e blass.

War ar c'hewerier e vez lakaet ur gwenter hag ur distrewer grwez.

Kennaskerioù enankañ/ec'hankañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War an dalbenn a-dreñv e vez kavet un niver kennaskerioù enankañ/ec'hankañ :

  • Porzh USB 1.1 pe 2.0 da gennaskañ trobarzhelloù a-nevez,
  • Kennaskerioù RJ45 pe porzh Ethernet da gennaskañ an urzhiataer ouzh ur rouedad. Kavet e vez ur c'hennasker evel-se pa vez ur gartenn rouedad kevanaet enni.
  • Lugeloù klev,
  • Kennaskerioù PS/2 evit al logodenn hag ar c'hlavier.

Rizh ar vemor ardoet gant ar bennwal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez rizh ar vemor ardoet gant ar bennwal e vez kavet warni kennaskerioù a glot gant ar barrennigoù e c'heller sternañ outi (SDRAM pe rizhioù arall).

Ar parzhioù kevanaet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un niver elfennoù kevanaet a zo gant ar bennwal :

  • Ar "chipset" bet gwellet a-us,
  • Ar bus reizhiad hag ar bus askouezh,
  • Ar gartenn rouedad gevanaet pa ez'eus unan,
  • Ar gartenn gevregañ gevanaet pa ez'eus unan,
  • Reolerioù kantennoù kalet diorreet.