Treve

Eus Wikipedia
Treve
Treve
Anv gallaouek Trévaé
Anv gallek (ofisiel) Trévé
Bro istorel Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Loudieg (betek 2015)
Mur (abaoe 2015)
Kod kumun 22376
Kod post 22600
Maer
Amzer gefridi
Gérard Mathécade
2023-2026
Etrekumuniezh Loudieg Kumuniezh - Kreiz Breizh
Bro velestradurel Bro Kreiz Breizh
Lec'hienn web https://treve.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 688 ann. (2020)[1]
Stankter 63 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 12′ 50″ Norzh
2° 47′ 39″ Kornôg
/ 48.2138888889, -2.79416666667
Uhelderioù kreiz-kêr : 160 m
bihanañ 87 m — brasañ 256 m
Gorread 26,63 km²
Lec'hiañ ar gêr
Treve

Treve a zo ur gumun eus Breizh, e kanton Mur e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 84 gwaz hervez monumant ar re varv er gumun hag hervez monumant Santez-Anna-Wened ivez abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,06% eus ar boblañs e 1911[2].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tapet e voe 15 000 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 5 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[3].
  • Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
  • Eost 1944: lazhet e voe ur rezistant eus ar gumun d'ar 4 e Loudieg ha daou all d'ar 5 e Treve.
  • Bac'het e voe 300 soudard afrikan eus al lu gall en ur c'hamp er gumun adalek an 11 a viz Du 1944 betek an 18 a viz Genver 1945, gwardet e voe ar c'hamp gant Rezistanted FFI a Vro-Dreger[5],[6].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Monumant ar re varv, kizellet gant Francis Renaud; e Leurgêr ar Maerdi emañ, luc’hskeudenn ha kartennoù-post[7].
  • Ouzh ar c'halvar, plakenn an tri rezistant eus ar gumun bet lazhet e penn-kentañ miz Eost 1944, luc’hskeudenn[8].
  • Maner "La Ville-Aux-Veneurs".
  • Iliz katolik Sant Yust hag e feunteun.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajenn 49
  3. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 280, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Jérôme LUCAS, Un canton breton en 1939-1945 Plouguenast (22), Embannadurioù Récits, 2013, pajennoù 316-317
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb