Timbroù ar postoù prevez

Eus Wikipedia

Unan eus perzhioù hengounel hag ofisiel ur Stad eo an embann timbroù, evit ma vefe paeet an taosoù dleet gant ar gaserien lizhiri. Ur servij publik eo bet a-viskoazh eta. Disdalc’hioù a voe d’ar reolenn-mañ avat, ha c’hoarvezet eo bet d’ar Stad bezañ erlec’hiet gant ensavadurioù prevez. • E Stadoù zo evel Rusia pe Alamagn betek penn kentañ an XXvet kantved e veze dasparzhet al lizhiri a gêr vras da gêr vras hepken. Evit dastum ha degas anezho da bep ti ez eus bet ijinet neuze ur servij prevez gant embregerezhioù lec’hel. Gante ez eus bet moullet timbroù warno ar meneg Postoù prevez. Kalzik servijoù-post lec’hel zo bet savet en impalaeriezh alaman adalek 1861, e kêrioù Strossburi, Kolmar, Mülhausen ha Metz, betek ar 31añ a viz Meurzh 1900, pa vint rediet da baouez ganti. Melestradurezh postel Alamagn he do hiviziken ha betek fin ar Brezel-Bed kentañ, ar galloud da embann ha gwerzhañ timbroù er c’hêrioù elsazat. • E broioù trevadennet Afrika ez eus bet fiziet e kompagnunezhioù prevez kiriegezh melestradurezh ar postoù gant ar Rouantelezh-Unanet, e Rodezia (British South Africa Company) ha Kenya (‘’Imperial British East Africa Company’’). An teir gompagnunezh prevez Companhia de Moçambique, Companhia do Nyassa ha Companhia do Zambezia o deus kemeret lec’h Stad Portugal war an dachenn-se e Mozambik. Gwelet Timbroù Postoù prevez Mozambik • War enezenn Lundy e kanol Bristol, etre Kembre ha Kernev-Veur, ez eus ur servij prevez abaoe 1929. Unan zo aet en-dro war enezenn Herm, e-kichen Gwernenez, etre 1949 ha 1969. E Stadoù Kengevreet Amerika hag e Skandinavia ez eus bet ivez postoù prevez oc’h embann timbroù lec’hel.

Strossburi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz-Veur Strossburi 1886

D’ar 4 a viz Du 1886 e voe embannet un timbr kentañ, warnañ skoed-ardamez Strossburi, hogen ken heñvel e oa ouzh un timbr alaman e voe lakaet ar berz warnañ. D’ar 1añ a viz Kerzu e teuas er maez un timbr gant skeudenn iliz-veur Strossburi. 86 timbr a vo lakaet e gwerzh etre 1886 ha 1890, gante un talvoud-gwerzh, ul liv, ur vent disheñvel an eil gant egile. An hevelep enskrivadur a lenner war bep hini anezho : ‘’PRIVATPOST STRASSBURG”. Kevezerezh zo bet etre un toullad embregerezhioù prevez, met ne oa ket ampletus a-walc’h an darn vras eus outo, ha paouezet o deus buan war-bouez unan. An hini ziwezhañ a voe prenet gant ar velestradurezh alaman e 49 302 mark. Un termen a vo roet d’ar postoù lec’hel pa vo staget Elzas da Frañs en dro.

Enezenn Lundy[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr Lundy 1934

Abaoe 1929 e vez embannet timbroù gant postoù prevez Lundy. Ar Puffin (poc’han e saozneg) eo anv ar moneiz a ro deomp talvoud gwerzh an timbr. Kevatal ouzh hini Bro-Saoz eo. Arouez an enezenn eo al lapous mor liesliv e veg, hag ur bern timbroù a ra enor dezhañ ! Liesseurt eo danvez ha ment timbroù postoù Lundy, ar servij prevez koshañ o vont endro c’hoazh.Rouez int ha klasket mat gant an dastumerien. Ur gevredigezh anvet Lundy Collectors club zo bet savet evite.

Falstimbroù zo bet embannet etre 1940 ha 1943 gant Gerald King, war batrom timbroù kozh ar Rouantelezh-Unanet (poltred Viktoria, hini ar Roue George VI...). Arabat meskañ ar re faos-se gant re ar postoù prevez.

Enezenn Herm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr 1961
Lizher 1969

Bihannik eo enezenn Herm, poblet gant un toullad annezidi, ha koulskoude ez eus bet ijinet ur servij post emren ha timbroù ispisial eno e-pad 20 vloaz.

D’ar 1añ a viz Mae 1925 e tigor – un hanter eurvezh bemdez ! - un ti-post war an enezenn, war intrudu melestradurezh ar Rouantelezh-Unanet. Timbroù boutin saoz a veze implijet, kachedet gant ur siell a verk al lec’h. Ne badas ket avat, rak e miz Du 1938 e tivizas Postoù Bro-Saoz serriñ an ti-post o vezañ ma kouste re gêr evit an nebeut a dud a vev eno. E 1948 e c’houlennas an Ao. A.G. Jefferies, anezhañ merour an enezenn (‘’Tenant’’ e saozneg), ma vije digor an ti-post en-dro. Abaoe fin ar brezel e teue ingal ur mor a douristed da weladenniñ Herm ha peadra zo da c’hounit arc’hant hervezañ. Hogen, nac’het eo gant penn-bras servij ar postoù. Lakaat a reas Jefferies war-sav ur servij postoù prevez eta, pezh a dalv embann timbroù en anv Enezenn Herm.

E miz Mae 1949 e voe moullet an hini kentañ. Servij a reas da baeañ frejoù-treuzkas ul lizher kaset da Wernenez, o c’houzout eo ret mat pegañ ivez un timbr saoz er c’horn dehou evit ma guitfe Porzh Saint-Pierre war-lerc’h. Kement-se a badas betek 1969. Timbroù Gwernenez a reer gante a neuze.

Degadoù timbroù zo bet embannet, furchet mat gant an dastumerien alato.

Ur rummad a ginnig kartenn ar vro ha gweledvaoù a voe embannet e 1959 . Soulgarget e vo div wech : e 1960 gant ar gerioù H.R.H Princess Margaret wedding May 6, 1960 hag Europa e 1961.

Kalzik anezho a ginnig deomp gweledvaoù, an natur, laboused, bigi (e 1969). Ur rummad a voe gouestlet da Winston Churchill e miz Mae 1965, 20 vloaz goude dieubidigezh an Inizi angl-ha-norman.

Liammoù diavaez