Timbroù Sandjak Alexandretta

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr Republik Hatay, 1938
Timbr Siria dreistmoulet, 1938

Ar ger Sandjak a dalv « banniel » e turkeg. An anv-se a veze roet d’ur rann velestradurel en impalaeriezh otoman gwechall.

E dibenn ar Brezel-bed kentañ eo dismantret an impalaeriezh otoman hag eo fiziet Siria d’ar Frañs gant Kevredigezh ar Broadoù, dezhi statud ur vro warezet. Sandjak Alexandretta, ur rann eus Siria poblet gant turkegerien, arabegerien hag armeniegerien a vo roet an emrenerezh dezhi e 1920.

E 1938 e tiviz Bro-C'hall gant asant ar Rouantelezh Unanet reiñ e frankiz d’ar vro dindan an anv a Republik an Hatay. An dTurked o deus tapet ar muiañ-niver hag aet ar galloud politikel ganto er Stad nevez. Votiñ ar ra ar Parlamant ur mennad a c’houlenn ma vo staget Hatay ouzh Turkia, pezh zo gwir d’an 29 a viz Even 1939.

E 1938 eo dreistmoulet timbroù Siria eus 1930-32 gant ar gerioù “Sandjak d’Alexandrette” pe “SANDJAK D’ALEXANDRETTE”, mui ur rummad a bemp timbr en enor d' ar Prezidant Atatürk.

Etre ar 6 a viz Gwengolo 1938 hag an 29 a viz Even 1939 ez eus bet embannet un 52 timbr bennak gant "Republik an Hatay", gant ar meneg "Hatay Devleti" ("Hatay State") oute.

Emañ Alexandretta hag an trodroioù e Turkia gant an anv İskenderun diwar vremañ, en desped da c’houlenn groñs Siria evit ma vefe restaolet dezhi.

Liammoù[kemmañ]