Thomas More

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Thomas More
Livadur gant Hans Holbein, 1527

Thomas More, Thomas Morus e anv latinaet, (Londrez, 7 a viz C'hwevrer 14786 a viz Gouere 1535), a oa un alvokad, ur politikour, ur prederour, ur skrivagner hag un denelour saoz, a oa troet a-enep doareoù ha soñjoù ar roue Herri VIII a Vro-Saoz. En abeg da se e voe lakaet d’ar marv gant hemañ e 1535.
Pevar c'hantvedad diwezhatoc'h e voe santelaet gant an Iliz katolik roman.

Tost-tre da zenelourien all evel Erasmus a Rotterdam e oa Thomas More. Er bloavezh 1499 ez eas da lean gant ar Chartrouzed. Pevar bloaz goude e nac’has doujañ d’e le a vanac’h, da c’hallout mont da gannad e Parlamant Bro-Saoz e 1504.
Enebiñ a reas ouzh ar roue Herri VII a Vro-Saoz ; hemañ er redias da zilezel e garg a gannad.

Pa varvas ar roue kozh e 1509 e tistroas Thomas More d’ober politikerezh.
Dre ma oa erru mat gant ar roue nevez Herri VIII ec’h eas da guzulier dezhañ, da vouezh-aotreet Kambr ar C'humunioù pelloc'h, ha da gañseller ar rouantelezh e 1529.

Troc'het e voe red-vuhez Thomas More pa nac’has sentiñ ouzh kemennadenn Herri VIII, pa c’hoantae hemañ terriñ e zimeziñ gant Catalina Aragon. E gredennoù relijiel eo a harze ouzh More da vont a-enep urzhioù ar pab Klemañs VII. E 1532 e roas e zilez diouzh e labour a gañseller, hag e tilezas ar bed politikel. Toullbac’het e voe e 1534, ha dibennet e voe d’ar 7 a viz Gouere 1535.

Gwenvidikaet e voe d'an 29 a viz Kerzu 1886 gant ar pab Leon XIII, hag anvet da sant gant ar pab Pi XI d'an 19 a viz Mae [[1935]|1935]]].


Skrivet en deus Thomas More, e latin, ur romant politikel brudet, Utopia (Leuven, 1516 evit ar skrid orin, ha Londrez, 1551 e saozneg).
Gant Fañch Morvannou eo bet lakaet e brezhoneg hag embannet gant ar gelaouenn Planedenn kent dont er-maez e stumm ul levr e ti Skol Vreizh.[1]

Notennoù[kemmañ]

  1. Thomas More, An Utopia, brezhoneg gant Fañch Morvannou : Planedenn, niverennoù 31, 32 ha 33, 1991 – Skol Vreizh, 1997.