Tapir ar menezioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tapir ar menezioù
Mountain Tapir2.jpg
Status iucn3.1 EN.svg
En arvar (EN)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Perissodactyla
Kerentiad : Tapiridae
Genad : Tapirus
Anv skiantel
Tapirus pinchaque
Roulin, 1829
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Tapir ar menezioù (Tapirus pinchaque) a zo ur bronneg hag a vev e Suamerika (Kolombia, Ecuador ha Perou).

Doareoù pennañ[kemmañ]

Tapir ar menezioù eo an hini bihanañ eus ar pevar spesad tapired a zo, war-dro 1.80 m e gorf ha 90 cm ouzh an draen. Etre 130 ha 180 kg a bouez a zo ennañ.

Tanav eo e groc'hen met stank e vlevenn c'hell pe zu hag a sikour anezhañ da dalañ ouzh ar yenijenn. Gwenn eo e lapennoù ha beg e zivskouarn.

Ur c'hwesha eus ar gwellañ a zo dezhañ a-drugarez d'e drompilh gizidik.

Bevañ a ra war-dro 30 vloaz.

Gouennañ[kemmañ]

A-raok ar gouennañ en em gann ar pared evit ur barez. C'hoarvezout a ra un tamm a-raok koulz-amzer ar glaveier.

An dougen a bad war-dro 13 miz hag an tapir bihan nevez-c'hanet a vez 4 kg a bouez ennañ. Dizonet e vez d'an oad a 6 miz ha chom gant e vamm ur bloavezh-pad. Tizhout a ra e oad gour etre 3 ha 4 bloaz.

Emzalc'h[kemmañ]

Danta negra.JPG

Aonik eo tapir ar menezioù ha plijout a ra dezhañ kouronkañ er stêrioù hag er poulloù. Un neuier ampart eo ha gallout a ra chom pell amzer dindan dour en ur analat gant e drompilh. Un doare eo dezhañ da chom kuzhet hag achap kuit diouzh preizhataerien.

P'en em gav daou dapir an eil gant egile e tispakont o dent ha stouiñ o divskouarn evit diskouez taeroni. Ma n'eo ket trawalc'h evit lakaat unan anezho da skarzhañ kuit en em gannont o klask dantañ pavioù a-dreñv egile. Dre m'eo lemm-mat rakdent an tapir e c'hell bezañ gwall c'hloazet gant emgannoù a-seurt se.






Boued[kemmañ]

Mountain Tapir3.jpg

En em vagañ a ra diouzh an noz diwar delioù ha brousgwez.



Annez[kemmañ]

Bevañ a ra e koadegoù hanternoz an Andoù, en tu all da 2000 m a-us live ar mor.

Tiriad tapir ar menezioù



Liammoù diavaez[kemmañ]

war animal diversity, e saozneg

pennadig war stad arvarus m'emañ tapir ar menezioù, IUCN, e saozneg