Sourouc'han boutin
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ur sourouc'han
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Kerentiad : | Scolopacidae | ||||
| Genad : | Calidris | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Calidris alpina Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar sourouc'han boutin, pe logodenn-vor, a zo un evn hirc'harek. Calidris alpina eo e anv skiantel.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
E-pad ar goañv e vev ar sourouc'haned boutin e barroù bras. A-wezhioù e weler barroù bras-kenañ el lec'hidegoù pe en traezhennoù. Un niver bras anezhe a c'hall bezañ gwelet o nijal a-gevred en o lec'hioù ehan pa zivroont pe en o zachadoù annez goañv.
Al lapous-se zo unan eus an hirc'hareged boutinañ hag anavet ar gwellañ en e dachadoù gouennañ ha goañviñ, ha douget e vezer da geñveriañ an hirc'harreged all gant ar spesad-se. Gant 17–21 cm hirder ha 32–36 cm digorded evit e zivaskell ez eo heñvel o ment ouzh hini an dridi, met un tamm brasoc'h, gant ur pigos tev.
Mont a ra an evned-se hed-ha-hed an aodoù lec'hidek a blij dezhe ar gwellañ gant ur fiñv "mekanik da wriat" arouezius pa vouetaont, o tastum tammoù boued en un doare urzhiek.
[kemmañ] Boued
Amprevaned a ya d'ober darn vrasañ o zinell pa vezont en tachadoù ma neizhiont. Debriñ a reont blodeged, preñved ha krestenneged en aodoù.
[kemmañ] Annez
[kemmañ] Rummatadur
Diouzh an evnoniourien e vez renket ar sourouc'han boutin en urzhiad Charadriiformes pe Ciconiiformes.