Soaig Siberil

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Soaig Siberil
Nolwenn Korbell and Soïg Sibéril.jpeg
Nolwenn Korbell ha Soaig Sibéril o son e Celtic Connections 2007.

Ganet 1 a viz C'hwevrer 1955
Paris
Micher(ioù) Soner
Kaner
Doare(où) sonerezh Breizh
Benveg(où) Gitar ha Kan
Lec'hienn ofisiel soigsiberil.com

Endro Nolwenn Korbell


Soïg Sibéril (war e bladennoù ha skritelloù met Soaig Siberil e tleje bezañ ma'z eo brezhoneg), a zo ur soner gitar arbennikaet war sonerezh Breizh. Ganet eo bet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1955 e Pariz.

E Pariz e oa, er bloavezhioù '70, pa en em droas ouzh sonerezh Breizh er festoù-noz, goude-se en em stalias e Breizh. Ur soner gitar eo, unan eus ar wastadourien gentañ da vezañ bet lakaet ar gitar e-touesk ar binviji ret er sonerezh brezhonek oc'h implijout an toniadur DAGDAD, e-giz ma c'hoarier er sonerezh iwerzhonatalies. Kanañ a ra e-unan pe gant e strolladoù. Gwelet eo bet o c'hoari gant ar strolladoù-mañ : Kornog, Gwerz, Pennoù Skoulm, Den pe c'hoazh Les Ours du Scorff. Kanet ha sonet en deus ivez gant Nolwenn Korbell.

Ur soner a zesk e-unan eo Soaig Siberil, son a ra kalz "finger picking". Implijañ a ra ar muiañ ar "gendonerezh digor" pe "open tuning" DAGDAD (re la re sol la re), evel Pierre Bensusan.

E vuhez[kemmañ]

E 1975 ec'h enrollas Soaig e bladenn gentañ gant ar strollad Sked. Kejañ a reas ar memes bloavezh gant ar soner gitar iwerzhonat Michael O'Donnell a zeskas dezhañ un nebeud arvezioù eus an hesonerezh war ar gitar. Soaig a lak ar son nevez-mañ e sonerezh brezhonek.

E 1978, e krouas Soaig ar strollad Den asambles gant Jacky Molard. E-barzh hemañ e c'hoariont binviji hengounel gant ul lusk tredan akoustek (elektro akoustek) a-drugarez d'ar gitar. Mont a reas neuze war-du ar gitar akoustek (acoustique) hag en em varrekaat a reas war deknik ar g-kendonerezh digor, pe anvet ivez DAGDAD.

E 1980, e kejas Soaig gant Jamie McMenemy eus Battefield Band. Krouiñ a rejont ar strollad Kornog gant Christian Lemaître ha Jean-Michel Veillon. Kornog a sonas dre Europa hag ar S.U.A (Stadoù Unanet Amerika). Enrollañ a rejont 5 pladenn. E-pad ar mare-se en em dro Soaig war-zu ar sonerezh brezhonek. Krouiñ a reas skipailh Gwerz asambles gant Patrick Molard ha Jacky Molard, Erik Marchand ha Youenn Le Bihan, enrollañ a reas gante teir fladenn. E fin ar bloavezhioù '80, e kendeuzas Gwerz ha Kornog evit krouiñ Pennoù Skoulm. Sonerezh Pennoù Skoulm a zo diazezet war sonerezh Breizh, ha binviji nevez a zeuio war-wel evel an uileann pipe, ar fleüt a-dreuz pe c'hoazh ar violoñs.

E 1989, e krouas Soaig ur strollad nevez anvet Trio Kemia, gant Fañch Le Bloas hag Alain Rougette. E-pad an amzer-se, e c'hoarie ivez gant Alain Pennec hag ar strollad La Rouchta, e-barzh ar strollad-mañ, e kemeras perzh ivez ar ganerien Gilbert Bourdin, Laurent Jouin ha ivez ar violoñsour Fañch Landreau.

E 1993, e kasas Soaig da benn e bladenn gentañ, bet graet e-unan hag anvet Digor, diwar label Gwerz-pladenn hag a zo label Erik Marchand. Mont a reas da son ivez gant ar soner gitar Jacques Pellen.

E 1994, e sonas war leurennoù er S.U.A gant ar Celtic Fiddle Festival, gant Kevin Burke, Johnny Cunningham ha Christian Lemaître. Roet e voe dezhañ priz Akademiezh Charles Cros abalamour d'e bladenn Les Ours du Scorff bet kemeret perzh ennañ gantañ.

E 1996, e veajas hag e sonas Soaig R.U.(Rouantelezh Unanet) gant ar Celtic Fiddle Tour. Embann a reas e eil pladenn e-unan, Entre Ardoise et Granit, hag enrollañ a reas ur bladenn nevez gant "Les Ours du Scorff".

E 1997, e oa Soaig gant ar strollad Orion hag enrollañ a rejont ar bladenn Kerden.

E 1999, e kasas Soaig da benn e drede bladenn e-unan anvet Gwenojenn. C'hoari a reas gant e gamarad soner : Alain Genty, Karl Gouriou, Jean-Philippe Le Coz, Bachir Mokari, Jachy Molard, Didier Squiban hag Alan Stivell.

E 2000, e voe embannet pladenn Le retour d'Oné, gant Les Ours du Scorff.

E 2001, Pladenn nevez Gitar (Coop Breizh).

E 2002, Celtic Guitar Festival (Greentrax) a voe embannet gant Tony MacManus, Alain Genty ha Steve Cooney. Kemeret en deus perzh gante er CD Autour de la guitar (Polydor) war intrudu ar soner gitar Jean-Felix Lalanne. Pladenn nevez gant skridoù sonerezh ha notadurioù (Coop Breizh). Ar bladenn Kan ha gitar sonet ha kanet asambles gant Laurent Jouin.

E 2003, e voe klevet en Olympia e-keñver ar sonadeg Autour de la guitar gant Jean-Felix Lalanne. Kemeret en deus perzh ivez e-pad ar Celtic Connection e Glasgow e krouidigezh Donald Shaw : Harvest.

E 2004, e kemeras perzh e pladenn Michael Jones : Prise et reprise. C'hoari a reas ivez war al leurenn gant Denez Prigent. Embannet en deus e ti Greentrax ar bladenn-arc'hant The clear stream e-lec'h e c'hoari Soaig, asambles gant Alain Genty ha Tony McManus.

E 2005, kaset en deus da benn pladenn Les Ours du Scorff La bonne pêche!

Pladennoù[kemmañ]

Gant Kornog[kemmañ]

Gant Gwerz[kemmañ]

Gant Orion[kemmañ]

Gant Les Ours du Scorff[kemmañ]

Pladenn war e gont e-unan[kemmañ]

Gant Nolwenn Korbell[kemmañ]

Kenlabour[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]