Sivet-palmez Afrika
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Nandiniidae | ||||
| Genad : | Nandinia | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Nandinia binotata Gray, 1830 |
|||||
|
|||||
Sivet-palmez Afrika (Nandinia binotata) a zo ur bronneg kigdebrer bihan.
Doareoù pennañ [kemmañ]
Berr eo e bavioù ha bihan e zivskouarn. Tennañ a ra e gorf da hini ur c'hazh. Keit eo e lost hag e gorf. Pouezañ a ra etre 1.70 ha 2.10 kg. Debriñ a ra evned, vioù, krignerien, amprevaned ha frouezh.
Annez [kemmañ]
Bevañ a ra e koadegoù reter Afrika. Un aneval-noz eo hag e-unanig e vev.
Daoust dezhañ bezañ heñvel a-walc'h ouzh ar siveted all e vez renket en e gerentiad m'emañ an ezel nemetañ : Nandiniidae.