Sifr Kaezar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diblaset eo bet pep lizherenn eus 3 flas

E Kriptografiezh e vez anv eus sifr Kaezar dre ma z eo unan eus an doareoù aesañ da rinegañ pe enkriptañ ur skrid, da lâret eo kuzhat e ster en ur cheñch al lizherennoù. E plas pep lizherenn e lakaer ul lizherenn all bet kemeret un tamm pelloc'h hervez urzh al lizherenneg. Ma tibaber an niver 3 evit an dilec'hiañ e vo erlec'hiet al lizherenn A gant al lizherenn D (Tri flas pelloc'h el lizherenneg) B a zeuio da vezañ E hag all.... Sifr Kaezar a vez graet eus an doare rinegañ mañ dre ma veze implijet gant Julius Kaezar evit mont e darempred gant e jeneraled. Sifr Kaezar a c'hell bezañ implijet en ur sistem rinegañ luzietoc'h evel Sifr Vigenère . D'an deiz hiziv e c'hell bezañ lakaet da dalvezout c'hoazh e sistemoù luziek evel ROT13. Evel an holl zoareoù rinegañ eeun diazezet war eilpennañ plas al lizherennoù e vez aes a-walc'h da gavet an alc'houez, kompren penaos e ya en-dro sifr Kaezar ha disrinegañ ar skridoù a ra gantañ. Ne zegas tamm surentez ebet evit ma chomfe kuzh ur skrid.

Skouer[kemmañ]

An doare aesañ d'ober gant sifr Kaezar eo skrivañ al lizherenneg e div linenn disheñvel. Diblasiñ a reer lizherenneg an traoñ diouzh an niver a lizherennoù bet dibabet evit an alc'houez. Amañ da skouer eo 3 war zu an tu kleiz zo bet dibabet da alc'houez.

Skrid diazez : A B K D E F G H CH C'H I J L M N O P R S T U V W Y Z

Skrid Rineget: D E F G H Ch C'h I J L M N O P R S T U V W Y Z A B K

Pa vez rineget ar skrid e seller ouzh pep lizherenn eus ar skrid el linenn diazez ha skrivañ a reer en he flas al lizherenn zo dindan el linenn rineget. Evit diluziañ ar skrid e reer ar c'hontroll.

Skrid rineget C'hsuwsk thoo, c'hsuwsk c'hahoo

Skrid diazez Gortoz pell, gortoz gwell

Ar rinegañ a c'hell bezañ skrivet en ur ober gant jedoniezh modulek. Ret eo treuzfurmiñ pep lizherenn en un niver, en ur heuliañ ar stumm-mañ. A=0, B=1 ….Z=25. Rinegañ ul lizherenn x gant un dilec'hiadur n a vez deskrivet en doare matematikel evel

E_n(x) = (x + n) \mod {26}.

An disrinegañ a vo

D_n(x) = (x - n) \mod {26}.

Er skouer bet roet a-us emañ alc'houez an dilec'hiañ etre 0 ha 25 Ma ne vefe ket bet x+n pe x-n etre 0 ha 25, e vefe bet ret tennañ pe sammañ 26. Ar memes dilec'hiadenn a gaver hed a-hed ar skrid. Un eilpennadenn unlizherennek eo ma vije bet talvoudegezhioù disheñvel e vije bet un eilpennadenn lieslizherennek.

Istor hag implij[kemmañ]

Diwar anv Julius Kaezar eo deut Sifr Kaezar. Diblasiñ a rae lizherennoù al lizherenneg eus 3 flas.

Tennañ a ra sifr Kaezar e anv diouzh Julius Kaezar a implije al lizherennaoueg en ur zilec'hiañ al lizherennoù eus 3 flas. Hervez Suetonius e implije an doare rinegañ-mañ evit kuzhat ster al lizhiri a gase d'e jeneraled. Kaezar eo an den kentañ bet meneget evit implijout an doare mañ da enkriptañ skridoù met doareoù all a oa bet implijet abretoc'h.

  • · Pep tro m'en doa ezhomm lâret un dra a ranke chom kuzh e skrive ul lizher rineget, en ur cheñch urzh al lizherennoù evit ma ne vefe ket komprenet ar gerioù. M'en doa c'hoant unan bennak disrinegañ, kompren ar ster, e ranke eilpennañ gant al lizherenn a oa pevar flas pelloc'h el lizherenneg, da lâret eo D evit A hag er memes doare evit ar re all. Suetonius Buhez Julius Kaezar 56

E niz Augustus a reas ivez gant un doare rinegañ met en ur ziblasañ al lizherennoù eus ur plas war zu an tu dehoù ha ne adkroge ket gant lizherenn gentañ al lizherenneg.

  • · Pa skrive ul lizher rineget e skrive B e lec'h A, C e lec'h B hag heuliañ a rae evel-se evit al lizherennoù all hag ober a rae gant AA e lec'h X. Suetonius Buhez Augustus 88

Testenioù a zo a ra anv eus doareoù luzietoc'h bet implijet gant Julius Kaezar. Menegiñ a ra ar skrivagner Aulus Gellius ul levr rinegañ aet da goll bremañ. Savet zo bet ul levr ijinus gant ar yezhadurour Probus diwar-benn ster kuzh al lizherennoù a veze implijet gant Kaezar en e lizhiri. Aulus Gellius Nozvezhioù Atika 17.9.1-5

Ne ouezer ket re hag eñ e oa efedus sifr Kaezar d'ar mare-se. Bez e oa moarvat, dreist-holl dre ma ne ouie ket lenn ar pep brasañ diouzh enebourien Kaezar hag ar re all a grede moarvat e oa bet skrivet al lizhiri en ur yezh dianav dezho. Ne gaver roud ebet d'ar mare-se eus teknikoù meneget evit terriñ lizhiri rineget en un doare simpl evel-se. Ar re gentañ a zeu diouzh ar bed arab en 9 vet kantved gant labourioù Al-Kindi diwar-benn dielfennadur ar frekañsoù. Ur sifr Kaezar a dalvoudegezh unan a c’heller kavet ouzh kein ar Mezuzahoù. (Paperioù parch lec'h ma skriv ar yuzevien un nebeut bommoù tennet eus an Torah) Implijet e vez evit kuzhat anvioù Doue. Dont a ra ar c'hiz-se diouzh an amzerioù koshañ moarvat pa ne oa ket aotreet ar yuzevien da gaout Mezuzahoù. Emañ kuzhet anv Doue dindan al lizherennoù evel-se evit kas kuit nerzhioù an droug sañset. En 19vet kantved e veze kavet er c'hazetennoù kemennadennoù personel rineget en un doare simpl evel se. Gant Kahn (1967) e vez meneget lizhiri karantez bet embannet e The Times kuzhet dindan sifr Kaezar. Betek ar bloaz 1915 eo bet implijet en arme Rusia e lec'h sistemoù rinegañ a oa re ziaes d'ar soudarded diluziañ anezho. Aes-tre e oa d'an arbennigourien alaman diluziañ ster al lizhiri-se. Sifr Kaezar a vez kavet hiziv c'hoazh e c’hoarioù ‘zo evit ar vugale. Sifr Vigenère a zo ur seurt sifr Kaezar met dilec'hiet e vez al lizherennoù diouzh un niver a blasoù disheñvel bep tro. Talvoudegezh an dilec'hiadur-mañ a vez termenet en ur ober gant gerioù kuzh. Ma z'eo ken hir ar gerioù kuzh hag ar gemennadenn rineget e teu da vezañ dibosupl diluziañ ar ster keit ha ma n'anavezer ket ar gerioù kuzh. Ma 'z eo berroc'h ar gerioù kuzh eget ar gemennadenn, evel « Complete Victory » ar gerioù a veze implijet en arme ar c'hreisteiz e-kerz Brezel Diabarzh ar Stadoù Unanet, d'ar poent-se e teu da vezañ posupl da derriñ ar sistem rinegañ en ur zielfennañ peseurt lizherennoù a zeu en-dro ingal, dielfennadur ar frekañsoù a reer eus-se. E miz Ebrel 2006 e oa bet paket penn ar Mafia Bernardo Provenzano e Sisilia goude ma oa bet diluziet lizhiri a skrive gant un doare sifr Kaezar. Lakaat a rae Provenzano 4 e-lec'h A ha 5 e-lec'h B hag o kenderc'hel evel se betek Z.


Terriñ sifr Kaezar[kemmañ]

Aes a-walc'h eo terriñ ur gemennadenn kuzhet dindan sifr Kazear . Daou zegouezh a c'heller kaout. 1 Gouzout a reer pe divinout a reer zo bet implijet ur sistem rinegañ oc'h eilpennañ lizherennoù met hep gouzout dre ret hag eñ eo sifr Kaezar. 2 Gouzout a reer eo bet implijet sifr Kaezar met hep gouzout talvoudegezh an alc'houez.


Klask ar sifradur[kemmañ]

En degouezh kentañ e ranker ober gant un dielfennadur frekañsoù pe klask ar gerioù probapl. D'ar mare-se e vo merzet eo bet diblaset ingal al lizherennoù diouzh ar memes niver a blasoù, ha sklaer teu da vezañ neuze ez eus bet graet gant sifr Kaezar evit rinegañ ar skrid.

Klask talvoudegezh an dilec'hiañ[kemmañ]

Dilec'hiadur
Danvez skrid
0 Mjpa Vmudpm
1 Nlrb Wnvern
2 Omsk Yowfso
3 Pntd Zpygtp
4 Roue Arzhur
5 Spvf Bsachvs
6 Trwg Ktbc’hwt
...
23 Jc’hny Tjsbnj
24 Lioz Ultkol
25 Mjpa Vmupm

En eil degouezh e ouezer ne c'hell bezañ diblaset ul lizherenn nemet 26 gwech. N'eus nemet klask an holl anezho. Un dagadenn dre nerzh a raer eus se. An doare aesañ eo kemer un nebeut gerioù eus ar skrid, lakaat anezho en un daolenn ha gwelet an holl ziblasadurioù posubl betek ma teufe war wel gerioù o deus un dalvoudegezh bennak, evel en daolenn amañ e kichen. Er pevare renkennad e teu war wel an diskoulm. Un doare all a zo d'ober en ur skrivañ al lizherenneg ouzh bandennoù paper e stumm kolonennoù. Pep bandenn a blaser war ar bomm da ziluziañ en ur c'holoiñ pep lizherenn eus ar skrid-se gant ar memes lizherenn skrivet ouzh ar vandenn baper. Dont a ray ar skrid diluziet war wel un tu bennak a-us pe dindan ar skrid kuzh.

Dielfennadur ar frekañsoù[kemmañ]

Un doare all zo d'ober en ur analizañ pet gwech e teu en dro al lizherennoù er skid pe penaos e vezont plaset. Sevel a reer ur grafig o tiskouez pet gwech e teu en dro pep lizherenn er skrid kuzh, ha keñveriañ a reer ar grafig-se ouzh unan all o tiskouez pegen alies e teu al lizherennoù en ur skrid kemeret da zave. En ur geñveriañ an daou c'hrafig e vo aes a-walc'h da zivinout lod eus al lizherennoù . « E » da skouer a vez kalz stankoc'h e Brezhoneg evit forzh peseurt lizherenn all. « A » a zeu en dro alies tre ivez met n'eo ket ken stank hag al lizherenn « E » . Ma weler ar memes lizherennoù kichen ha kichen meur a wech ez eus chañsoù bras e vefe pe « nn » nemet e vefe « ll » met an div lizherenn mañ ne zeuont ket ken alies hag ar re gentañ. Ur wech ma zo bet divinet ul lizherenn e vez aes kavet an alc'houez a roio pet gwech eo bet diblaset pep lizherenn. Dielfennadur ar frekañsoù a reer eus se. Un urzhiataer a raio al labour buanoc'h c'hoazh en ur ober gant ur fonksion arnodenn χ² Pearson