Mafia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ur mafia (pe maffia) zo un aozadur torfedourien, gant renerien guzh, hag a glask pinvidikaat dre sachañ arc'hant digant an dud, dre gaer pe aliesoc'h dre heg, dre spontañ an dud pe dre ober droug dezho pe d'o c'herent. Klask a ra pep mafia en em silañ er gevredigezh hag en ensavadurioù. Alies e lavarer « mafiosi » eus an izili ( « mafioso » en unander) diwar skouer an italianeg.

Unan eus obererezhioù ar mafia eo lavarout « gwareziñ » stalioù (ostalerioù da skouer) ha rediañ an dud da baeañ un tailh evit bezan gwarezet : ar re ne fell ket dezho paeañ a vez gourdrouzet, pe distrujet o madoù. Unan all eo klask ren war an ekonomiezh e-maez al lezenn : gwerzh an dramm, an armoù, kuzhat lastez dañjerus.

Ar mafia zo ivez un anv hollek roet da veur a aozadur bihan hag a glask, a-wechoù, brasaart diwar-goust ar re all.

Gerdarzh[kemmañ]

Dont a ra an anv eus ar ger italianek mafiosi e-lec'h ma vefe kroget ar c'hentañ mafia, goude ma n'omp ket re sur eus pelec'h e vefe kroget nag eus pegoulz ez eo kroget.

Un nebeud martezeadennoù zo bet savet diwar-benn orin ar ger mafia.

Gallout a rafe an anv dont eus ar ger arabek Ma'fiya (معفية ) hag a dalv ne baeont ket a dailh. Met gallout a rafe dont eus ar sikilianeg ivez. Dont a rafe ar ger mafia eus maffi hag a zo un tamm eus sternaj ar marc'h. Eus maffi e teufe an anv-gwan maffiusu a dalvez un den gwisket mat.

Implijet vez ar ger mafia en ur mare pemdeziek nemet adalek 1863 gant ar pezh I mafiusi di la vicaria gant Giuseppe Rizzotto hag Gaetano Mosca. Goude ar pezh-se e vo implijet ar ger-se en un doare boutin abalamour d'ar berzh graet gant ar pezh. Er bloavezhioù 1860 e krog da vezañ implijet ar ger mafia gant an dud a renk uhel. Anvet e-giz ur strollad a dud gant doareoù fall.

Orin[kemmañ]

Krediñ a reer e oa kroget ar mafia en Italia ar Su (Mezzogiorno) war-dro an XIX(ve)t kantved. Memes ma vefe posubl e vefe bet aozadurioù eus ar memes doare o vont en dro e broioù hag e mareoù all. Meur a vafia a zo e kreisteiz Italia, e-giz ar re-mañ:

An aozadurioù torfedourien gwelet e-giz mafia stricto sensu eo ar mafiaoù italian, ar Yakusa, ar mafia Italo-Amerikan, ar mafija serb, ar mafiya rusian ha kalz reoù all eus an aozadurioù bihan d'ar reoù bras. Bez eus ivez an aozadurioù a ra war dro an dramm e-giz e su Bro-C'hall pe e Maroko. Met ar re-se ne vezont ket anvet mafia blamour ma n'o deus ket tout ar pezh a ra ur mafia (An dud e-penn sañset vevan pelloc'h eget ar re a ya da adwerzhañ an dramm hag n'o deus nemet un dra da labourat e-giz an dramm pe ar c'hoarioù arc'hant ne meront ket kalz a traoù blamm d'an dra-se ne c‘hellont ket bezan anvet mafia). An orin gwir eus ar mafia a zo ar stourm a-enep an dud a teue da vevañ en o bro. Blamm ma tud eus an estren vro a zeue hag a lake o galloud en o vro e-giz e Sikilia e-lerc'h ma z eo bet gouarnet ar vro gant meur a zud e-giz an arabek en XIvet kantved pe gant an normaned da c'houde. A-enep d'an dra-se ez eo bet krouet ar mafia evit stourm a-enep an dud eus an estren vro a gemere ar galloud hag a lake anezho en ur stad fall en ur gemer tout ar pezh a c'hellfe bezan gwerzhet met gant ar mafia e veze sikouret an dud paour en ur laerezh traoù d'an estrañjourien, met da c'houde ez eo en em treuzfurmet an aozadur bihan-se en un aozadur a lare e garez tud zo en eskemm d un tamm arc'hant, ha disoñjet eo bet ar pal kentañ a oa sikour a re baour.

Istor ar Cosa Nostra[kemmañ]

Un tamm geriaoueg[kemmañ]

An omerta: a zo al lezenn a garez ar mafia, power gant al lezenn-se ne vez ket droat komz eus ar pezh reont mod all e vezont lazhet. Rediet int da lar ur frazenn (ne velont ket, ne klevont ket, ne komzont ket) gant al lezenn-se e vez miret ar mafia, an den bet traitouret a rank lazhan an den en deus diskuiliet anezhan. Ar pentito: un den keuziek, da laret eo un den a zo aet kuit eus ar mafia hag a zo a-du da terin an emglev o deus graet pa int deuet er mafia (an omerta) hag a ro kelou d'an archerien eus piv zo er mafia petra reont hag en eskem an archerien a zo sanset gwarezi anezho hag . Ar cosca: a zo un aozadur eus ar mafia hag a gont muioc'h ur bern a aozadurioù eus ar mafia met bihanoc'h. Ar pizzo: a zo an anv ar racket e sisilia. Servij a ra d'ar mafia evit sevel an tailhoù o deus ar kenwerzher da baean evit bezan « gwarezet » gant ar mafia. Ar gabbelluto: a zo un den eus ar mafia hag a pak ar pizzo (eus an italianeg gabella (tailh) hag a teu un eus ar brezhoneg kozh kabalenn (kemer perzh) .

Ar penn-kentañ[kemmañ]

E-pad pell amzer ez eo bet komzet eus orin ar mafia daosk hag e oa kroget er grenn-amzer pe goude. C'hoazh bremañ ne ouezer ket mat pegoulz e vefe kroget, ar pentito Tommaso Buscetta marv bremañ a krede e oa ganet ar mafia er grenn-amzer met an dud a-vremañ hag a ra war dro an dra-se a kred e vefe kroget péloche er XVvet kantved da skouer, blamm ma vez kredet e oa o fall kentañ gwarezin ar pobl, hag en amzer-se e oa ar spagnoleg o tont war enezenn Sisilia, met ne z eus ket tu gouzout gant resister pegoulz ez eo kroget, blamm ma ne vez ket a-walc'h a prouennoù. Tu zo kredin e vefe « Robin Hood » unan eus an istorioù kentañ a komzfe eus ar mafia evit bezan gwelet mat gant ar bobl. Goude an dispac'hioù etre 1848 hag 1860 enezenn Sisilia a oa deuet da vezan ul lerc'h anarkiezh. Gant an dra-se e krog aozadurioù bihan da laeran ha d ober war dro marc'had an armoù hag all, an dra-se a vo ar c'hentañ mafia. Met goude e vo krouet ur gouarnamant all e Roma hag ar gouarnamant-se na asanto ket tout ar pezh a veze graet gant ar mafia. Neuze en XIXvet kantved e kemmont o doareoù d'ober ha posubl e vefe ar mafia a anavezont breman ar memes hini hag an hini eus an XIXvet kantved.

Adalek ar bloavezhioù 90[kemmañ]

Adalek un nebeud bloavezhioù e krog Italia da reiñ tolioù bihan d'ar mafia. Adalek an taolioù bihan-se e vez lakaet e pleustr gant al lez-varn an « oberiadenn daouarn prop », gant an oberiadenn-se e vo paket un toullad mat a tud a oa plaset uhel er mafia hag ivez tud politikel a kemere un tamm eus an tailhoù da skouer pa ez aent da rein anezhe d'an dud karget ouzh an aferioù-se. Mont a rae gwelloc'h gwellañ stad ar Stad. Met ar mafia a ya da zisklerian ar brezel da Italia. En ur lazhan da skouer 4 den hag o doa krouet an oberiadenn daouarn prop(Carlo Alberto Dalla Chiesa, Rosario Angelo Livatino, Giovanni Falcone hag Paolo Borsellino en ur implij evit pep hini un tonenn a TNT). Gant ar muntr-se e vo paouezet an emgann a enepto. Adkregiñ a raio met ne vo ket ken efedus hag an hini a-raok. E 2004 e straedoù Naplez e vo graet manifestadegoù a-enep ar mafia. Er memes bloavezh an enebiezh etre ar mafia a raio 139 den marv, er c'harterioù paour dreist holl. Ne vo ket ken kreñv hag an emgannoù bet er bloavezh 1981 e lerc'h ma oa bet 273 den marv. Blamm d'an tud marv e vo krouet ur bern a lec'hiennoù a-enep ar mafia.

Mont en dro ar Cosa Nostra[kemmañ]

Lidoù sikilianeg ar Cosa Nostra[kemmañ]

E-barzh tost pep familh eus ar mafia e vez ul lid pa tremen un den hag a oa « kevredad » hag a zo o vont da vezan « soudard ». E-pad al lid-se e vez troc'het biz an den a zo o vont da vezan "soudard" ar gwag a kouezh war ur skeudenn santel, lakaet vez an tan d'ar skeudenn-se e-barzh dorn an den e-pad m'emañ ar skeudenn o devin an den a zo o touin ne ziskuilho ket e gamaladed, hag aze ez eo echu al lid an den a zo un den eus ar familh bras eus ar mafia. Ar sisilianeg o deus ivez ul lezenn anvet "omerta" hag a vir anezho da lâr petra a reont mod-all e vezont lazhet ar merc'hed e-giz ar paotred pe ar vugale.

Tud a zo bet anvet er mafia[kemmañ]

  • Calogero Vizzini(1877-1954), a oa ur paeron eus ur familh mafian, anvet e oa dindan anv don carlo, just goude ar c'hentan brezel bed e vefe unan eus ar re gentañ o vezan ur capo di tutti i capi.
  • Stefano magaddino (1891-1974), un den kozh eus ar Cosa Nostra hag a oa anvet e kêr "buffalo" hag e "detroit"
  • Guiseppe Genco Russo (1893-1976), mestr ur familh anvet Mussomeli. Pennherer Calogero Vizzini.
  • Michele Navarra (1905-1958), mestr ar familh Corleone deus 1930 betek 1958.
  • Salvatore Greco (1923-1978), mestr ar familh Ciaculli, en oa kentañ sekretour eus ar c'hentañ kofridi eus ar mafia sikilian e 1958.
  • Tommaso Buscetta (1928-2000), ar c'hentañ den hag a komzo eus ar mafia (ur "pentito") e 1984.
  • Stefano Bontade (1939-1981), mestr eus ar familh Santa Maria di Gesù.
  • Bernardo Provenzano (ganet e 1933), gwelet e-giz unan eus a re kreñvañ eus ar mestroù sikilian. Klasket e oa gant an archerien e 1963 a paket eo bet e 2006.

Terminidigezh ar rannoù er mafia[kemmañ]

  • Don: paeron ur familh eus ar mafia, un ezel a gevred gant ar familh, italian pe sikilian ar peurliesañ.
  • Capo di Tutti i Capi: ("ar mestr eus ar mestroù") da larêt eo Matteo Messina Denaro evit ar mafia sikilian, Renato Gagliana evit ar Sacra Corona Unita hag Francesco di Boille evit ar Cosa Nostra.
  • Capo di Capi Re: (un titr roet d'un den a ennor eus ar mafia hag a zo war e leve, troet vez e-giz "mestr roue ar mestroù") da lâret eo Vicenzo di Boille evit ar Cosa Nostra.
  • Capo Crimine: a zo un den hag a ver tud hag a zo enrollet evit mont da wellet an dud o deus kudennoù ganto.
  • Capo Bastone: a zo un den dindan live ar Capo Crimine hag a dirij un nebeud a dud pa vez ezhomm mont da gwelet tud a ne beont ket buan a-walc'h evit redian -ne da bean buhanoc'h (gwelet e-giz un "Underboss").
  • Consigliere: (un den hag a sikour ar capo di tutti i capi, un alvokad eo an aliesañ)
  • Caporegime: un mestr hag a gourdon un dek bennak a soudarded.
  • Sgarrista: pe Soldato "soudard" un den hag a servij e-giz ur soudard.
  • Piccioto: "den bihan" ul live izel hag a servij evit al labour groñs.

Mont en dro ar mafia[kemmañ]

Mont en dro ar mafia a zo gant un doare gounit arc'hant oc'h ober traou difennet. Gounit a reont arc'hant da skouer:

  • Gant an trafikerezh armoù
  • Gwerzh dramm
  • Trafikerezh bugale
  • Gwenaat arc'hant
  • C'hoarioù arc'hant(kasino da skouer)
  • Raket
  • trafikerezh organoù

Ar mafia a zo graet e stumm ur piramidenn e-giz stumm un aozadur modern. Gant un den e-penn hag dindan a re a labour evitañ.

Mafia family structure tree.en.svg

Emgann a-enep ar mafia[kemmañ]

An emgann a-enep ar mafia a zo diaes kenañ, peogwir e vez kavet kalz a wech aozadurioù hag a c'hell cheñch lec'h buan-tre, hag da gwenaat o arc'hant ken buan. Evit an dra-se ez eo bet krouet savadurioù e-giz Interpol evit adkavout tud eus ar mafia pa traou all e-giz bugale kolet gant an aozadur-se e vez adkavet kalz a dud hag a zo bremañ en toull-bac'h. Ma ne vije ket aozadurioù e-giz-se ne c'hellfe ket bezan paket an dud klasket gant ar polis pe nemet dre un taol-chañs. E Alamagn e vez un aozadur hag a klask ober war dro ar mafia hag tud all anvet eo ar "Bundeskriminalamt". E Italia ez eo an "DIA" hag e Amerika "FBI" pe "DEA". Hag "Interpol" evit ar bed a-bezh pe tost.

Ar mafia en ekonomiezh[kemmañ]

Ar mafia pa za en ekonomiezh n eo ket nemet en un doare direizh. Gounit a ra arc'hant en oc'h ober traoù aotreet, met a kuzh tost bepred un aozadur diaotre. Ar mafia a goulenn arc'hant en eskemm d'ur surentez e-kenver ar mafia all pe an dud o defe c'hoant ober traoù a-enep e stal, met ma n int ket a-du bezañ gwarezet e vez torret o stal, lakaet an tan en o stal, pe kemeret ar vugale evit e vefent a-du a-benn ar fin a ma n'int ket, lazhet e vezont, hag un den a-du da vezan gwarezet a kemer o flas. An arc'hant dastumet a zo diaes kennan da adtapout gant an archerien, blamm ma cheñch dorn buan-tre. An doareoù nevez a c'hell sikour anezho e-giz gant internet, ar piratiñ a zo deuet un doare boazh evit gounit arc'hant hep fiñval.

Mafia-all[kemmañ]

Ar ger mafia a zo implijet dreist-holl evit an aozadur kriminaerien italian, met implijet e vez ivez evit n eus forzh peseurt aozadur kriminaerien hag a zo frammet, e-giz :

  • Ar mafia albanat
  • Ar mafia bulgareg
  • Ar mafia sinaeg
  • Ar mafia kors
  • Ar mafia italo-amerikan
  • Ar mafia japanat
  • Ar mafia poloniz
  • Ar mafia rus
  • Ar mafia serb
  • Ar mafia turk

Tud anvet a oa a-enep ar mafia[kemmañ]

Eliot Ness
  • Giovanni Falcone
  • Paolo Borsellino
  • Peppino Impastato
  • Carlo Alberto Dalla Chiesa
  • Antonio Di Pietro
  • Bernard Bertossa
  • Carla Del Ponte
  • Eva Joly
  • Ferdinando Imposimato
  • Letizia Battaglia
  • Pierre Michel
  • Eliot Ness

Tud anvet eus ar mafia[kemmañ]

  • Al Capone
  • Lucky Luciano
  • Vito Genovese
  • Tommaso Buscetta
  • Salvatore Riina
  • Bernardo Provenzano
  • John Gotti
  • Frank Costello

Filmoù,c'hoariou video[kemmañ]

Filmoù[kemmañ]

Er sinema ez eus bet graet kalz a filmoù war ar mafia. En o zouez:

  • Little Cesar, 1931, Mervyn LeRoy
  • L’Ennemi Public, 1931, William A. Wellman
  • Scarface, 1983, Brian De Palma
  • Pépé le Moko, 1937, Julien Duvivier
  • White Heat, 1949, Raoul Walsh
  • Touchez pa au grisbi, 1954, Jacques Becker
  • Le Cave se rebiffe, 1961, Gilles Grangier
  • Guerre des gangs a Okinawa, 1971, Kinji Fukasaku
  • The Godfather, 1972, Francis Ford Coppola
  • Mean Streets, 1973, Martin Scorsese
  • Combat sans code d'honneur, 1973, Kinji Fukasaku
  • Cent Jours a Palerme, 1984, Giuseppe Ferrara
  • The Untouchables, 1987, Brian De Palma
  • Goodfellas, 1990, Martin Scorsese
  • Les Infiltrés, 2006, Martin Scorsese
  • Bugsy, 1991, Barry Levinson
  • Year of the Dragon, 1985, Michael Cimino
  • The King of New York, 1990, Abel Ferrara
  • Violent Cop, 1989, Takeshi Kitano
  • Un nouveau Russe, 2001, Pavel Lounguine
  • Casino, 1995, Martin Scorsese
  • Mafia Blues, 1999, Harold Ramis
  • La siciliana ribelle, 2007, Marco Amenta

Er skinwel e vez ivez kavet filmoù diwar-benn ar mafia:

  • The Sopranos graet gant David Chase
  • Oz a zo ur rummad HBO a komz eus un toull-bac’h e-lec’h ma'z eus tud eus ar mafia italian hag a ra traou difennet.
  • The Simpsons e-lec’h ma c'haller gwelout tud eus ar mafia a-wechoù.
  • Gotti, un telefilm HBO hag a komz eus ur mestr eus ar mafia marv hiriv an deiz.
  • Un flic dans la mafia, graet gant Stephen J. Cannell.

C’hoarioù video[kemmañ]

Adkavet e vez ar mafia e-barzh ar c’hoarioù video :

  • Mafia, krouet e 2002 evit Windows, PlayStation, Xbox 360 hag GameCube. Savet eo bet gant ur strollad tchek. Istor un den hag a za e-barzh ar mafia italo-Amerikan er bloavezh 1930 eo.
  • Grand Theft Auto, istor un den hag a labour evit kalz a aozadurioù disheñvel eus ar mafia.
  • Weedcity, a zo ur c’hoari deuet er maez e 2008, ur c’hoari e lec’h ma o peus da gwerzhañ dramm mont er « casino » hag all.
  • The Godfather, deuet er maez e 2006, istor ar film « The Godfather » eo.
  • Yakuza a zo istor un den a labour evit ar yakusa e Tokio.

Pennad[kemmañ]