Sarvāṅgāsana

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sarvāṅgāsana pe stumm ar c'horf a-bezh

Sarvāṅgāsana (Devanāgarī: सर्वाङ्गासन), pe stumm ar c'horf a-bezh, a zo ur stumm yoga eus ar re bouezusañ. Kar-tost eo d'ar stumm Śīrṣāsana harpet ouzh kern ar penn, met ne vac'h ket ar melloù-gouzoug.

Dont a ra an termen eus sarvāṅga a dalv "ar c'horf a-bezh" e sañskriteg .(ger-evit-ger : "an holl izili")

Ar stumm[kemmañ]

Gourvezet war ar c'hein gant an divrec'h a-hed ar c'horf e saver goustadik an treid ha al lodenn izelañ eus ar c'horf bras e doare ma vo douget pouez ar c'horf gant ar penn, ar chouk hag an divrec'h. Troet eo ar selloù ouzh ar bizied-treid hag a-eeun emañ ar penn gant linenn greiz ar c'horf.

En Haṭha Yoga eo gwell pleustriñ a-gammedoù dre greskiñ padelezh ar stummoù un tammig bemdez. Aliet e vez sevel en e sav goude div vunutenn gourvezet war ar c'hein, evit dasparzh ar gwad.

Gant sādhu-ed ar c'h-kumbhamelā en India, anezho yogied akuit, e vez dalc'het ar stumm e-pad teir eur. Unan yac'h ha boaz ouzh Sarvāṅgāsana a c'hell mont betek un eur pe un eur hanter.

Gounidoù[kemmañ]

Er Yogatattva Upaniṣad e c'heller lenn :

« […] Evit a sell ouzh Sarvāṅgāsana
e plij d'an diskibled akuit
rak diwall a ra diouzh meur a gleñved
a gorf hag a spered ;
[…] e tri miz,
e steuzio kuit roufennoù ha blev gris,
ha mar pleustrer Sarvāṅgāsana
e-pad teir eur bemdez,
ne varvor ket. […] »

— Yogatattva Upaniṣad, (122, … ,125)

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]