Śīrṣāsana

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Śīrṣāsana

Śīrṣāsana (Devanāgarī: षीर्शासन), pe stumm ar penn, a zo ur stumm yoga ma vez eilpennet ar c'horf penn-da-benn, ha ma vez harpet ouzh an divarvrec'h tra ma stok skañvik kern ar penn ouzh al leur.

Dont a ra an termen eus śīrṣa a dalv "penn, klopenn" e sañskriteg.

Goude echuiñ an asana-se ne saver ket ar penn diouzhtu, met lezel a reer an tal war al leur a-pad ur vunutenn.

Gounidoù[kemmañ]

Krediñ a ra d'an dud a bleustr ar yoga e c'hell śīrṣāsana kreskiñ red ar gwad en empenn, gwellat ar vemor hag arc'hwelioù all ar meiz, evel ar pep brasañ eus ar stummoù eilpennet. Krediñ a reer ec'h adyaouanka ar c'horf hag ar spered, hag e reol red an energiezh (prāṇa) er c'horf.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Daveoù[kemmañ]