Salvador Dalí
Salvador Dalí (11 a viz Mae 1904 e Figueres – 23 a viz Genver 1989 e Figueres) a oa ul livour hag ur skrivagner katalan, unan eus an daou gannad pennañ eus an dreistgwirvoudelezh. Daoust ma oa al livadur e du a zisplegadur e reas sinema ha teatr ivez. Treset en deus bravigoù ha skrivet un niver bihan a levrioù.
E-pad e vuhez e reas Salvador Dali en tu-hont da 1 500 livadur.
[kemmañ] Buhez
Goude marv e vamm e 1921 ez eas kuit Salvador Dali da Vadrid ma studias en Escola de Belas Artes de San Fernando. Enni e kejas ouzh arzourien evel Luis Buñuel pe Federico García Lorca. E 1926 e veajas evit ar wech kentañ da Bariz ma kejas ouzh Pablo Picasso. Gant Luis Buñuel e kenlabouras d'ober ar film Un chien andalou hag ez eas kuit da Bariz e 1929. En hevelep bloaz e kejas gant Gala a vo e vuzenn betek fin e vuhez.
Salvador Dali a voe unan eus an nebeud arzourien spagnolat hag a harpas ren Francisco Franco, ar pezh a voe abeg d'un diemglev gant an dreistgwirvoudelerien arall. Diarbennet eus ar bagad e voe gant André Breton.
E deroù an Eil Brezel-Bed ez eas kuit Salvador ha Gala Dali da chom d'ar Stadoù-Unanet ma chomjont betek 1948. Eno ec'h embannas, e 1942, e emvuhezadur: Buhez Kevrin Salvador Dali.
E 1949 e tistroas da Gatalonia ma varvas d'an 23 a viz Genver 1989.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Carré d'Art (Salvador Dalí), Jean-Pierre Thiollet, Anagramme Ed., 2008. ISBN 2-35035-189-6