Narkissos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Narkis , gant Caravaggio (v. 1595)
Ec'ho ha Narkis, livet gant Nicolas Poussin, v. 1629-1630, Mirdi al Louvre
Narkis, murlivadur e Pompei
Ec'ho ha Narkis
(John William Waterhouse, 1903, Walker Art Gallery, Liverpool)

Νarkisos pe Narkis (Νάρκισσος / Nárkissos e gregach) a zo mab d'an doue-stêr Kefisos ha d'an nimfenn Liriope, e mojennoù Hellaz kozh.

Mojenn[kemmañ]

E Metamorfozoù Ovidius eo kontet ar vojenn diwar e benn. Pa voe ganet Narkissos e voe goulennet ouzh an diouganer Tiresias ha mont a rafe ar bugel da gozh, hag eñ da respont : « Da gozh ez ay ma en em anavez. » Deuet bras ar paotr, koant e oa evel an heol, ha lorc'hus ken-ha-ken. Fae a reas war an nimfenn Ec'ho, ha re all c'hoazh, pitilh gantañ. Un deiz, e dour un eienenn, e welas e skeudenn, ma orgedas-eñ outi. E-pad deizioù e chomas dirak e skeudenn da glemmichat dre ma ne oa ket evit tapout anezhi. A-benn ar fin e varvas gant an naon, hag e c'hoarezed an naiadezed a zougas kañv dezhañ.

E-lec'h ma voe kavet e gorf e voe kavet foeon ivez, bleunioù gwenn anvet narcissus e latin.

Doare all[kemmañ]

Gant Nonnos Panopolis e oa un doare all d'ar vojenn.

Mab Endymion ha Selene e oa Narkissos, ha dezhañ ur c'hoar c'hevell, hag eñ pitilh ganti. Pa varvas-hi e kustumas-eñ da vont d'ur feunteun ma c'halle sellout ouzh he skeudenn en dour, pa oant heñvel.

Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.