Mont d’an endalc’had

Sadorn (planedenn)

Eus Wikipedia
Sadorn ♄
Sadorn skeudennet gant ar sontenn Cassini
Doareennoù orbitel
radius krenn 1,426 725×109 km
9,5 ua
Ezkreizegezh an orbit 0,054 150 60
Period revolusion
siderel
10 757,7365 d
29 a 165 d 11,68 h
Period sinodek 378,0944 d
Tizh orbital krenn 9,6446 km/s
Anklinadur 2,484 46°
satellitoù naturel 56 (hanter 2006)
Doareennoù fizikel
Diametr kehederel 120 536 km
Diametr polel 108 718 km
Platadur 0,097 96
Mas 5,6846×1026 kg
Mas volumek krenn 0,6873×103 kg/m³
Gravite war-c’horre 8,96 m/s²
Period troial 0,444 d
10 h 39,37 min
Anklinadur an ahel 26,73°
Albedo 0,47
Tizh achap 35,5 km/s
Temperadur war-c’horre
min krenn maks
82 K 143 K --- K
Doareennoù an atmosferenn
Gwask atmosferek 140 kPa
Hidrogen > 93 %
Heliom He > 5 %
Metan CH4 0,2 %
Dour H20 (aezhenn) 0,1 %
Amoniak NH3 0,01 %
Etan C2H6 0,0005 %
Hydridenn fosfor PH3 0,0001 %

Sadorn (anvet Saturnus e latin) eo c’hwec’hvet planedenn sistem an Heol. Ur blanedenn ramzek c'hazus eo, an eil hini a-fet mas ha volum war-lerc’h Yaou. Tennañ ra hec’h anv eus an doue roman Sadorn (Saturnus).


Doareenoù fizikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Form un ellipsoid zo da Sadorn : plataet eo Sadorn en he folioù ha bolzennet er c'heheder. Un diferañs a 10% zo etre he diametroù kehederel ha polel (120 536 km evit an hini kentañ, 110 466 km evit an eil). Kement-mañ zo disoc’h he fiñv troial prim warni hec’h-unan ha fluidegezh ar materi ac’h a d’ober anezhi. Ar planedennoù ramzek gazus all eus Koskoriad an Heol (Yaou, Ouran ha Neizhan) zo plataet ivez met nebeutoc’h.

Kompozision diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sadorn zo graet dreist-holl gant hidrogen H2, heliom He, metan CH4, etan (C2H6), ammoniak (NH3) ha gant ur c’hrek roc’hellek doues-tre.

Sadorn eo ar blanedenn dezhi ar bihanañ douester e sistem an Heol : he douester krenn a dalvez 0,69 ; esplikañ 'reer kement-mañ gant douester bihan atmosferenn uhel Sadorn, graet dreist-holl a hidrogen, anezhañ ar gaz skañvañ.

Heñvel e tlefe bezañ kompozision diabarzh Saturn ouzh hini Yaou, gant ur c’hrek roc’hellek a silikatoù hag houarn, gronnet gant ur gwiskad hidrogen metalek, un eil a hidrogen likid, hag un trede a hidrogen gazus. An tremen eus un eil gwiskad d’egile a dlefe bezañ progresivel ha ne vefe gwir c'horre ebet d’ar blanedenn.

Sadorn zo dezhi un temperadur diabarzh uhel-tre, moarvat e-tro 12 000 K er c’hrek, ha dilaoskel 'ra muioc’h a energiezh evit na resev eus an Heol. Dont a ra al lodenn vrasañ eus an energiezh-mañ eus ar c’henwask gravitadurel (mekanism Kelvin-Helmholtz), met n’eo ket a-walc’h an efed-mañ evit esplikañ ar broduksion wrez. Bez’ e c’hellfe dont ivez diwar glav takennoùigoù heliom e taoleadoù don Sadorn : kement-mañ a zilaoskfe gwrez diwar froterezh en ur gouezhañ war ur mor hidrogen skañvoc’h.

Atmosferenn Sadorn zo frammet e bandennoù parallel un tamm evel hini Yaou ; met bandennoù Sadorn n’int ket ken aes da welet ha ledanoc’h int tost d’ar c’heheder. E gwirionez e oa bet evezhiet evit ar wech kentañ sistem koumoulennoù Sadorn da vare ar misionoù Voyager. Abaoe ec’h eo bet gwellaet da vat an teleskopoù war-zouar ken e c’hellont heuliañ ar fiñvoù en atmosferenn Sadorn. Doareennoù atmosferenn Yaou (evel an arnevioù oval hirbad) zo bet gwelet ivez war Sadorn. E 1990 ec’h eo bet evezhiet gant an teleskop spasel Hubble ur pezh koumoulenn wenn tost da geheder Sadorn, hag ar goumoulenn-mañ ne oa ket diouti da vare tremen ar sontennoù Voyager. E 1994 e oa bet gwelet un arnev all a vent vihanoc’h.

Gwalennoù planedel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwalennoù Sadorn zo unan eus ar c’haerañ arvestoù e sistem an Heol ha doareenn bennañ ar blanedenn int. Skedus-tre int, a gontrol da reoù ar planedennoù ramzek gazus all (albedo etre 0,2 ha 0,6) ha posupl eo gwelet anezhe gant divlunedoù.

Loarennoù Sadorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek-henn (hanter 2012) ez eus bet renablet 62 loarenn o treiñ en-dro da Sadorn. Ingal e vez dizoloet reoù nevez, reoù vihan avat.

Mont d'ar pennad gouestlet da loarennoù Sadorn.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 41-45.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 56-57.
Koskoriad an Heol
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitanTitaniaTriton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad OortDisk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol