Pontos (bro)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Pontos zo ivez.
Impaleriezh Pontos war-dro 100 kent JK. En orañjez e weler an impalaeriezh, anezhi Rouantelezh ar Bosfor, hag ar broioù kevreet e daou liv.
Pontos.

Pontos (Πόντος e gregach, Pontus e latin) zo ur vro zo bet anezhi en Azia-Vihanañ, en arvor kreisteiz ar Mor Du en Henamzer, un douar a zo e Turkia hiriv. Dont a ra an anv eus ar Mor Du a oa anvet Πόντος Εύξεινος Pontos Euxeinos (da lâret eo "Mor degemerus"[1]) en henc'hresianeg, gant tud Hellaz kozh. Kentañ meneg eus an impalaeriezh-se a gaver en Anabaz Xenophon.

Ment ar vro a gemmas hervez ar mare met peurliesañ en em lede eus Kolc'his (Jorjia a-vremañ) betek e diabarzh Paflagonia er c'hornôg. Meur a stad hag a broviñs zo bet dezho un anv kar da hini Pontos en amzerioù hellenadek, roman ha bizantat.

Liamm diabarzh[kemmañ]

Roll rouaned Pontus

Notennoù[kemmañ]

  1. Εὔξεινος, William J. Slater, Lexicon to Pindar, on Perseus