Plijidi
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Plijidi | |
| Departamant | Aodoù-an-Arvor |
| Bro hengounel | Bro-Dreger |
| Arondisamant | Arondisamant Gwengamp |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Voulvriag |
| Bro 'Voynet' | Bro Wengamp |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Boulvriag |
| Kod INSEE | 22189 |
| Kod post | 22720 |
| Maer Amzer gefridi |
Yolande Barbedette 2008-2014 |
| Gorread | 2 579 ha = 25 79 km² |
| Hed ha led | -3.07°, 48.27° |
| Uhelder | keitat : 120 m bihanañ : 95 m brasañ : 268 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 668 (2006) |
| Stankter | war-dro 26 |
Plijidi (Plésidy gant ar skritur kozh, ofisiel, pe galleg), a zo ur gumun a Vro-Dreger, e Departamant Aodoù-an-Arvor (kod-post 22720), e Breizh.
Taolenn |
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]
Istor[kemmañ]
Ragistor[kemmañ]
Tud a zo o chom e Plijidi abaoe meur a vilved. Peulvinier kozh-tre a zo, en o zouez hini Kaelouan ha hini an Toull Du.
Henamzer[kemmañ]
Romaned zo bet amañ rak kavet ez eus bet restajoù ur c'hamp roman war dachenn ar gumun.
VIvet kantved[kemmañ]
Er VIvet kantved ez eo bet diazezet ar barrouz gant Sedi, ur manac'h breizhat dianavezet moarvat, hag en deus roet e anv d'ar vro. Plijidi a dalvez kement ha "ploue" pe parrouz an aotrou "Sedi" . Un anv eo hag a oa douget e Kembre gwechall-gozh ivez.
XIVvet kantved[kemmañ]
E 1371, e oa anvet Plijidi, Ploesedi. Bet eo anvet Plijidi-Treger goude se ivez.
Dispac'h gall[kemmañ]
Aloubet eo bet ar vro d’an 20 a viz C'hwevrer 1796 gant ar Chouanted.
XXvet kantved[kemmañ]
Ouzhpenn kant den yaouank eus Plijidi a voe lazhet e-kerzh ar Brezel- bed kentañ. Gwelet e vez o anv war vonumant ar re marvet er brezelioù.
Gant an arme alaman e voe aloubet ar gumun e-pad an Eil brezel-bed. Er savadur a zo ur skolaj bremañ e oa bet graet un ti-lojañ soudarded. E-pad ar brezel-se e oa kalz a dud eus ar vro o stourm a-enepti, hag un emgann bras a zo bet nepell alese e Koad Malaouen.
Douaroniezh[kemmañ]
Lec'hiet eo ur pemzek kilometr bennak er c'hreisteiz da Wengamp, ur seizh kilometr bennak eus Boulvriag hag a zo er c’hornôg. Ar parrezioù all e-kichen a zo Sant-Rien, Sant-Pever, Senven-Lehard, Sant-Konan ha Magor. Emañ Plijidi war harzoù Bro-Gerne er su ha Bro-Oueloù.
Lec'hiet eo Plijidi evel Gwengamp war bladenn Pentevr. He gorread a zo 2579 ha. Treuzet eo gant an Trev, ur stêr a rae an disparti etre Plijidi-Treger, ar Plijidi a-vremañ, ha Plijidi-Goueloù, deuet da vezañ Senven. 250 m uhelder eo an dosenn uhelañ, hag ar bourk a zo en 207 m. uhelder. 638 annezad a zo enni, 120 den ouzhpenn ma vez kontet tud Skolaj Diwan Bro-Dreger.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ]

Buhez ar gumun[kemmañ]
Teir skol a zo e Plijidi : ur skol bublik gant tro-dro da 55 bugel enni, ur skol brevez (Sant-Jozef) gant war-dro 30 bugel ha Skolaj Diwan Plijidi gant 139 skolajiad (2008-2009) hag 202 e 2010-2011. E ti-kêr Plijidi ez eus 5 den o labourat. Ar vaerez a zo Yolande Barbedette (2006).
Brezhoneg[kemmañ]
- Ur skolaj Diwan a zo eno abaoe 1995[1]. Ar skolaj nemetañ eo er gumun [2].
- E distro-skol 2012 e oa enskrivet 215 skolajiad e skolaj Diwan Plijidi. [1]