Pierrette Kermoal
Pierrette Kermoal zo ur skrivagnerez, ur skridvarnerez hag un embannerez vrezhonek, bet ganet e 1942.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo e Bergerac, e departamant Dordogne. Bevet he deus e Brest ha skoliataet eo bet eno betek ar c'hlas Lizhiri Uhelañ (Lettres supérieures). Aet eo da genderc'hel studioù Lizhiri e skol-veur Roazhon. Desket he deus brezhoneg e Kelc'h Debauvais war un dro. Perzh he deus kemeret e SADED hag ESB. Kelennerez eo bet war al lennegezh c'hallek, al latin hag ar gresianeg e Roazhon.
Ganti eo bet krouet ar gelaouenn lennegel Aber hag an ti-embann gant ar memes anv. Perzh he deus kemeret e bodad-lenn Kemper ha da bodadoù-lenn all.
Hec'h atapioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet eo he spered war du lennegezh ar bed hag hini savet e brezhoneg hag e pleustr war tachenn ar skridvarnerezh vrezhonek hag ez eo ar skridvarnerez n'eus ket he far ganti. Pleustret he deus kalz war oberennoù Kervarker, Yann-Ber Kalloc'h, Tangi Malmanche ha Roparz Hemon. Kavout a ra dezhi eo a-bouez bras ivez, re Ronan Huon, Goulc'han Kervella, Jorj Abherve-Gwegen ha Paskal Tabuteau. Skrivañ ha studiañ ar brezhoneg klasel eo he fal.
Menegadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Va labour e brezhoneg a ran e sell an dazout [sic]. Ur glaoustre eo, sur, met al lennegezh,—- hag ar c'hrouin, en un doare hollek — zo sichenn buhez ur vroad : mar bez freuzet pep tra, mar chom an arz hag al lennegezh, e c'heller o sevel bepred."[1] (En ur c'hrouiñ Aber) "e felle din digeriñ hentoù nevez d'hon lennegezh o sankañ adarre en henvoazelezh, hag er rannyezhoù, pe zoken, en isrannyezhoù."
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skleur en noz, teskad danevelloù, Aber, 2006
- Huñvre d'an Hollsent, danevell e meur a zaolenn, Aber, 2008
- War an treuzoù, danevelloù, Aber, 2011
- Sklisennoù, Aber, 2017
Meur a zanevell e kelaouennoù Preder, Al Liamm hag Aber.
Oberennoù skridvarnerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eus Gwarizi vras Emer da vMari-Vorgan: Kentañ studiadenn war oberennoù Roparz Hemon (in Preder, Kaier 91 - Genver 1967. 59 p. liesskrivet)
- A-youl ar gwent, ur studiadenn diwar-benn barzhonegoù Roparz Hemon, Aber.
- Un ene tan : Studi personelezh hag oberenn Roparz Hemon, Aber, 2002)
- Liorzh al lennegezh : Arnodskridoù, Aber 2006)
- Dre lennegezhioù ar bed, e kenlabour, Aber, 2008
- Lennegezh Vreizh o tiwanañ (Levrenn I), Aber, 2021), 190 p. ISBN978-2-916845-54-8
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Saint-John Perse. Skeudennoù da Gruzoe. In : Aber, 2000
- Marie de France. Ar gwezvoud, Lanval, Gigemar..., kontadennoù. In : Aber. 2001-2002
- Saint-Exupéry, Antoine de. Ar Priñs bihan. Embannadurioù Preder, emb. e 1974 evit ar wech kentañ. Adembannet gant Aber, 2004
- Borda, Itxaro. I walk the line. In : Aber, 2005
- Manciet, Bernard. Marvailh Gernika. In : Aber, 2006
- Tangi Malmanche, Kou ar Vran, Aber, 2018
- Gunnar Gunnarsson, Pirc'hirin ar menez, Aber, 2022[2]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un emgav gant… Pierrette Kermoal, In : Ya!, n° 783, 12 Even (Mezheven) 2020
Ereoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ya!, n° 783, 2020.
- ↑ Deiziataer miz Ebrel 2023 : Levr ar miz (Pirc'hirin ar menez), Brezhoweb, 02/04/2022