Teskad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Recycle002.svg
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.


An teskad a zo ar pezhioù ed chomet goude tremen an eosterien ha lakaet en ur bern pa z'int bet klasket er parkoù.
Pa ne vez ket mui a-bouez teskata evel ma rae ar baourien gwechall en deus miret ar ger teskad ar ster dre skeudennadur a roe dezhañ dija oberour Geriadur an Armerie e penn ar XVIIvet kantved.
Peurliesañ e vez implijet teskad evit skridoù lakaet asamblez evit bezañ moulet ken eo an teskad, ur seurt levr, ennañ meur a destenn ha n'eus ket liammoù diabarzh etrezo evel kaout an hevelep danvez en un heuliad amzer. Gant un oberour pe meur a oberour e c'hellont bezañ bet savet.

Teskadoù dre gennadoù lennegel[kemmañ]

Gerioù all[kemmañ]

Kavet e vez ivez ar ger dastumad gant an hevelep ster, met implijet e vez peurliesañ evit un heuliadenn levrioù heñvel a-walc'h dre o stumm pe dre o gennadoù lennegel.
Pa vez dibabet aketus-keañ an testennoù evit kinnig ar pezh a vez gwelet evel ar re wellañ gant an den a ra ar choaz ez eus ur ger deveret eus ar ger gresianeg anthologia er yezhoù komzet e Europa. Gant anthos = bleuñv ha logia = lavar (petra eo ar re gaerrañ) eo bet savet. Ur ger kevatal a zo e brezhoneg bleunlevr, met nebeut implijet eo.
Evit komzoù dibabet sant Frañsez a Asiz eo bet implijet bleunioù el levr embannet gant Kapusined Rosko, Fioretti pe Bleuniou sant Fransez a Asiz, Rosko : Ar Vuhez kristen, 1945, met troidigezh ar ger italianek fioretti (bleunigoù) eo nemetken.

Deskrivadur reolataet[kemmañ]

El levraouegoù e vez renablet an teskadoù skridoù dindan anv an oberour, ma 'z eus unan hepken pe dindan hini en deus klasket lakaat an testennoù asamblez, hemañ ar rener-embann, met n'eo ket renket ar rener-embann e live an oberourien.
Niveret e c'hell bezañ pezhioù an dastumad hag un titl a c'hell bezañ roet dezhañ. An titl dastumad, an titl isdastumad, an niverenn a dle bezañ meneget e deskrivadurioù al levrioù hag an enrolladennoù. ita:antologia